Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Merour/Kadwalan

Eus Wikipedia
Ar bajenn-mañ a zo un dilennadeg evit dont da vezañ merour. Ar vot a zo o vont en-dro.
Vot digor eus ar 6 a viz Even 2007 beteg an 19 a viz Even 2007


Echuet eo ar vot. Setu an disoc'h:

Evit A-enep Neptu Diviz
10 (100%) 0 (0%) 0 (0%) Dilennet eo Kadwalan da verour ar wikipedia brezhonek


Goulennet ez eus bet ganin (gant Benoni) lakaat ma anv da vont da verour. Kontant on da reiñ an dorn d'ar verourien all peogwir ez eus ezhomm skoazell. Emaon o kemer perzh er wikipedia brezhonek abaoe miz Genver 2006. Setu e anavezan mat a-walc'h ar mont en-dro anezhañ bremañ. Lod ac'hanoc'h a anavez ac'hanon dija ha gallout a ra an holl mont da sellet ouzh ma zamm pajennig evit ober gwelloc'h anaoudegezh ha gwelet roll ma fennadoù. Plijout a rafe din gwelet ar wikipedia brezhonek o kreskiñ buan ha kalz muioc'h a dud o kemer perzh ennañ abalamour ma'z eo ur benveg dispar ha marc'hadmat d'an holl da zeskiñ a bep seurt traoù en hor yezh. Setu e kavan naturel sammañ ul lodennig ouzhpenn eus al labour ma'z eus ezhomm. --Kadwalan 5 Mez 2007 da 23:28 (UTC)[respont]

A-du

  1. YA E gwirionez ne van nemet daou verour oberiant d'ar mare-mañ. Un dra vat eo sammañ tud all a yaoul vat evit reiñ un tamm dorn. Ul labour skuizhus a-walc'h na blij ket eo hini ur merour, ha kalz plijusoc'h evel-just sevel pennadoù hepmuiken, met tamm-ha-tamm e vez lakaet un tamm urzh er raktres-mañ ha dre se ec'h aiao war-raok ivez. Trugarez evit lakaat da anv. Neal (Kaozeal) 6 Mez 2007 da 06:51 (UTC)[respont]
  2. YA Evel-just... Benoni (Kaozeadenn) 6 Mez 2007 da 12:03 (UTC)[respont]
  3. YA Unan muioc'h ' vezo ket falloc'h. --Ronan 6 Mez 2007 da 17:28 (UTC)[respont]
  4. YA Kae'ta rak labour'zo.--Gwendal.P 13 Mez 2007 da 07:57 (UTC)[respont]
  5. YA Dispar! --Gwendal 13 Mez 2007 da 18:11 (UTC)[respont]
  6. YAUn dra vat eo rak labour 'zo--Ifig 13 Mez 2007 da 19:03 (UTC)[respont]
  7. YA Degemer mat ! --Paotr 14 Mez 2007 da 06:26 (UTC)[respont]
  8. YA Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 06:59 (UTC)[respont]
  9. YA --Ch. Rogel 16 Mez 2007 da 19:34 (UTC)[respont]
  10. YA --Llydawr 16 Mez 2007 da 21:38 (UTC)[respont]

A-enep

  1. NANN

Nag a-du nag a-enep

Na gemer ket perzh er vot

Kaozeadennoù

Petra 'soñjez eus tostaat ar wikipedia ouzh ezhomm an dud o teskiñ ar yezh, hag eus lakaat troioù-lavar er pennadoù? Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 07:52 (UTC).[respont]

N'on ket a-enep met ar verourien n'o deus ket muioc'h a wirioù war an dachenn-se evit ar re all 'm eus aon. Setu e vefe kerkoulz komz eus an dra-se war hon fajennoù kaozeadennoù da'm soñj. --Kadwalan 12 Mez 2007 da 10:05 (UTC)[respont]
Na war an dachenn-se na war ar pennadoù: ar c'henemglev a dleje bezañ ar reolenn. Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 06:55 (UTC)[respont]