Mont d’an endalc’had

Rann-arme Karl-Veur

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Rann-arme Karlez-Veur)
Rann-arme Karl-Veur
military division
Rann eusWWII Axis collaboration in France Kemmañ
Deiziad krouiñ1944 Kemmañ
Brezelemgann Berlin, Eil Brezel-bed Kemmañ
Skour luWaffen-SS Kemmañ
Anvet diwarKarl Veur Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Heuliet gantLegion of French Volunteers Against Bolshevism Kemmañ
Deiziad divodañ1945 Kemmañ
Ardamez ar rann-arme Karl-Veur


Ar Rann-arme Karl-Veur (33vet Waffen-Grenadier-Division der SS "Charlemagne" (französische Nr. 1) en alamaneg) zo anvioù implijet evit strolladoù emouestlidi gall er Wehrmacht ha diwezhatoc'h er Waffen-SS e-doug an Eil Brezel Bed.

Savet e oa ar Rann-arme Karl-Veur e 1944 diwar strolladoù soudarded a bep seurt a oa o servijout e strolladoù soudarded gall eus an arme alaman, hag ivez diwar emouestlidi eus ar "Franc-Garde" eus ar Milis. Kemer a reas lec'h ar strollad soudarded gall a oa en arme alaman en deroù hag a oa lejion an emouestlidi gall e anv (Légion des Volontaires Français pe LVF).

Kavout a raed enni :

Da lâret eo eus 7000 da 8000 soudard, met an div drederenn ne oant ket evit en em gannañ.

Ent ofisiel e oa ar c'horonal Edgar Puaud en he fenn met renet e oa e gwirionez gant ar Brigadeführer Krukenberg.

Bloavezh 1943 e Pariz, un ezel d'ar rann-arme Karl-Veur o tiskouez e valizenn

Hogos kaset da netra e voe ar rann-arme-se e diwezh miz C'hwevrer 1945 etre Stettin ha Dantzig e Pomerania gant an arme sovietek (3000 eus ar 7000 soudard a chome zo lazhet) ha goude se e Körlin d'ar 5 a viz Meurzh 1945.

Emgann Berlin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lod soudarded eus ar rann-arme Karl-Veur en doa bet kemeret perzh e Emgann Berlin. Ar Batailhon Karl-Veur a oa graet eus ar strollad-se dindan urzhioù an SS-Hauptsturmführer Henri Fenet.

Izili brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Edgar Puaud, Oberführer
  • Eugène Jean Bridoux, Sturmbannführer
  • Jean Mayol de Lupé Sturmbannführer
  • Jean de Vaugelas, Sturmbannführer
  • Henri Fenet, Hauptsturmführer
  • Jean Bassompierre, Hauptsturmführer
  • Victor de Bourmont, Hauptsturmführer
  • Leon Drivière, Unterscharführer
  • Christian de La Mazière, Rottenführer
  • Pierre Bousquet, Oberscharführer
  • François Barazer de Lannurien, Unterscharführer
  • Robert Dun, Rottenführer
  • Jean-Marie Balestre, Schütze
  • Léon Gaultier, Untersturmführer

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]