Armañs ar C'halvez

Eus Wikipedia
Armañs ar C'halvez
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denArmans Ar C'halvez Kemmañ
Anv-bihanArmand Kemmañ
Anv-familhAr C'halvez Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Eos 1921 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKemper-Gwezhenneg Kemmañ
Deiziad ar marv4 C'hwe 1972 Kemmañ
Lec'h ar marvLannuon Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
Micherbeleg katolik, skrivagner Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ

Armañs ar C'halvez (Armand Le Calvez hervez marilhoù an ti-kêr), bet ganet e Kemper-Gwezhenneg d'an 29 a viz Eost 1921 ha marvet e Lannuon d'ar 4 a viz C'hwevrer 1972, a oa ur beleg katolik oberiant, ur brezhonegour, keltiegour ha kelennour en deus labouret kalz evit ar brezhoneg.

Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e Ploueg-ar-Mor, e Goueloù, Skol Sant Erwan, eus 1958 da 1961.

Gant evezh e studias kudennoù ar gelennadurezh divyezhek er broioù bihan evel Kembre, ar Friz pe ar Schleswig-Holstein. Adalek 1963 pe war-dro e stagas da aozañ un dezenn war an divyezhegezh e Bro-Gembre. E 1969 eo e tisplegas e dezenn dirak ur bodad-barn e Skol-Veur Roazhon hag e voe degemeret da zoktor. Embannet eo bet e dezenn e stumm ul levr galleg, gant e di-emban, Skol, e 1970, hag anvet e oa "Un cas de bilinguisme: Le Pays de Galles".

Krouiñ a reas Wanig ha Wenig, ur gelaouenn evit ar vugale a badas c'hoazh un toullad bloavezhioù war-lerc'h e varv, ar gelaouenn bedagogel Skol, ar gevredigezh Breuriezh Sant Erwan hag an hentenn-deskiñ Herve ha Nora.

Kamarad e oa da Glerg, hag eveltañ en devoa desket kembraeg. Anvet e oa bet da aluzener e skolaj Bossuet e Lannuon.

Beziet eo e Kemper-Gwezhenneg e-lec'h ma oa bet ganet ha bet kure.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Un cas de bilinguisme: Le Pays de Galles. Histoire, littérature, enseignement, Lannuon 1970.
  • Herve ha Nora, hentenn da zeskiñ brezhoneg. Skol, 1972. 4 levrig. Embannet dre offset da gentañ, moulet goude;
  • Skol, kelaouenn krouet gantañ.
  • Gwir Vretoned, un teskad kanaouennoù.