Mont d’an endalc’had

Roparz Hemon

Eus Wikipedia
Roparz Hemon
Roparz Hemon
Anv ofisiel Louis Paul Nemo
Anv pluenn Roparz Hemon
Pendaran
Gawain
Obererezh Embanner
Geriadurour
Kelaouenner
Kazetenner skingomz
Kelenner
Skrivagner
Troour
Yezhour
Ganedigezh D'an 18 a viz Du 1900
e Brest, Bro-Leon Bro-Leon,
Breizh
Marv D'an 29 a viz Mezheven 1978
e Dulenn, Iwerzhon Iwerzhon
Yezh skrivañ Brezhoneg, Galleg, Saozneg
Luskad lennegel Gwalarn
Oberennoù pennañ
A historical morphology and syntax of Breton
Alanig an tri roue
Al laer avel
An aotrou Bimbochet e Breizh
An tri boulomig kalon aour
Barzhonegoù
Diamantoù Keroulaz
Geriadur istorel ar brezhoneg
Ho kervel a rin en noz
Kleier eured
Mari-Vorgan
Nenn Jani
Santez Dahud
Tangi Kerviler
Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh
Traoù ouzhpenn
Amourousted eun den koz (Studiadenn)
An dud am eus anavezet
An ti a drizek siminal
Ar c'horf dindan dreid va zad-kozh
Ar Varn diwezhañ (Studiadenn)
C'hoariva
Cours élémentaire de breton
Danevelloù
Dictionnaire breton-français et français-breton
Distagadur ar brezhoneg
Eñvorennoù
Gaovan hag an den gwer
Geriadurig an troioù-lavar poblel
Gwarizi vras Emer
Kontadennoù an amzer-vremañ
La destruction de Jérusalem (studiadenn)
La langue bretonne et ses combats
Meurlarjez
Teñzor ar gwenedeg
Trois poèmes en moyen breton (studiadenn)
Ur prenestr a oa digor
Viktor ha Petronilh (diechu)
War ribl an hent
Yezhadur berr ar brezhoneg
Yezhadur istorel ar brezhoneg

Sinadur

Roparz Hemon eo anv-pluenn Louis-Paul Nemo hag a oa ur skrivagner brezhon, bet ganet e Brest d'an 18 a viz Du 1900, hag aet da Anaon d'an 29 a viz Mezheven 1978 e Dulenn (Iwerzhon). E labour zo fonnus ha bet eo bet barzh, dramaour, embanner, geriadurour, kelaouennour, kazetenner skingomz, kelenner, romantour, troour ha yezhour.

Roparz Hemon zo gwelet evel skrivagner meur an XXvet kantved, "an hini en deus graet ar muiañ evit ar brezhoneg en ugentved kantved" hervez Remont ar Porzh. Ali eo al lod vrasañ eus ar vurutellerion war al lennegezh vrezhonek evel Abeozen, Fañch Morvannou, Youenn Olier, Yann-Ber Piriou pe Lukian Raoul[1].

Skrivañ a reas e-doug muioc'h eget hanter-kant vloaz, adalek deroù ar bloavezhioù 1920 betek ar bloavezhioù 1970. Pleustriñ a reas kement doare skrid a zo en ur sevel oberennoù barzhoniel, c'hoariva, komz-plaen, skridvarnerezh, troidigezhioù... Ur gouizieg war ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek e voe ivez.

Gouestlañ a reas e vuhez a-bezh d'ar brezhoneg ha meur a ziskibl en deus bet.


Bugaleaj, oad-krenn ha yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Louis Paul Nemo d'an 18 a viz Du 1900, en ur ranndi e niverenn 32, Grand'Rue, e Brest, ar straed Pasteur hiziv-an-deiz. Tad Louis Paul Nemo a oa un emzivad bet kavet ha kaieret Nemo gant ar velestradurezh[2]. Hemañ a laboure er velestradurezh vrezel. An tiegezh a oa bet o chom e Brest hag e Toulon hervez amstaeloù an tad. E vamm, Julie Foricher he anv plac'h, a oa he familh eus Goueled-Leon ha skolaerez e oa eus he micher.

C'hwec'h bugel a oa en tiegezh : Marie, Louis Paul, Aimée ganet e 1902, Jean ha daou arall hag a varvas en o oad tenerañ[3]., an holl anezho desavet en un doare bourc'hiz e galleg. Tost e chomas Louis Paul ouzh e c'hoar Aimée a-hed e vuhez ; honnezh a zeuas da vout renerez lise ar merc'hed e Brest en he oad gour.

A-vihanik e klevas brezhoneg en e diegezh dre hanterouriezh e vamm-gozh a-berzh mamm ha hini koskor an ti. Div eus ar mitizhien dreist-holl, Mari Urien ha Jeannette Omnes, o doa bet ul levezon war entan ar paotrig e-keñver ar brezhoneg pa ganent alies er yezh-se hag e lennent kontadennoù pobl dezhañ[4] Hervez e desteni e kenskrivas gant Frañsez Vallée adalek 1915, evit resev e gelaouenn Kroaz ar Vretoned[5].

Louis Paul Nemo a reas e studi e lise Brest, kent mont da Bariz, da lise Sant Loeiz, evit prientiñ kenstrivadeg an École Polytechnique (“Skol Boliteknik”) e 1918. Fellout a rae dezhañ, war atiz e gerent, dont da vout ofiser a vor. Peogwir e skoas klañv e nac'has kenderc'hel gant ar mennad-se hag e krogas da studiañ ar yezhoù.

Mont a reas da Vwcle (Kembre) e 1919 evit gwellaat e anaoudegezh eus ar saozneg. War-lerc'h e tremenas ur bloavezh studi e skol-veur Leeds.

Distreiñ a reas da Vreizh evit ober e goñje. En em gavout a reas en ur rejimant kanolerion war varc'h, a-gevret gant Jakez Kerrien, e Gwened evit ober e amzer soudard.

Adalek 1922 e oa studier e skol-veur ar Sorbonne e Pariz betek bout skolveuriad war ar saozneg e 1924. D'ar c'houlz-se e oa krog da zeskiñ brezhoneg e kelc'h keltiek Pariz gant Yann-Eozen Jarl.

Anvet e voe da gelenner war ar saozneg e lise ar baotred e Brest adalek 1925 betek 1939. E-pad an abadenn neveziant e reas ur brezegenn diwar-benn “meuleudi al leziregezh”[6] Anvet e veze “an aotrou Nemo” gant al liseidi koulz ha gant ar gelennerion arall. Anavezet e oa evel un den sioul, sekred ha dilavar[7].

A-gleiz da zehou : Meven Mordiern, Frañsez Vallée, Fañch Elies Abeozen ha Roparz Hemon.

Mont a reas e darempred gant emsaverion p'edo o studiañ ar yezhoù e Pariz adalek 1922. Da heul e reas anaoudegezh gant ur yoc'h mat a dud eus an Emsav, tud yaouank ha tud kozh, koulz rannvroelourion, emrenerion ha broadelourion. En e levr An dud am eus anavezet e kaver e zezrevell eus an anaoudegezh a reas gant emsaverion ha yezhourion war ar brezhoneg e Pariz pe e Breizh evel Jakez Kerrien, Yann Sohier, Jakez Riou, Emil Ernod, Frañsez Debauvais, Meven Mordiern, Tangi Malmanche, Abeozen, Jarl Priel, Youenn Drezen pe Langleiz etre an daou vrezel-bed.

Dindan an anv "Roparz Loeiz Hemon" e sinas e bennad kentañ evit Breiz Atao e 1923, “An diouganer”. Klasket en doa lakaat ur pennad a-zivout dispac'h Iwerzhon da vout embannet a-raok er gelaouenn Feiz ha Breiz, hogen diembann e chomas hennezh.

Al lesanv "Roparz Hemon" a zibabas pa vage un estlamm d'ar skrivagner ha barzh saoz Rupert Brooke, bet lazhet er brezel, er bloavezh 1915. P'edo war ar studi e oa lakaet ar skrivagner-se da studiañ. Stumm brezhonek Rupert eo “Roparz”. E anv-pluenn “Hemon” a voe ur c'hoari diwar e anv Nemo, lakaet da hañvalout breizhekoc'h war un dro ha marteze un dave da Louis Hemon, ur skrivagner eus Brest[8]. Derc'hel a reas gant an anv-pluenn-se e vuhez-pad, koulz evit e skridoù lennegel hag evit e skridoù a yezhoniezh.

Adalek 1925 e krogas da verañ ar gelaouenn Gwalarn savet e Pariz a-gevret gant Olier Mordrel, ur stagadenn lennegel da Breiz Atao da gentañ. E brezhoneg e veze skrivet hepken. Gwalarn a zeuas da vout ur gelaouenn emren distag diouzh Breiz Atao kentizh ha 1926. Adalek 1932 e krouas Kannadig Gwalarn, a oa poblekoc'h e zanvez eget hini Gwalarn a oa uhel ha lennegel-rik.

Roparz Hemon a grogas da gelenn ar brezhoneg gant Skol dre Lizer Gwalarn, savet e 1928 pe “Brezhoneg ar vugale” d'ar memes bloavezh. Dre hanterouriezh Gwalarn e savas un dastumad testennoù aes evit an deraouidi anvet “Levriou pemp gwenneg”, skrivet en ur brezhoneg eeun.

Adalek diwezh ar bloavezhioù 1920 ez ae ingal da gendalc'hioù ar Bleun-Brug a-benn arvestiñ ouzh ar pezhioù-c'hoari savet gant Tangi Malmanche pe veleion 'zo, a-benn o diverrañ evit Gwalarn. Enno e reas anaoudegezh gant tud eus an emsav kristen evel Yann-Vari Perrot ha Maodez Glanndour. Daoust dezhañ bout neptu a-fet relijion e komprenas Roparz Hemon e oa katoliked dreist-holl eus lennerion ar brezhoneg. Klask a reas skignañ e levrioù evit ar vugale er skolioù kristen, o vout ma oa an darn vrasañ eus lennerion Gwalarn mistri-skol en deskadurezh katolik. Adalek 1937 e kemmeskas e oberenn "Brezhoneg ar vugale" gant ar striv renet gant Remont ar Porzh eus ar Bleun-Brug, evit lakaat brezhoneg er skolioù kristen dindan anv "Ar Brezhoneg er skolioù"[9].

Roparz Hemon e-kerzh an eil Brezel-bed.

Enrollet el lu gall e voe lakaet da servijout e kreizenn jubennourion an arme en Auxi-le-Château (Pas-de-Calais). Gloazet e voe e penn-kentañ ar brezel gant ur strinker-tan e Crécy-en-Ponthieu (Arondisamant Abbeville, er Somme), d'an 23 a viz Mae 1940. Prizoniad e teuas da vout d'ar 24 a viz Mae 1940 ha kaset da ospital Saint-Riquier (Somme). Toullbac'het e voe e kamp Alexisdorf hag en unan arall e-tal Berlin e-men e veze tolpet Brezhoned gant Alamaned a-benn o lakaat da labourat a-enep Bro-C'hall.

Distro da Vreizh e kendalc'has da verañ Gwalarn. Meur a gelaouenn a roas lañs dezho e-pad ar brezel : ar gelaouenn Sterenn savet e 1940, un dastumad skridoù lennegel pe skiantel, hag ar gelaouenn Arvor a savas e 1941, ur gelaouenn divyezhek er penn-kentañ, hag e brezhoneg hepken buan-kenañ, graet evit an holl, e doare kent Kannadig Gwalarn a oa aet da get en abeg d'ar brezel. Er gelaouenn Arvor e skrivas meur a bennad enep-yuzev dre an anv-pluenn "Pendaran".[10]

D'ar 1 a viz Kerzu 1940 e sinas a-gevret gant Markiz an Estourbeillon ha Frañsez Jaffrennou ur reketig anvet Placet au Maréchal Pétain, Chef de l’État Français ("Plased d'ar marichal Pétain, Arlevier ar Stad-C’hall") evit ma vije kelennet ar brezhoneg er skolioù[11].

Distrujet e voe e ranndi e Brest gant ur vombezadeg da zeiz Lun Fask 1941 en 12, plasenn La Tour d'Auvergne. Dilojañ a reas da Wengamp da gentañ, d'ar 7, straed ar Salioù. War-lerc'h ez eas da Roazhon da vevañ adalek ar 1añ a viz Gouere 1941. Gant distrujadenn e ranndi e Brest e kollas ur paot-mat a oberennoù en doa skrivet kent, notennoù yezhadur hag all.

Roparz Hemon en L'Heure Bretonne - 13 a viz Even 1942

Dont a reas da vout speaker war Radio Roazon-Breiz ma teuas da vout rener da-c'houde. Labourat a rae dindan veli an Alamaned ken a-fet melestradurezh, ken a-fet kealiadurezh. Er skingomz-se e reas an abadennoù brezhonek kentañ. Sevenadurel-rik e oa an abadennoù-se. E-touesk ar pezhioù-c'hoari a ginnigas war gwagennoù Radio-Roazon e voe skignet unan eus e oberennoù : Roperzh Emmet[12]. Paeet e oa e labour gant ar Propaganda Staffel.

D'an 8 a viz Gouhere 1941 e kemeras perzh en un emvod a-benn peurunvaniñ doare-skrivañ ar brezhoneg. Se a oa diwezh ul luskad kroget un nebeud bloavezhioù kentoc'h, gant ar re a veze graet "peurunvanerien" anezho. En emvod en em gavas tud hag a oa boazet d'ober gant doare-skrivañ Emgleo ar Skrivagnerien, savet e 1908 gant Frañsez Vallée, evel Frañsez Kervella, Yann-Vari Perrot, Pêr Bourdellez, Fañch Elies Abeozen ha tud hag a oa boazet d'ober gant doare-skrivañ hengounel eskopti Gwened evel Loeiz Herrieu, Roperzh ar Mason pe ar yezhour an tad Le Goff. Un emglev a voe kavet dindan anv ar skritur peurunvan ha kerkent ha diwezh ar bloavezh 1941 e voe aotreet ar skolioù d'ober un eurvezh brezhoneg bep sizhun, e-maez an eurvezhioù ret. Buan a-walc'h etre 1941 ha 1942 e voe graet gant ar skritur peurunvan-se gant an emsaverion.

Dont a reas Roparz Hemon da vezañ rener ar Framm Keltiek, ur bloaz war-lerc'h e grouidigezh e miz Here 1941 gant Leo Weisgerber, un aozadur sevenadurel a vode arzourion, furcherion, enklaskerion...Ar savadur-se a hañvale bout levezonet gant an Deutsche Forschungsgemeinschaft ("Fondezon alaman evit an imbourc'h", un doare CNRS alaman[13]).
Evel ma tiskouezas fichennoù-titouriñ laosket gant an SD alaman hag adkavet gant an Amerikaned e Roazhon e 1944-1945[14] e kenlabouras gant an Alamaned ez-politikel en ur gemer perzh e savidigezh an teuliadoù a-enep ar prefed François Ripert[15].

E dibenn ar brezel e tec'has eus Roazhon war-du Alamagn en ur c'harr-samm gant broadelourion arall d'an 2 a viz Eost 1944[16]. Lakaet e voe harz warnañ e dibenn miz Meurzh/deroù miz Ebrel 1945 gant ur ged soudarded stadunanat nepell diouzh Limburg an der Lahn (Hessen). Toullbac'het e voe e Rheinbach (Nordrhein-Westfalen) kent bezañ kaset da Lille gant pennadurezhioù gall ar mare.

Prosez gant lez-varn an Dieubidigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E fin ar brezel e voe rebechet outañ e skridoù enepgall hag enepyuzev[17],[18],[19],[20],[21]. Adalek 1931 e oa pellaet diouzh lod eus e skridoù bet embannet etre 1923 ha 1929[22].

Harzet e voe, ha prosez a voe da-heul dre m'en devoa taget « surentez diavaez ar Stad ». Ar brezegenn-damall a spisa ar pezh a zisklêrias Roparz Hemon evit e zagañ hag e lakaat da vout anavezet evel den kablus : "Emziskleriañ a ran a-du, nemetken war an dachenn sevenadurel a zo hon re, gant ur c'henlabour leal gant ar pobloù a gizell an Europa Nevez dindan va daoulagad e-pad un emvod foran eus ar Framm keltiek e Roazhon."[23],[24].

Goude ur bloavezh toull-bac'h a ziarbenn e prizon Jacques Cartier e Roazhon[25] e krogas e brosez d'ar 15 a viz Meurzh 1946. En em zifenn a reas en ur lavarout e oa ur gouizieg ha n'en doa obererezh politikel sirius ebet, ha neuze levezon, pa oa dalc'het Bro-C'hall gant an Alamaned[26] ha difennet eo bet gant miliadoù a Gelted tramor o doa komzet en un doare mat anezhañ[27],[28]. Ne voe ket barnet evit ar prosez a dreitouriezh a oa bet savet enep dezhañ hogen kondaonet e voe d'ar 31 a viz Mae 1946 d'un divri vroadel e-pad dek bloavezh[29].

Diwar-neuze e kollas e statud a gelenner en deskadurezh-Stad[30].

Harlu en Iwerzhon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roparz Hemon en harlu.

Dreistbevañ a reas un nebeud amzer e Pariz ha mont kuit a reas da Iwerzhon e miz Gouhere 1947, ma labouras evit an Institute for Advanced Studies (“Savadur an imbourc'hioù araokaet”) evel kelenner hag enklasker war ar brezhoneg. Mont a rae da labourat er School of Celtic Studies (“Skol ar studioù keltiek”), en Institute for Advanced Studies, en 10 Burlington Road e Dulenn. Bevañ a reas e-pad meur a vloavezh en ti lec'hiet en 12, Norwood Park Ranelagh e Dulenn. Gant ur Breizhad yaouank, Anton ar Roue e anv[31], e veve eno. Biskoazh ne zistroas da Vreizh.

War-lerc'h ar brezel e chomas Roparz Hemon meur a vloavezh hep ober tra pe dra a-fet Emsav. E 1951 e tivizas diazezañ ur strollad nevez, stag ouzh ar C'hendalc'h Keltiek. Dre ul lizher deiziadet d'ar 24 a viz Gwengolo 1951 en doa goulennet an emsaver gant danvez izili Skourr Breizh ar C'hendalc'h Keltiek en em vodañ e Gwengamp d'an 3 a viz Du, e ti Vefa de Bellaing. Meur a emsaver en em gavas en emvod-se, war galv Roparz Hemon, evel Marsel Klerg, Pêr Denez, Maodez Glanndour, Ronan Huon, Roperzh ar Mason, da lavarout eo rummad nevez an emsaverion. Roparz Hemon n'edo ket en emvod-se, met dre e baeroniezh e voe roet lañs d'ul luskad nevez en Emsav[32].
Hervez testeni Per Denez hag Alan Heussaf[33], ne glaskas ker Roparz Hemon kaout ur vuhez sokial en Iwerzhon hag e reas nebeud a veajoù er-maezh Dulenn. Beuzet gant al labour skol-veur hag an hini war an embann e brezhoneg, ne voe ket prest da resev tud na ouient ket komz e brezhoneg. Ingal e veze degemeret an dud bet liammet gant ‘’Gwalarn hag Al Liamm evel Arzel Even, Ronan Huon, Per Denez. Darempredoù a veze gant an harluidi all en Iwerzhon : Alan Heusaff, Yann Goulet, Neven Henaff.

Roparz Hemon a varvas da heul un hir a gleñved. Abaoe meur a vloavezh e oa pareet gant seurezed e klinikenn e Dun Laoghaire. Mervel a reas gant krign-bev ar bouzelloù d'an 29 a viz Mezheven 1978 e ospital Sant-Visant e Droichead na Dotra dres goude bezañ klozet Geriadur istorel ar brezhoneg en ur reizhañ ar pajennoù diwezhañ war e wele ospital.

Interet e voe e bered Sant-Varzhin e Brest (karrezenn 19, renk 3 ha bez 2 adalek ar biz), gant bezañs ur bern emsaverion ha dre lidoù broadel brezhon ha prezegennoù e brezhoneg.

Kealioù hag obererezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1925 e savas Roparz Hemon ar gelaouenn Gwalarn, gant ar pal krouiñ ul lennegezh wirion evit ar brezhoneg. Gant Olier Mordrel en doa savet, da gentañ, ur stagadenn lennegel d'ar gelaouenn Breiz Atao, renet gant ar Strollad Broadel Breiz. Dont a reas ar gelaouenn lennegel Gwalarn da vezañ distag er bloaz war-lerc'h. Chom a reas rener ar gelaouenn betek 1945 ha delc'her da lakaat anezhi da zont er-maez bep daou viz ingal. Enni e veze embannet oberennoù nevez o stumm, darn anezho levezonet kreñv gant lennegezhioù ar yezhoù all (saozneg, spagnoleg, alamaneg, italianeg). Ur bochad skrivagnerien yaouank a gemeras o lañs ken e vez lavaret ez eus ul luskad lennegel anavezet dindan anv Skol Walarn. Digeriñ ar brezhoneg war ar bed a oa e bal, ha troidigezhioù e-leizh a oa bet kaset da benn, diwar Andersen, Boccaccio, Cervantes, Pouchkin, Shakespeare... Lakaat al lennegezh keltiek da vezañ anavezet a oa bet graet ivez, evel mojennoù kozh Iwerzhon hag ar Mabinogion.

En-dro dezhañ e teuas ur bagad brav a dud yaouank ez eo chomet o anv en istor ar yezh, evel Youenn Drezen, Fañch Elies (Abeozen), Loeiz ar Floc'h (Maodez Glanndour), Frañsez Kervella (Kenan Kongar), Langleiz, Jakez Riou, Meavenn, ha meur a hini all c'hoazh.

E dibenn e vuhez

Un den a breder e oa Roparz Hemon ivez, pa lenner e zastumad pennadoù Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh e weler e oa levezonet kalz gant tud evel Gandhi ha Rabindranath Tagore.
Ivona Martin a ziskleir[34] e oa ur c'hatolik anezhañ, met Youenn Olier[35] a soñj dezhañ e c'haller krediñ e vire ur seurt elevez war an arvez-se eus e vuhez diabarzh, evel war arvezioù all anezhi. "Dre-se n'eus ket da ober anezhañ ur c'hatolik hep n'en dije diarc'het e-unan ar perzh-se".

A-du-krenn e oa ivez gant an esperanteg, ur yezh etrebroadel. Ur benveg evitañ evit sevel a-enep d'ar yezhoù “impalaer” ha da lakaat an holl yezhoù par. Sevel a reas un dastumad esperantek anvet Nord-Okcidento e 1928, ur yezhadur bihan hag ur geriadurig esperanteg-brezhoneg.

Mont d'ar bobl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ tra a reas a voe dismegañsiñ al lennegezh vrezhonek poblek, a veze lennet gant dekmiliadoù a dud war Le Courrier du Finistère (da skouer), en ur skrid gallek anvet Manifeste de Gwalarn.

«Deskadurezh ar bobl vrezhon gant ar brezhoneg» hag e «brezhoneg hepken» e oa bet mennad bras Roparz Hemon a-hed e vuhez. A-raok mont d'ar bobl avat, e oa ret kaout traoù a-zoare da ginnig dezhi, ha binvioù a-feson ivez. Setu perak e savas Skol dre lizer Gwalarn (1928) ha Kannadig Gwalarn (1932) evit an holl.

Ur benveg all evit deskiñ brezhoneg buan, pe deskiñ lenn buan, e voe ar brezhoneg eeun, ur roll gerioù diazez, a gaver e pep rannyezh, un tammig en tu-hont da 1000 ger (1935), ha geriadurioù ha yezhadurioù bihan ha marc'had-mat.

Lakaat ar vugale d'ober gant ar brezhoneg a oa ivez ur pal bras evitañ, pa ne vezent ket skoliataet en o yezh, ha pa veze enebet garv ouzh ar brezhoneg er skolioù, a zo gwashoc'h. Setu pal Brezoneg ar vugale (1928) hag an dastumad “Levriou pemp gwenneg”.

Labour en harlu

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust da se e kendalc'has da labourat dizehan evit ar brezhoneg, labourioù gouiziek koulz ha traoù dudi pe lennegezh wirion. Kenderc'hel a reas da skrivañ e meur a stil (barzhoniezh, c'hoariva, romantoù, yezhadurioù, geriadurioù, arnodskridoù, levrioù evit ar re yaouank). Sevel a reas ar gelaouenn Ar Bed keltiek e miz Genver 1952 ha kenlabourat a reas gant ar gelaouenn Al Liamm (renet gant Ronan Huon) a zo ur meni heuliadenn da Gwalarn. Betek miz Kerzu 1970 e voe embannet Ar Bed keltiek. Tost ouzh danvez Kannadig Gwalarn pe hini Arvor e voe endalc’h ar miziek-se Da gentañ, ar gelaouenn-se a oa bizskrivet gant Roparz Hemon e-unan e Dulenn, hogen war-lerc'h e kemeras Ivona Martin ar gefridi d'he bizskrivañ, hag e veze embannet e Brest ma oa-hi o chom. Alan Heussaff, dreist-holl, a skrive kalz e-barzh : hennezh a oa en harlu en Iwerzhon ivez, ha darempredoù stank en doa gant Roparz Hemon.

Kreizenn sevenadurel Roparz Hemon e Gwengamp e 2003.

Enorioù en Emsav

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar savadurioù sevenadurel brezhonek o deus rentet klod dezhañ meur a wezh, anaoudek eus e labour ramzel evit ar brezhoneg. Ur Priz Roparz Hemon zo bet krouet.

E labour war ar yezh ha war al lennegezh zo bet kendalc'het gant meur a yezhour hag a skrivagner en tier-embann Al Liamm, Preder, Imbourc'h, Aber... Meur a wezh eo bet adembannet e oberennoù ha pouezus eo e gelennadurezh en Emsav hiziv-an-deiz c'hoazh. E bezhioù c'hoari a vez c'hoariet gant meur a strollad evel Strollad ar Vro Bagan pe c'hoazh er skinwel, evel Meurlarjez[36] pe Al laer avel[37].

Skolaj kentañ Diwan er Releg-Kerhuon a voe badezet diouzh e anv evel ar greizenn sevenadurel e Gwengamp. Ar geriadur hollvrezhonek kentañ a voe dediet dezhañ[38].

Bilhed 20 lur arveret e-pad Gouel broadel ar brezhoneg.

Meur a straed zo bet badezet diouzh Roparz Hemon e Breizh, evel e Pempoull pe e Plouzeniel.

E-pad ar bloavezhioù 1990 e oa bilhedoù bank arveret war lec'h Gouel Broadel ar brezhoneg, dre fent hag evit paeañ ar marc'hadourezhioù a veze kavet war an dachenn fest. Unan anezho a oa gouestlet da Roparz Hemon hag un dalvoudegezh a ugent lur en doa.

Tabutoù a-zivout Roparz Hemon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1998, skourr MRAP Il-ha-Gwilen, diwar vroud hag atiz Françoise Morvan, a savas trouz a-enep an enor a reas Skol-Uhel Ar Vro da goun Roparz Hemon, en ur lakaat war-wel e obererezh e-pad an eil Brezel-bed.

E-tro ar bloavezh 2000 e savas tabut bras en-dro da vrud Roparz Hemon, pa voe tamallet outañ, da gentañ-penn, e emzalc’h da vare ar Brezel hag un nebeud frazennoù bet skrivet er mare-se ivez evit ar braz anezho, e enebiezh e-keñver an divyezhegezh hag e sell war ar yezh. Ken ma voe divadezet skolaj Diwan Roparz Hemon er Releg-Kerhuon e 2000, ha Kreizenn sevenadurel Gwengamp un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. Renet e oa an divrudadeg-se gant aozadurioù ha metoù enebet groñs ouzh ar brezhoneg pe reoù a gav dezho n’eus dazont ebet da gaout evit ar brezhoneg. E 2005 e voe distaolet ar panell « Roparz Hemon » a oa stag ouzh moger Kreizenn sevenadurel Gwengamp.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liesseurt eo oberenn divent Roparz Hemon. Lennegel kentoc'h da gentañ, ha skrivet e brezhoneg dreist-holl hag un tammig e galleg ha tolpet er gelaouenn Gwalarn a-raok ar Brezel-bed, e teuas da vout ul labour a ouiziegezh skrivet e saozneg e-ser kenderc'hel da skrivañ levrioù ha pennadoù brezhonek embannet gant an ti-embann hag ar gelaouenn Al Liamm.

Oberenn lennegel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kelaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gwalarn, 1925-1944 (er penn anezhi eus an niverenn gentañ betek an hini diwezhañ)
  • Sterenn, 1941-1943; reiñ a reas da embann pep miz unskridoù brezhonek e stumm ul levr, un nebeud anezho kempennet gantañ.
  • Ar Bed Keltiek, 1959-1971. Ar gelaouenn a veze renet gantañ eus Iwerzhon hag embannet evit Breizhiz dreist-holl.
Skritell Meurlarjez, c'hoariet gant Strollad ar Vro Bagan e 1976.
  • An Den a netra, 1927 ;
  • Meurlarjez, 1952 ;
  • C’hoariva, div zastumadenn embannet e 1979
Kleier eured, Skridoù Breizh, 1943.
  • Barzhonegoù, Skridou Breiz, 1943, adembannet gant Embannadurioù Al Liamm e 1967.
    • en o zouez Pirc'hirin ar mor a vez gwelet evel a varzhoneg gwellañ gant lod. Skrivet en doe daou barzhoneg hir pa voe e Dulenn : Kanenn evit Deiz an Anaon (1948) ha Galv ar bezioù (1957).

Eñvorennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Eñvorennoù, 1947 Al Liamm, adembannet gant Al Liamm e 1998 ;
  • An dud am eus anavezet, Mouladurioù Hor Yezh, 2008

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skridoù diechu

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù a ouiziegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh, Al Liamm, 1972.

Arnodskridoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kelennerezh ha yezhouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An doare-skriva nevez, Imprimerie Centrale de Rennes, 1945
  • Distagadur ar brezhoneg, 1928 ;
  • Précis de Grammaire bretonne, Brest, Moulerez Stread ar C'hastell, 1928.
  • Dictionnaire breton-français et français-breton. Meur a embannadur adalek 1928 betek 1970 ;
  • Yezhadur berr ar brezhoneg, meur a embannadur adalek 1928 betek 1979 ;
  • L'Orthographe bretonne, Brest, Moulerez Stread ar C'hastell, 1929 ;
  • Cours élémentaire de breton, Rennes, 1932 (ISBN B0000DV9R9).
  • Teñzor ar gwenedeg, Gwalarn, 1935 ;
  • Geriadurig gallek-brezhonek an troioù-lavar poblel, 1935, 1962, 1990, Hor Yezh ;
  • Grammaire bretonne, ha La Prononciation bretonne da heul, Brest, Gwalarn, 1940 ;
  • Les Mots du breton usuel classés d'après le sens ; Brest, emb. de Bretagne, 1942, (ISBN B0000DPLFZ) ;
  • Méthode rapide de breton, 1942 (ISBN B0000DUM0V) ;
  • An doare-skriva nevez ; Rennes, Imprimerie Centrale de Rennes, 1945
  • Geriadur istorel ar brezhoneg, Dictionnaire historique du breton, Preder, 36 rann, adalek 1958 betek 1991 (ISBN 2-901383-01-7);
  • Cours élémentaire de breton, 1975, (ISBN B0000DRE3H) ;
  • A historical morphology and syntax of Breton, Institute for Adanced Studies, 1975 ;
  • Geriadurig gallek-brezhonek an troioù-lavar poblel, Hor Yezh, 1990 ;
  • Yezhadur istorel ar brezhoneg, lakaet e brezhoneg gant Alan Dipode, Hor Yezh, 1998 (ISBN 2-910699-36-6) ;
  • Alc'hwez ar brezhoneg eeun (ISBN 2-86863-126-6).

Studi al lennegezh kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Christmas Hymns in the Vannes dialect of breton, Dublin, Institute for advanced studies, 1956 ;
  • Trois poèmes en moyen-breton, troet ha notennet gant Roparz Hemon (Tremenuan an ytron Maria - Pemzec leuenez Maria - Buhez mab den), Dublin, Institute for Advanced Studies, School of Celtic Studies, 1962, XXIV+172 p (ISBN 1-85500-063-6) ;
  • Les fragments de la Destruction de Jérusalem et des Amours du Vieillard (testennoù e krennvrezhoneg), troet ha notennet, Dublin, Dublin Institute for Advanced Studies, 1969, XXXII+448 p. ;
  • Doctrin an Christenien (testenn eus 1622 e krennvrezhoneg gant un doare c'hallek hag un doare e brezhoneg kempred eus testenn 1677, gant rakskrid ha notennoù), Dublin, Dublin Institute for Advanced Studies, School of Celtic Studies, 1977, XII+84 p. ;
  • Danevelloù kozh danvez Breizh, Hor Yezh, 1992, 164 f. ;
  • Testennoù evit ar studi (An Mirouer a confession (1621), An Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff, La Resurection de Jesus Christ en forme de tragedy en air bretton, La Création), Hor Yezh, n° 200, 1994 ;
  • Ar Varn diwezhañ (pezh-c'hoari eus an XVIIIvet kantved), Sant-Brieg, Skol, 1998.

Studiadennoù a-zivout Roparz Hemon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
La radio en langue bretonne, Roparz Hemon et Pierre-Jakez Hélias, Ronan Le Calvez, 2000.

Meur a studiadenn zo bet gouestlet da studiañ oberennoù ha buhez Roparz Hemon :[39]

  • “Roparz Hemon ha brezhoneg ar vugale”, Pêr Denez, niverenn 37 Hor Yezh, 1965 ;
  • “ Eus Gwarizi vras Emer da vMari Vorgan”, Pierrette Kermoal, niverenn 91 Preder, 1967 ;
  • “O sellout war va c'hiz”, Youenn Olier, Imbourc'h, 1968 ;
  • “Faltazi Roparz Hemon”, A. Even, niverenn 142 Al Liamm, 1970 ;
  • Skol Walarn I - Un tonkad hag un oberenn (Roparz Hemon), Youenn Olier, Roazhon, Imbourc'h, 1974 192 b. ; adembannet ha kresket e 1995, 291 b. ;
  • “Lenn ha dilenn : Nann Jenni”, M. Briant, Pobl Vreizh, n. 62, p. 6, 1975 ;
  • “Mortuach Roparz Hemon”, Herve Latimier, niverenn 103 Pobl Vreizh, 1978 ;
  • Niverenn 190 Al Liamm gouestlet da Roparz Hemon da-geñver e varv e 1978 :
    • ”Roparz Hemon e Dulenn”, A. Heussaff, niverenn 190 Al Liamm, 1978 ;
    • “Roparz Hemon, bloavezhioù hag oberennoù pennañ”, Ronan Huon, niverenn 190 Al Liamm, 1978 ;
    • “Va breur, p'edomp yaouank ha koshoc'h”, A. Nemo, niverenn 190 Al Liamm, 1978 ;
  • “Nécrologie de Roparz Hemon”, Yann-Ber Piriou, niverenn 177 Le peuple breton, 1978 ;
  • “Roparz Hemon de gauche à droite”, P. Rannou, niverenn 29 Canard de Nantes à Brest, 1979 ;
  • “Roparz Hemon : 1900-1978”, Sylvia Morgan, niverennoù 14-15 Studia Celtica, 1980 ;
  • “Introduction à la traduction française de la Marie-Morgane”, Gwion Etienne, Presses d'aujourd'hui, 1981 ;
  • “Roparz Hemon, gouestlad gant ar brezhoneg e-pad 50 vloaz”, Fañch Morvannou, niverenn 23 Planedenn, 1985 ;
  • “Hag eo Roparz Hemon eun doue ?”, J. Salaun, niverenn 96 Brud Nevez, 1986 ;
  • “Un demi-siècle au service du breton : Roparz Hemon”, Fañch Morvannou, Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, 1987 ;
  • “Comment j'ai connu Louis Némo”, P. Laurent, niverenn 24 Dalc'homp soñj, 1988 ;
  • “Al laer avel”, Mikael Madeg, niverenn 121 Brud Nevez, 1989 ;
  • “Roparz Hemon, hor mestr”, Frañsez Kervella, levrig Gwalarn, 1989 ;
  • “Al laer avel”, Ronan Huon, niverenn 252 Al Liamm, 1989 ;
  • ”Roll oberennoù Roparz Hemon”, P. Penneg, niverennoù 192 da 194, 251, 252 da 256 Al Liamm, 1979-1989 ;
  • “Roparz Hemon et l'art dramatique breton”, R. Caouissin, Gwalarn, 1989 ;
  • “Roparz Hemon (1900-1978), Dalc'homp soñj, Yves Tymen ren., An Oriant, 187 p. (testennoù gant Vefa de Bellaing, Yann Bouessel du Bourg, Herri Caouissin, Per Denez, Yann Gwegen, Alan Heusaff, Ronan Huon, Pierre Laurent, Ivona Martin, Aimée Nemo, Yves Tymen) 1990 (ISBN 2-905929-08-X) ;
  • “Un tonkad hag un oberenn”, Youenn Olier, Imbourc'h, 1990 ;
  • Eibhlín Ní Chatailriabhaigh & Malachy McKenna (renerezh), Roparzh Hemon : Kounioù & hengoun lennegel ar brezhoneg = Roparz Hemon : Cuimhní cinn agus liteatha na Briotdinise’’, 3 brezegenn dalc’het e Dulenn d’an 15-16 Mezheven 1990 dindan atiz Áras Bhord na Gaeilge, Baile Atha Cliath, Coiscéim, 1990. Da-heul, ur studiadenn diwar-benn Yann Goulet, savet gant Eibhlín Ní Chatailriabhaigh.
  • “La radio en langue bretonne, R. Hemon et P.J.Helias, deux rêves de la Bretagne”, R. Calvez, PUR, tezenn soutenet e miz Kerzu 1999 e Skol-veur Brest, 2000 (ISBN 2-86847-534-5);
  • “Roparz Hemon”, S. Danielou, Frañs 3 (abadenn skinwel), 2000 ;
  • “Gweltre an hunvre”, F. Lannuzel, niverenn 326 Al Liamm, 2001 ;
  • Aborigène Occidental, M; Treger, Mille et une nuits, 2004. Burutellat a ra hentenn Ronan Calvez ha Françoise Morvan a-zivout o studiadennoù diwar-benn Roparz Hemon ;
  • “Brest en oberenn Roparz Hemon”, Jorj Abherve-Gwegen, niverenn 32 Aber, 2008 ;
  • Arthur et David - Bretons et Juifs sous l'Occupation, Y. Mervin, Yoran Embanner, 2011 ;
  • “War roudoù Roparz Hemon – War glask ar gêr aet da get”, Jorj Abherve-Gwegen, niverenn 52 Aber, 2013;
  • “Mojenn ha kan a van...”, a-zivout Porzh, gant Roparz Hemon”, Pierrette Kermoal, niverenn 52 Aber, 2013 (...)
  • Ha ret eo lazhañ Roparz Hemon ?, Even Gwalereg, Sav Breizh, niv. 2, p. 46
  • La Littérature en langue bretonne des origines à nos jours, skipailh renet gant Cédric Choplin & alii, Gourin, ti-embann Les Montagnes noires, 2024, p. 137-138, 140-143, 147, 192, 194-197 & passim.

Ereoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ereoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Gw. "Roparz Hemon", Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Frañsez Favereau, levrenn 2, p. 265.
  2. ”Eus al latin nec homo, o talvezout kement ha “den ebet” “ Roparz Hemon, Frañsez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, levrenn 2 “Breiz Atao hag ar re all el lennegezh “1919/1945, pajenn 265.
  3. ”Eus Brest da Gonk-Leon, war roudoù Roparz Hemon”, Jorj Abherve-Gwegen, niverenn 52 Aber.
  4. Selaouit mouezh Roparz Hemon.
  5. ”Frañsez Vallée”, Roparz Hemon, niverenn 16 Al Liamm, Gwengolo-Here 1949.
  6. Gw. “Roparz Hemon”, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Frañsez Favereau, levrenn 2, p. 266.
  7. En un notenn eus ar Renseignements Généraux gall eus 1945 e kaver kement-mañ diwar e benn : “Bon professeur, pas connu” (“Kelenner mat, dianav”).
  8. Gw. “Roparz Hemon, hor mestr”, Frañsez Kervella, 1989.
  9. Skol Walarn, un tonkad hag un oberenn, Youenn Olier, emb. Imbourc'h, 1995, pajenn 10.
  10. Gw. « Roparz Hémon, Arvor, l'antisémitisme et le PNB, en janvier 1944 » war load al Libre Pensée. Dindan an anv-pluenn Pendaran (evel ma tiskouez Georges Cadiou en e levr L'hermine et la croix gammée : le mouvement breton et la collaboration, Mango, 2001, 262 bajenn, p. 139) ha neuze, e 1990, er gelaouenn Dalc'homp Sonj ez eo anavezet, pajenn 47, gant Yann Bouessel du Bourg : « E berzh hiniennel zo divent pe dindan e anv-pluenn boutin (Roparz Hemon) pe dindan hini Pendaran. » Anna Debauvais a lavar : «sinañ a ra Pendaran » (Fransez Debauvais, levrenn 3, p. 197)) hag e skriv :
    • « Er memes pennad evel Loeiz Herrieu, (...) e kavomp ur skouer eus e c'houlennoù (...) e vefe Breizh paneve an dornad dud yuzevekaet a gred hon ren (...) », e niverenn 16 d'an 20 a viz Ebrel 1941 ;
    • « An trede Republik he deus skuilhet er bobl ur sevenadur diazezet war kevrin an dispac'h gall, adwelet ha reizhet gant ar strollad radikal, gant, gwell eo en lavarout, kenlabour ar Yuzevion hag al lojoù ; sevenadur ma vez an divez a fell mont e-maez an dogmoù relijiel» e niverenn 2 d'ar c'hentañ a viz Even 1941.
  11. Gw. Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Levrenn gentañ, Frañsez Favereau, pajenn 71.
  12. Skol Walarn, un tonkad hag un oberenn, Youenn Olier, pajenn 11.
  13. Lionel Boissou, « L'Allemagne et le nationalisme breton (1939-1945) », in Bretagne et identités régionales durant la Seconde Guerre mondiale, dindan renerezh Christian Bougeard, Brest, Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek, 2002, p. 332. Bout ez eus c'hoazh eus ar savadur-se en deiz a hiziv.
  14. Gw. Le Bezen Perrot, Kristian Hamon, Yoran embanner.
  15. Henri Fréville (1985), Archives secrètes de la Bretagne. Embannadur Ouest-France, 2004, p. 178.
  16. « E-pad kentañ devezhioù miz Eost» 1944, « pa oa al luskad alaman o kuitaat Roazhon, e tegasjont C. Lainé, Marcel Guieysse, e wreg hag e verc'h, e skoazeller Ange Péresse gant e familh, Roparz Hemon ha stourmerion dizalc'her vrezhon, war un dro gant luourion ar Bezen Perrot, gwisket ganto o dilhad lu alaman. » Yann Fouéré, La Patrie interdite, Histoire d'un Breton, France Empire, 1987, p. 323.
  17. « La Troisième République française a répandu dans le peuple une culture axée sur la mystique de la Révolution de 1789, revue et corrigée par le parti radical, avec, cela va sans dire, la collaboration des Juifs et des Loges ; culture où la morale, surtout négative, veut échapper aux dogmes religieux, où les sciences dites exactes prennent le pas sur les sciences d'observation, où l'histoire obéit aux concepts jacobins, où la littérature se réclame du monde gréco-latin », in Pendaran « Culte et culture », en Arvor niverenn 22, d'ar 1 a viz Even 1944.
  18. « L'histoire de Bretagne, croyons-nous, est au programme des écoles, et obligatoirement les petits Bretons doivent apprendre que les Celtes ont subi plusieurs siècles de honte et d'esclavage, depuis le temps où les légions romaines débarquaient dans l'île de Bretagne jusqu'au temps où feu Marianne livrait notre pays à ses juifs », in Pendaran, « Me a lenno dans les écoles », Arvor niverenn 81, 26 Gouhere 1942.
  19. Er memes pennad evel Loeiz Herrieu e kaver, «(…) nous trouvons un exemple de ces revendications (…) que toute la Bretagne, à part la poignée d'enjuivés qui croient si naïvement pouvoir encore nous gouverner (…) nous construisons et nous agissons. Quelques-uns de nos ennemis s'en sont aperçus déjà à leurs dépens.» in Pendaran, « Les petits ruisseaux… », Arvor niverenn 16, 20 Ebrel 1941.
  20. Ur c'hoari-gerioù war Pons-Pilat, ar marechal Philippe Pétain hag ar Yuzevion e Arvor, niverenn 155, p. 4, 9 Genver 1944.
  21. «La Bretagne n'a qu'une langue : le breton. Le français n'est qu'une langue étrangère. Bien qu'il soit, et qu'il sera encore utilisé parmi nous, bannir le français est notre but. Tant qu'il restera un francisant dans notre pays, ce sera un de trop.» in Arvor, niv. 74, 7 Even 1942.
  22. Gw. rakskrid kentañ (1931) Eur Breizhad oc'h adkavout Breizh.
  23. "Je me déclare, me tenant sur le terrain strictement culturel qui est le nôtre, partisan d'une collaboration loyale avec les peuples qui façonnent sous mes yeux l'Europe Nouvelle lors d'une réunion publique de l'Institut celtique au théâtre municipal de Rennes", Ronan Calvez, La Radio en Langue bretonne. Roparz Hemon et Pierre-Jakez Hélias : deux rêves de la Bretagne, Presses Universitaires de Rennes, 2000, p. 68.
  24. Ronan Caerléon, Complots pour une République bretonne: les dossiers secrets de l'autonomisme breton, La Table ronde, 1967, 384 fajenn, p. 301.
  25. Skol Walarn, un tonkad hag un oberenn, Youenn Olier, pajenn 6.
  26. Georges Cadiou, 2001, p. 139.
  27. Geneviève Vermes, Vingt-cinq communautés linguistiques de la France: Langues régionales et langues non territorialisées, L'Harmattan, 1988, levrenn 1, 422 bajenn, p. 120 (ISBN 2858029083).
  28. Il parvint environ trois mille dépositions en sa faveur, émanant des milieux culturels européens, des autres pays celtiques, aussi d'hommes politiques comme le ministre britannique Ernest Bevin.
  29. Michel Denis, Mouvement breton et fascisme. Signification de l'échec du second Emsav, aktoù ar gendael Régions et régionalisme en France du XVIIIe à nos jours, PUF, 1977, hag a ra meneg eus ur pennad embannet er gelaouenn Preder e 1961.
  30. Diwezh ur prosez, pennad e Tir na n-Og ni. 1, p. 2
  31. Hervez Alan Heusaf « Graet e veze (e ti Roparz Hemon) war-dro ar gegin hag al liorzh gant ur Breizhad all, Anton ar Roue". Meneget e-barzh Eibhlín Ní Chatailriabhaigh & Malachy McKenna (renerezh), Roparzh Hemon : Kounioù & hengoun lennegel ar brezhoneg…, Dulenn, 1990, p. 32.
  32. Skol Walarn, Un tonkad hag un oberenn, Youenn Olier, Imbourc'h, 1995, pajennoù 14-15.
  33. Cf. Al levr brezhoneg-iwerzhoneg Roparzh Hemon : Kounioù & hengoun lennegel ar brezhoneg embannet e 1990 gant Bhord na Gaeilge dindan renerezh Eibhlín Ní Chatailriabhaigh ha Malachy McKenna.
  34. Niv. 310 Imbourc'h p. 17-21.
  35. Y. Olier, Skol Walarn, levrenn 1. Roparz Hemon : un tonkad hag un oberenn’’, Imbourc'h, 1995.
  36. Meurlarjez, Frañs 3, 1989.
  37. Al laer avel, Frañs 3, 1990.
  38. Geriadur brezhoneg An Here, 2001.
  39. Gw. Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Levrenn 2 “Breiz atao hag ar re all el lennegezh (1919/1944)”, Frañsez Favereau, Skol Vreizh, 2003, pp. 289 – 290.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.