Marsel Klerg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Marsel Klerg
Marsel Klerg
Klerg e Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien e 1965
Anv pluenn Klerg
Marsel Klerg
Klerg Llydaw
Kloareg ar Menez
Obererezh Saver skridoù a feiz, troer, yezhoniour, dastumer
Ganedigezh D'an 12 a viz Du 1912
e Plezeved, Breizh Breizh
Marvidigezh D'an 28 a viz Gouere 1984
e Bear, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg

Marsel Klerg (1912-1984), pe Marcel Le Clerc hervez e anv ofisiel, a oa ur beleg katolik, un emsaver hag ur skrivagner brezhonek. Anavezet eo ivez gant an anv Klerg hepken, ha gant ar stumm diwezhañ-mañ eo e rae-eñ peurvuiañ en eil lodenn eus e vuhez. Un den desket-bras war ar relijion e oa, war al lennegezh ha war meur a yezh (evel ar galleg, gallaoueg, latin, gresianeg, okitaneg, kembraeg...). Lakaet en deus barzhaz Aneirin ha barzhaz Llywarch Hen e brezhoneg.

Taolenn

[kemmañ] Buhez

Ganet e oa bet e Plezeved (Plouvael gantañ) d'an 12 a viz Du 1912. Skoliataet eo bet e Sant Charlez, Sant-Brieg, a-raok mont da gloerdi bras ar gêr-se. Beleget e voe e 1936. Desket en deus komz brezhoneg gant ar person Pêr-Mari Lec'hvien, pa oa kure e Kemper-Gwezhenneg, ha gant tud Ploubêr, e-lec'h ma oa kure e 1942. Goude marv kriz e berson kozh, drouklazhet gant ar Rezistanted e 1944, e stagas Klerg da stourm evit difenn ar brezhoneg. Bet eo kadoriad kentañ Kuzul ar Brezhoneg (1959-1964).

Bet eo Klerg rener ar gelaouenn vrezhonek Barr-Heol war Feiz ha Breizh a oa embannet neuze e Ploubêr, e-kichen Lannuon. E Bulien ez eo bet embannet ar gelaouenn-se etre 1953 ha 1978, dre ma oa bet anvet Klerg eno. Da gentañ e oa ar gelaouenn-se Bleuñ-Brug Aodoù-an-Hanternoz. Daoust d'he anv ne oa ket ur gelaouenn relijiel da vat, met ur seurt magazin gant ur spered breton ha katolik kentoc'h. E-pad pell eo bet an aotrou Armañs ar C'halvez skoazeller brasañ Marsel Klerg evit embann Barr-Heol.

Bet eo Klerg ivez an hini en deus lakaet da Añjela Duval da skrivañ. Bez' en doa kalz a zoujañs eviti.

Labouret en deus kalz evit ar brezhoneg, a-benn kas e erv war-raok, abalamour ma kave dezhañ e oa dipitus stad ar Vretoned d'ar c'houlz-se. Fellout a rae dezhañ digeriñ stalioù ha reiñ labour d’ar Vretoned, digeriñ skolioù e brezhoneg evit ar vugale, lakaat ar pennoù da grouiñ ur vuhez vrezhon vodern.

Dastumet en deus marvailhoù brezhonek e Ploubêr, digant Eujen Brigant da skouer, er C'houerc'had hag e Bulien.

Graet en deus kalz war-dro skridoù relijiel. Troidigezhioù relijiel e-leizh en deus kaset, moulet en deus levrioù liderezh, evel Pediñ an amzer a-vremañ, embannet gant an aotrou Joseph Lec'hvien, person Kergrist-Moeloù ha rener an Tour-tan.

Marvet eo e Bear d'an 28 a viz Gouere 1984.

[kemmañ] Oberennoù

[kemmañ] Relijion

Labouret en deus kalz evit reiñ d'e genvreudeur peadra d'ober o lidoù hag o fedennoù e brezhoneg.

  • Ar bibl santel, 1954
  • Ar bibl santel : Habakouk, 1955
  • Aviel sant Mark, Emb. Barr-Heol, 1959
  • Sulioù ar C'horaiz ha Sul Fask, Emb. Barr-Heol, 1961
  • Aviel santel hervez Lukaz, Emb. Barr-Heol, 1964
  • Skritur sakr : Lizher da Filemon, 1964
  • Ofisoù ar C'horaiz hag ar Basion, Emb. Barr-Heol, 1965
  • Ofisoù ar Pentekost ha gouelioù ar sent, Emb. Barr-Heol, 1965
  • Leksional 3, Emb. Barr-Heol, 1970
  • Ritual ar briedelezh, Emb. Barr-Heol
  • Badeziant ar vugale, Emb. Barr-Heol
  • Lidoù ar goñfirmasion, Emb. Barr-Heol
  • Lennadurioù kristen. I. Azvent. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. II
  • Lennadurioù kristen. III. Amzer Fask. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. IV. Amzer ordinal A. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. V. Amzer ordinal B. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. VI. Amzer ordinal C. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. VII. Amzer ordinal D. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. VIII. Gouelioù ar Sent. Genver-Ebrel. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. IX. Gouelioù ar Sent. Mae-Mezheven. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. X. Gouelioù ar Sent. Gouere-Eost. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. XI. Gouelioù ar Sent. Gwengolo-Here. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. XII. Gouelioù ar Sent. Du-Kerzu. Imbourc'h

[kemmañ] Troidigezhioù

-diwar ar galleg:

  • Seurez Kerwenan (Dom Duchauchix), Barr-Heol, 1962

-diwar an hengembraeg:

-diwar ar saozneg:

[kemmañ] Yezhoniezh

  • Notennoù Klerg da c'heriadur Vallée, Hor Yezh niv. 209, 1997
  • Notennoù yezh Klerg e-barzh Barr-Heol, Hor Yezh, niv. 239 ha 240, 2004
  • Krennlavarioù dastumet gant Klerg, Hor Yezh, niv. 247, 2006.

[kemmañ] Istor ha gouiziegezh

[kemmañ] Dastumadoù pennadoù, danevelloù ha kontadennoù

  • Un Deiz a viz Mae, Mouladurioù Hor Yezh
  • Faltazi an amzerioù kent, Mouladurioù Hor Yezh, 1999
  • A-greiz kalon ar vro, Mouladurioù Hor Yezh, 2007

[kemmañ] Pennadoù

Roll ar pennadoù bet skrivet gantañ el Liamm: Lec'hienn al Liamm

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all