Kaozeal:Roll an oberennoù e brezhoneg troet diwar yezhoù all
Troet ar Bibl diwar ar hen'hresianeg pe an Testamant Nevez kentoc'h? Pe lakaet e brezhoneg ivez an Testamant Kozh bet troet e gresianeg gant unan bennak diwar ar yezhoù orin?Neal (Kaozeal) 25 Ebr 2007 da 06:23 (UTC)
- Koll a ran penn an neudenn, ne gomprenan mann. Tennet ganin ar frazenn, ha kuit ar si. Bianchi-Bihan 25 Ebr 2007 da 07:29 (UTC)
- Salud dit. Un evezhiadennig hepken. El levrlennadurioù a gaver el levrioù dave e kaver anvioù al levrioù hag ar c'hazetennoù e lizherennoù stouet hag anvioù ar pennadoù-skrid etre skejoù ("X"). A galon--Kadwalan 25 Ebr 2007 da 11:22 (UTC)
Kinnig
[kemmañ ar vammenn]Kinnig adenvel: "Listenn an oberennoù e brezhoneg troet diwar yezhoù all". Benoni (Kaozeadenn) 13 Mez 2007 da 10:34 (UTC)
- Talvezout a ra ar ger kinnig pa vez graet ar c'hinnig d'ar genlabourerien war o fajenn gaozeal. A-hend-all eo ur c'hinng graet ganit-te dit-te da-unan. Hag ur wech ouzhpenn hep kenemglev (ur boaz), diazez ar c'henlabour.Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 20:15 (UTC)
- Ar c'hinnig a oa en e blas: war pajenn kaozeal ar bajenn. Met n'eus forzh penaos ez eo trawalc'h din ober un dra bennak evit ma vijes a-enep pe e kavfes abeg da bismigañ. Ma n'out ket laouen, ez eo aes tre kemm anv ar bajenn. Trawalc'h ez eo dit kinnig un anv gwelloc'h ha goulenn ali an implijerien all. Benoni (Kaozeadenn) 14 Mez 2007 da 20:48 (UTC)
- Fentus eo, me 'gav eo trawalc'h din ober un dra bennak evit ma vefe kavet abeg ennañ: plac'h, gwrac'h, rummad:kon brudet. Tud all zo a oar ober gwir ginnigoù, hag e tremen mat-tre an traoù.
Mat eo ar c'hemm kinniget gant Implijer:Benoni : me gave re hir an talbenn pa ne oa ket a-bouezh lakaat oberennoù + levrioù. Met ne gomprenan ket perak ober gant listenn pa 'z eus ar ger roll implijet stank dija. --Ch. Rogel 14 Mez 2007 da 23:35 (UTC)
- Ya, gwelloc'h vije roll d'am soñj. Benoni (Kaozeadenn) 14 Mez 2007 da 23:36 (UTC)
Greomp ar c'hemm
[kemmañ ar vammenn]- D'am soñj eo poent ober ar c'hemm etre oberenn (a c'hall bezañ ur varzhoneg peder linenn) ha levr. N'ouzon ket ha mat eo ober ul listenn "oberennoù", ha ne ran forzh anezhi, met ret eo ober ul listennad levrioù.Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 03:11 (UTC)
Oberennoù galizeg
[kemmañ ar vammenn]Piv eo Juan Maria? (pe "María"?). Ne vefe ket Manuel María? --Neal (Kaozeal) 15 Mez 2007 da 06:27 (UTC)
Ya, se eo : [1]. --Llydawr 15 Mez 2007 da 16:09 (UTC)
- Troidigezhioù all diwar Manuel María a oa bet el Liamm a-raok troidigezhioù Jaouen. Bianchi-Bihan 15 Mez 2007 da 17:46 (UTC)
- Tennet em eus Jules Verne, Ur gêr war-neuñvtroet gant Meven Mordiern, diviet. Sur eo eo bet embannet ur wech bennak?
Div listenn
[kemmañ ar vammenn]- Daoust ha gallout a reer mirout en hevelep pennad ur ganaouenn ac'hann, ur varzhoneg aleshont, ha levrioù embannet? Ma vez savet ur roll gant kement barzhoneg troet hag embannet el Liamm pe Brud Nevez e vo hir (ne ran forzh, ne vo ket graet ganin): gallout a reer lezel ar gwir levrioù embannet amañ ha sevel ur pennad all evit pep barzhoneg troet evit ar re a gar. Bianchi-Bihan 15 Mez 2007 da 17:46 (UTC)
- N'on ket gwall chalet gant ar fed ma vez meneget oberennoù berr pe verroc'h troet diwar yezhoù all bet embannet evel levrioù klok pe get. Gant ma c'helelr reiñ daveennoù eo trawalc'h din. Ne welan ket, evel troour/jubennour a-vicher m'az on, perak e vefe talvouduoc'h dre ret ul levr klok evit ur tamm barzhoneg.
- Me, evel lenner, a wel. Met ur gaoz all eo.
- N'eo ket en hirder an "oberennoù" emañ an dalc'h, met en hirder al listenn: ul listenn 4000 oberenn n'eo ket re? Ur meneg evit pep haiku?
He gomprenan ket ivez petra a dalvez 2gwir levr" - ha ma vefe embannet un oberenn war ar genwiadenn ne vefe ket anezhañ ur gwir levr? --Neal (Kaozeal) 17 Mez 2007 da 17:30 (UTC)
- A-du gant Neal. Ur varzhoneg pe un istor berr a zo un oberenn ivez. Met ma peus c'hoant e c'hellez sevel ur bajenn all anvet Roll al levrioù e brezhoneg troet diwar yezhoù all. Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 17:33 (UTC)
- Kavout a ran talvoudus kavout ur roll eus an holl oberennoù war ar memes pajenn. Evit ar mare n'eo ket gwall hir. A-du emaon ganit avat evit dispartiañ levrioù/danevelloù ha barzhonegoù/kanaouennoù met kentoc'h e diabarzh ar rannbennadoù. A galon--Kadwalan 17 Mez 2007 da 17:47 (UTC)
- A-du. Un diskoulm mat d'am soñj.--Neal (Kaozeal) 17 Mez 2007 da 18:26 (UTC)
Respontig
[kemmañ ar vammenn]- Ne welez ket, emezout, "evel troer, perak e vije talvoudusoc'h ur varzhoneg eget ul levr". Me, evel lenner, a wel.
- Ma vijen embanner e weljen ivez.
- N'eo ket en hirder an "oberennoù" emañ an dalc'h, met en hirder al listenn: ul listenn 4000 oberenn n'eo ket re? Ur meneg evit pep haiku?
- Ne gomprenez ket "petra eo ur gwir levr"? Ur gwir levr zo ul levr, ha n'eo ket ur bajenn hepken eus ul levr, pe eus Al Liamm.
- Bez e c'hallez krouiñ ur bajenn diwar-benn an oberennoù brezhonek war ar gwiad, ma kav dit int bet ankouaet.
- Krouet eo ar bajenn Roll al levrioù e brezhoneg troet diwar yezhoù all. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 08:25 (UTC)
Abaoe 1947 hepken, pe a-raok?=
[kemmañ ar vammenn]- Ur roll levrioù, setu dres pezh a oa da gentañ.
- Chalus eo koulskoude: al listennoù zo graet evit gwelout sklaer. Sklaer eo ne vez troet tost netra, ha ne vez embannet tost netra evel troidigezhioù.
- Listenn ar romantoù zo sklaer, gant ar bloavezhioù. Labour vat.
- N'on ket a-enep kopiañ katalog pennadoù Al Liamm abaoe 1947 (labour zo, n'eo ket ganin e vo graet) gant na vo ket mesket gant al levrioù. Ne vo ket un tamm hir? Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 17:54 (UTC)
Romantoù ha danevelloù
[kemmañ ar vammenn]D'am soñj n'eo ket dereat meskañ romantoù ha danevelloù. E yezhoù all ne vez ket graet. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 06:14 (UTC)
Barzhonegoù ha kanaouennoù
[kemmañ ar vammenn]N'eo ket sirius (holloueziadurel, lakaomp) meskaén an daou seurt-se ivez.Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 08:14 (UTC)
- D'am soñj, ar pezh n'eo ket sirius eo sevel div bajenn ken tost. Hag ne vez ket mesket ar seurtoù oberennoù dre ma vezont dispartiet dre is-titloù. Benoni (Kaozeadenn) 18 Mez 2007 da 09:47 (UTC)
Pajenn digejañ
[kemmañ ar vammenn]Bez e c'hallfemp sevel ur bajenn digejañ Roll an oberennoù brezhonek, gant adksoù war-du
- roll an oberennoù brezhonek orin
- roll ar romantoù
- roll ar barzhonegoù
- roll an danevelloù
- roll ar pezhioù-c'hoari
- roll al levrioù istor
- roll al levrioù skiantel
- roll an oberennoù brezhonek troet
- roll an oberennoù brezhonek troet e yezhoù all
- roll al levrioù troet diwar yezhoù all
- roll al levrioù skiantel
- roll al levrioù bugale
- roll an oberennoù troet diwar yezhoù all
- roll ar barzhonegoù troet diwar yezhoù all
- roll an danevelloù troet diwar yezhoù all
- roll ar c'hanaouennoù
N'eus ket mall, n'eo ken evit prederiañ un tamm diwar-benn un doare da strollañ , ha da zigejañ un tamm, an daou dra war un dro.
Adlakaat a ran ar c'hemenn-mañ en davarn. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 12:20 (UTC)
Robert Neal Baxter
[kemmañ ar vammenn]Ha savet e vo ur pennad diwar ma fenn-me e gwirionez? --Neal (Kaozeal) 18 Mez 2007 da 13:02 (UTC)
Poan
[kemmañ ar vammenn]... am eus atav o kompren penaos e c'haller lakaat war ar memes pazenn ur varzhoneg troet hag ul levr troet, evel e kornig ar barzhonegoù iwerzhonek. Bianchi-Bihan 19 Mez 2007 da 17:01 (UTC)
- ne welan ket e pelc'h emañ an diforc'h. treiñ 'zo treiñ ha mat pell zo. gwir eo e ranker implijout teknikoù disheñvel a-wezhoù evit treiñ barzhonegoù, met ken ret all an hini eo implijout teknikoù disheñvel evit treiñ levrioù teknikel ha levrioù lennegel. n'eo ket hirder un droidigezh a gont evit diforc'hañ doareoù troidigezhioù disheñvel rak bez' ez eus barzhonegoù hiroc'h evit levrioù 'zo evel-just) nag ar stumm (levr pe get - embannet e c'hell bezañ barzhonegoù evel levrioù ha danevelloù evel penandoù en ur gelaouenn evel da skouer Dickens) met an danvez troet (pe "genre"): troidigezhioù teknikel ha/pe skiantel, lennegel (en o zouez barzhonegoù), lezennel/barnerezhel, ekonomikel. anfin, setu penaos eo bet graet abaoe 14 vloaz bennak e Skol-Veur Vigo e Kevrenn an Treiñ hag ar Jubenniñ. A galon, Neal (Kaozeal) 20 Mez 2007 da 08:55 (UTC)
- N'eo ket un afer micher treiñ, met embann. Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 09:33 (UTC)
- Ne gomprenan ket re vat. Ha gallout a rafes displegañ un tammig hiroc'h? Ha lârfen-me: "N'eo ket un afer embann, met micher treiñ"? N'eus meneg ebet e titl ar pennad eus an embann war a welan nemet eus trein: "Roll an oberennoù e brezhoneg troet diwar yezhoù all". Ha petra a dalv evidout "embann"? Ha trawalc'h e vefe embann war ar genwiadenn? Ha ret eo d'un droidigezh bezañ bet embannet gant un ISBN? Hag ar re embannet war ar genwidenn gant ISBN hag ar re embannet war baper hep ISBN? --Neal (Kaozeal) 20 Mez 2007 da 15:10 (UTC)
Troet e oan da soñjal e veze graet gant an holl (war a welan e oan faziet penn-da-benn, ur wech ouzhpenn) ar c'hemm etre al levrioù hag an tammoù a ya d'ober ul levr. Neuze e rin daou c'houlenn:
- Ma troan dek frazenn eus dek barzhoneg eus dek barzh disheñvel, daoust ha troet em bo dek oberenn?
- Evel-just. Neal (Kaozeal) 21 Mez 2007 da 06:47 (UTC)
- Neuze oberenn = frazenn?
- Ret eo sevel ur pennad diwar-benn pep frazenn?
- Evel-just. Neal (Kaozeal) 21 Mez 2007 da 06:47 (UTC)
- Peseurt abeg zo da lakaat en hevelep rummad troidigezh ur varzhoneg 20 linenn (pe nebeutoc'h) hag ur romant daou c'hant pajennad?
Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 16:55 (UTC)
- N'eus netra da welet hirder un oberenn. Diaesoc'h e c'hell bezañ zoken treiñ 20 linenn pe nebeutoc'h (da skouer kaiku...) evit ul levr 200 pajennad. Hag hen lârete a ran goude 15 vload a skiant-prenet evel troour a-vicher hag ivez evel kelenner war ar jubennouriezh e Kevrenn an treiñ hag ar Jubenniñ. Faziet a c'hellan bezañ, met ne gav ket din. Neal (Kaozeal) 21 Mez 2007 da 06:47 (UTC)
- Troet a-walc'h em eus evit wikipedia evit gouzout pehini an diaesañ: ur pennad troet dindan dek munut, pe ur pennad troet dindan ur sizhun.
- Anat e oa din e oa aesoc'h treiñ ur bajennad eget daou c'hant, met ma n'eo ket gwir, arabat lavarout d'an embannerien: paeañ a reont al labour (pa baeont) diouzh niver ar pajennoù troet.
Bianchi-Bihan 21 Mez 2007 da 07:09 (UTC)
- Ne skrivin ket ken war an tem-mañ peogwir on aet skuizh gantañ. Da gentañ-holl ne vez ket paeet an darn vrasañ eus an droidigezhioù micherel savet dre ar bed holl gant embannerion/tiez-embann. Da eil, an darn vrasañ eus an droidigezhioù micherel savet dre ar bet n'int ket lennegel ha ne vezont ket embannet. Diouzh an tu all avat e vez troet lennegezh dre vras gant tud n'int ket trourion a-vicher (da lâret--Neal (Kaozeal) 21 Mez 2007 da 09:04 (UTC) eo n'eo ket hounnezh ar o micher pennañ). Neuze, goulenn a ran met: perak kontañ kentoc'h traoù graet gant tud n'int ket trourion a-vicehr kentoc'h evit an darn vrasañ eus an troidigezhioù (hag a-bell) savet bemdez dre ar bed gant troourion a-vicher? Peogwir eo bravoc'h treiñ levrioù evit kevradoù labour, kartennoù embrezhegerezhioù pe me oar me? Un oberenn eo n'eus forzh pesuert testenn-skrid orin ma vez troet - ne vern hag-eñ eo berr pe hir, ul levr embannet pe ur gartenn bersonel. Ret e vefe ivez lakaat kemm bras etre al labour treiñ evit ar blijadur (da skouer ar wikipedia pe troourion n'int ket a-vicher) hag ar vicher treiñ: netra da welet. ha n'eo ket nemet peogwir ez eo hiroc'h pe berroc'h ar skridoù da vezañ troet. (Notennig: N'ouzon ket penaos e reer e Breizh, met amañ hag en aozadurioù Europa e vez paeet an troidigezhioù dre jediñ an niver a c'herioù pe a-wezhoù "matrixoù" ha n'eo ket dre bajennadoù evit abegoù sklaer). A galon, Neal (Kaozeal) 21 Mez 2007 da 09:04 (UTC)
- N'eo ket ur gaoz didalvoud kouslskoude, evit Bretoned dreist-holl, rak er vro-mañ ne vez ket komzet eus an traoù-se a-wel d'an holl. Ne fell ket din komz eus arc'hant amañ, met a-bouez eo un tamm, ha ma vije un tamm arc'hant evit an treiñ e vije: troet oberennoù hag embannet levrioù, stummet troourien, gwellaet live ar yezh. C'hoarvezout a ra e broioù zo, e Breizh ne ra ket. Din da c'houzout. Bianchi-Bihan 21 Mez 2007 da 09:40 (UTC)
- A-du on ganit war ar poent-se. Ur gudenn eo ar fed ma n'eus stummadur resis ebet war an treiñ e Breizh dre vras - hag e brezhoneg nebeutoc'h c'hoazh, ma ma kaozfemp diwar-benn ar judenniñ ne lâran ket. Ar marc'had an hini eo a vank ivez e gwirionez evit ma vefe troet traoù n'int ket lennegel e brezhoneg en un doare boutin evel ma c'hoarvez gant yezhoù all. unan eus merkoù stad yec'hed ar yezh an hini eo evidon-me. Neal (Kaozeal) 21 Mez 2007 da 09:51 (UTC)
- Yec'hed ar yezh a ouzomp penaos emañ. Bianchi-Bihan 21 Mez 2007 da 10:05 (UTC)
Lenn an titl hag an digoradur
[kemmañ ar vammenn]Peogwir ez eus ur pennad all db al levrioù e vo tennet al levrioù eus ar pennad-mañ. Skrivet eo sklaer e deroù ar pennad, lennit anezhañ a-raok kemm mar plij. Ho trugarekaat . Bianchi-Bihan 3 Kzu 2009 da 12:34 (UTC)
Kabir
[kemmañ ar vammenn]Lenn a reer ez eus bet troet unnek barzhoneg eus Kabir diwar an hindieg gant Roparz Hemon. Diwar un droidigezh saoznek e oant bet troet moarvat, ha n'eo ket diwar unan en hindi. --Yun (kaozeal) 29 Mez 2019 da 07:39 (UTC)
- Gwir a lerez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Mez 2019 da 08:25 (UTC)