Kaozeal:Biolin

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

biolin vs. violoñs[kemmañ ar vammenn]

Kroget eo Kadwalan da erlec'hiañ biolin gant violoñs e korf ar pennad, pa 'z eo biolin a oa bet dibabet da ditl at pennad ken abred hag 3 a viz Du2006. N'hallan ket lezel ober hep na vije dalc'het ur gaozeadenn war ar c'hraf-mañ. Da c'hortoz e c'houlennan ma vo skornet an traoù.

Ma c'hellan stadañ evel n'eus forzh piv eo kalz ledetoc'h evit poent implij violoñs eget hini biolin e-touez an dud evel er skridoù, din-me n'eo ket a-walc'h evit ober gantañ amañ.

Evit a sell doare-envel ar binvioù-seniñ (war-bouez anvioù kozh evel trompilh, korn, pif, taboulin...) e oamp enket, betek labourioù Jil Ewan ha Pêrig Herbert — s.o. notenn e deroù ar pennad ; embannet o deus da heul ur Geriadur Bihant ar Sonerezh [GBSO] — etre div vammenn : hini an amprest divergont eus un tu, hini ar nevezc'heriaouiñ faltaziek en tu all. Eus an hini kentañ e teu (rag-eeun diwar ar galleg hag a-boan azasaet ouzh doareoù ar yezh) anvioù evel violoñs, klarinetenn, akordeoñs, violoñsell, o vezañ ma oa kêriz dreist-holl, galleg leizh o genoù, a roe an ton e bed ar sonerezh « uhel » moarvat (pezh na vir ket a gaout ivez lesanvioù poblek evit lod, evel treujenn-gaol pe boest an diaoul). Eus an eil, a zo bet embreget gant tud dezho ur brizh anoudegezh eus an domani, e teu gerioù evel gourrebed gwezh evit fr. violoncelle, gwezh evit fr. contrebasse, pa 'z eo rebed anv brezhonek — testeniekaet er skridoù — ur benveg (fr. rebec) aet an implij anezhañ da get er XVIvet kantved. Betek Frañsez Vallée (Doue d'e bardono) a venege divezh rebed evel kevatal da violon.

Gant Jil Ewan ha Pêrig Herbert (anezho daou zen a anavez pizh ar sonerezh) ez eus bet klasket lakaat urzh en domani (hini ar sonerezh a-bezh), gant ur sell hollek ha reizhiadek, evel ma vez graet hiziv an deiz gant bodadoù geriaouiñ (re TermBret da skouer). Evit a sell anv ar binvioù seniñ o deus taolet pled lakaat war wel al liammoù a genrentiezh a zo etre ar binvioù, pe a-fet skeulenn pe a-fet doare-genel ar son. Lodek eo ar violin en ur familh a gaver enni ar violin-arvoud (pe an arvoud, tra-ken, fr. violon-alto pe alto), ar gaolbiolin (fr. violoncelle) hag ar gourbiolin (fr. contrebasse). Kadarnaet o deus an amprestoù peurvuiañ, nemet degaset a-wezhioù reizhadennoù a-fet mouezhiadur pe doare-deverañ. Pa oa da vat an italianeg yezh dave ar sonerezh gouiziek da vare ijinadenn ar benveg-se (a c'hoarvezas en hanternoz Italia, dres) o deus savet biolin diwar an anv italianek violino (evel m'eo an degouezh e yezhoù pennañ Europa), pa zevere violoñs eus an hini gallek violon. E degouezhioù all ez int chomet gant ar galleg da yezh orin an amprest, da sk. clarinete o reiñ klerinell (e-lech klarinetenn), un afer doujañ ouzh mouezhiadur ar brezhoneg an taol-mañ.

Dibaoe eo krog ar ger biolin d'ober e dreuz, er metoù desket da nebeutañ. Seniñ a ran ma-unan ar violin war ma amzer vak, bet on en ur skol sonerezh em bugaleaj, setu ez on tuet da deuler evezh ouzh ar gerioù a denn d'ar sonerezh er skridoù evel en abadennoù klewelet. Soñj am eus da skouer bezañ lennet, en ur pennad a-zivout marv Vefa de Bellaing (kengrouerez KEAV) e oa ur violinourez ampart anezhi. Kement ha ken bihan m'emañ aet e Geriadur Brezhoneg an Here [GBAHE] (geriadur dave « an holl re a laka o fiziañs en amzer da zont ar brezhoneg ») biolin da bennger, ha violoñs a adkas dezhañ. Ret eo spisaat n'eo ket bet adkemeret e [GBAHE] holl ginnigoù [GBSO] (da skouer eo chomet gant ograoù pa oa orglez kinnig [GBSO] evit fr. orgue), ar re o doa diskouezet bezañ bet degemeret hepken. Ha geriaoueg vihan Ofis ar Brezhoneg "Ar sonerezh" e ditl (moullet e 2003) a ro an daou c'her violoñs ha biolin.

Evit klozañ neuze ez eus en hor c'herz daou c'her evit komz eus it. violino : violoñs, dezhañ un arliv poblek pe hengounel, ha biolin, dezhañ un arliv gouiziek pe akademiek. A c'hellfed keñveriañ gant degouezh ar saozneg e-lec'h ma talvez violin evit ar sonerezh klasel ha fiddle evit ar sonerezh hengounel. Ha peogwir emaomp amañ gant ur raktres holloueziadurel, e seblant din reishoc'h ober gant anvioù gouiziek ar binvioù (evel am eus graet er pennad hollek Binvioù seniñ, en ur venegiñ ar stummoù all a zo en implij er yezh (evel ma oa graet e deroù ar pennad), met en ur chom gant an anv gouiziek-se e korf ar pennad e-unan.

Jañ-Mai 15 Mae 2008 da 08:46 (UTC)[respont]