Kriegsmarine
Kriegsmarine (Morlu) a oa morlu alaman an Trede Reich eus 1935 betek 1945. Kemeret en doa plas ar c'h-Kaiserliche Marine (Morlu impalaeriel Alamagn), hini ar C'hentañ Brezel-bed, hag ar Reichsmarine, ar morlu alaman etre an daou vrezel. Ar C'hriegsmarine a oa unan eus an tri skourr ofisiel e nerzhioù lu an Trede Reich, gant an Heer (tirlu) hag al Luftwaffe (aerlu), an holl anezho suj d'ar Wehrmacht.
Ar C'hriegsmarine a oa bet diorroet prim e-pad an Aufrüstung, steuñv adarmañ ar morlu alaman e-pad ar bloavezhioù tregont (Feur-emglev Versailhez en devoa termenet un niver a vigi, ha difennet groñs da sevel listri-spluj alaman).
Ar c'hentañ gwech ma voe implijet ar morlu alaman a voe e-pad Brezel Spagn, pa voe kaset lod eus ar bigi brezel tro-dro ar vro e-pad ar brezel diabarzh spagnol. An digarez a oa evit ma vefe talet ouzh broioù all da gemer perzh er brezel. E gwirionez e oa ar morlu alaman ad-u gant Franco en oberiadur-brezel Ursula.
U-Boot[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pennad spisoc'h U-Boot
Pa voe kroget an Eil Brezel-bed, ar C'hriegsmarine ne oa ennañ nemet 57 lestr-spluj U-Boot.
| 274,333 tonenn (47 bag d'ar strad) | Otto Kretschmer |
| 225,712 tonenn (43 bag d'ar strad) | Wolfgang Lüth |
| 193,684 tonenn (34 bag d'ar strad) | Erich Topp |
| 186,064 tonenn (29 bag d'ar strad) | Karl-Friedrich Merten |
| 171,164 tonenn (34 bag d'ar strad) | Victor Schütze |
| 171,122 tonenn (26 bag d'ar strad) | Herbert Schultze |
| 167,601 tonenn (28 bag d'ar strad) | Georg Lassen |
| 166,596 tonenn (22 vag d'ar strad) | Heinrich Lehmann-Willenbrock |
| 162,333 tonenn (30 bag d'ar strad) | Heinrich Liebe |
| 160,939 tonenn (28 bag d'ar strad), ouzhpenn da-se ar bigi-brezel HMS Royal Oak (08) e Scapa Flow |
Günther Prien |