Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Merourien/Klemmoù

Eus Wikipedia

Sevel a ran ur c’hlemm a-enep ar merour Huñvreüs

[kemmañ ar vammenn]

Ur c’hlemm a savan dirak kumuniezh ar wikipedourien enep kondu dizereat Huñvreüs

Abeg 1 : Mont er-maez eus e gefridi

Abeg 2 : Dispriz war atebegezh didorr hor c’humuniezh wikipedourien (ya, sur, ar galloud uhelañ zo ganti!)

Abeg 3 : Disevended ouzh an implijerien pa vezont adkaset da destenn ar wikipedia saozneg ha ne zegas arguzenn ebet, pa n’eus ket anv amañ eus un enklask digent, met d’un dibab gerioù (« The prohibition against original research means that all material added to articles must be verifiable in a reliable, published source, even if not already verified via an inline citation.… »)

Setu an arguzenn diazaz embannet gant ar merour Huñvreüs : « Degas kemmoù amañ n’eo ket un afer a c’halloud. Kement-se n’eus netra da welout gant ar gaozeadenn-mañ. Evit dibab gerioù e ranker doujañ da reolennoù an Diazezadur Wikimedia, en o zouesk: chom hep ijinañ traoù nevez ha menegiñ daveoù. Huñvreüs (kaozeal) 9 Gen 2025 da 17:16 (UTC)[respont]

Tri den o deus kemeret perzh er gaozeadenn : Ar_choler, Fanchigo, Llydawr. A-du e voent gant Huñvreüs evit kendalc’h gant « levrlennadur ».

Goude dispaket e  « arguzenn » hep diazez e kemmas ar bajenn « levrlennadur » ar merour Huñvreüs, evel ma vije bet un disentez gant ar gumuniezh.

Ha n’eus ket bet.

Ma respontoù :

Da gentañ e soñjen ober un disparti etre an daou dermen, ken ne oa ket da adenvel, met da sevel div bajenn.

Anat d’an holl ez eo ma ne dleer ket ober un enklask digent pa kinniger ober gant ger pe c’her. Amañ e vez troet ar gaoz war reizhañ ur fazi droukveskaj treuzkaset a remziad da remziad : abaoe 1904 marteze, kendalc’het gant Vallée ha Hemon.

N’eo ket posubl reiñ da abeg ma c’helfe bezañ « an impljetañ ». Mammenn ? Ha perak e vez implijet « levrlennadurezh » gant enklaskerien eus ar c’hentañ troc’h muioc’h-mui ?
E diwezh troidigezh « An Ilias » (2016) e reas Paskal Tabuteau gant « lennadurezh » ken diaes eo dezhañ ober gant « levrlennadurezh », blaz an diresisted (pe ar c’hozhni ?) warni marteze.

E 1996 ec’h embannas TermBret-Skol Uhel ar Vro, « Geriaoueg al levraouegoù = Vocabulaire des bibliothèques » (550 pennger). Evel pennlevraoueger em boen kemeret perzh d’ar sevel hag em boan kinniget : «  levrrollouriezh » evit an diskiblezh (n’eo ket ur skiant tamm ebet) ha » levrrolladur » evit ar rolloù, ar pezh a voe bet degemeret hag enskrivet, asamblez gant « levrlennadurezh » ha « levrlennadur ».
N’on ket sur e vije mat adkemer an termenoù, met ofisiel int.

« Lennadurezh » a c’hellfe bezañ un ide vat. Ur ger deveret eus « dave » a vefe gwelloc’h, « daveoù » pe « daveva », « daveouaoueg… ». « Levrlennadur » a chomfe en e ster koshañ : rentañ-kont berr er c’helaouennoù.

Goulenn : Ur wir gaozeadenn gant alioù diazezet war an implijoù nevesañ e-touez an arbennigourien hag a vije renet gant muioc’h a implijerien. —Ar c'hemennad nann-sinet a-raok a zo bet ouzhpennet gant Ch. Rogel (kaozealdegasadennoù).

Evel-just n’eo ket me a raio war-dro ar c’hlemm-mañ. VIGNERON (kd), marteze.
  1. Er bajenn-mañ e c’haller sevel klemm a-enep drougimplij ar benvegoù merour. N’am eus ket implijet anezho en degouezh-mañ: n’am eus diverket pajenn ebet, stanket implijer ebet, graet netra nemet goulenn alioù ha lakaat anezho da bleustriñ evel ma c’hall pep hini ober. N’on ket aet ar-maez eus ma c’hefridi rak n’am eus graet mann ebet evel merour. Neuze e c’houlennan ma vo distaolet ar c’hlemm-mañ peogwir eo goullo.
  2. Lakaat alioù ar re all da bleustriñ n’eo ket « dispriz » ha menegiñ ar reolennoù diazez n’eo ket « disevended ».
  3. « Ur wir gaozeadenn » a zo anezhi dija peogwir eo bet boulc’het ganin a-raok kemmañ ar pajennoù. Te an hini eo a zo chomet hep respontiñ etre an 9 hag an 18 a viz Genver daoust m’az peus degaset kemmoù d’ar wiki etre an daou zeiziad-mañ. Pegeit e tleer gortoz?
  4. n’emañ ket amañ al lec’h da gaozeal diwar-benn ar gerioù levrlennadur ha levrlennadurezh. Huñvreüs (kaozeal) 19 Gen 2025 da 16:39 (UTC)[respont]
Hmm, n’eus netra da wellet en afer-se gant ar benvegoù merour.
E gwirionez n'on ket gwall-sur petra da soñjal ; war Kaozeal:Levrlennadurezh#Kemm bet graet a-enep da reolennoù mont en-dro ar wiki ha hep kenasant zo sklaer displegadennoù Huñvreüs. Goude-se gant Ar choler (kd), Fanchigo (kd) ha Llydawr (kd) vez lâret a-enep an adkas. War a seblant, Ch. Rogel (kd) zo an hini an hini a-enep reolennoù wiki hag a-enep ar gumuniezh ouzhpenn.
A galon, VIGNERON (kaozeal) 19 Gen 2025 da 17:14 (UTC)[respont]
N’on ket kontant gant ar respontoù :
  1. Diseven e vez adkas un implijer d’ur bajenn saozneg bep tro (lenn a ran ar saozneg digudenn)
  2. Disevenoc’h c’hoazh ma ne gaver er bajenn-se netra da welout gant kontrol ar gumuniezh war ar penngerioù hag a zo un afer kinnigoù ha enepkinnigoù, ha n’eo ket afer nevezded an testennoù.

N’eo ket serius tamm ebet.
Ne vefe ket afer ar benvegoù merour p’eo bet galvet d’un destenn diazaz ?
Erfin, n’on ket evit kenderc’hel gant ar rebechoù, pa n’eo ket grevus an traoù.