Llywarch Hen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Llywarch Hen (534-634) a oa

Repu a rankas mont da glask da rouantelezh Powys dirak aloubadeg an armeoù saoz. Eno e teuas da vezañ ur barzh brudet e penn-kentañ ar VIIvet kantved. Stag eo e anv ouzh Llanfor, e-kichen lenn Tegid, er Bala e Meirionnydd.


Taolenn

[kemmañ] Barzh

Brudet eo e varzhonegoù diwar-benn marv e genderv Urien Rheged, diwar-benn Cynddylan Pengwern ha diwar-benn e vibion-eñ.

War a greder eo gantañ a oa bet dastumet penn Urien en aerva.


Hervez ar vojenn e oa niverus e vugale, goude ma n'eo ket asur ar gont: 24 hervez ar barzh, met 39 hervez dihelloù all, hep kontañ e verc'hed. Mervel a eure e 634, d'an oad a 100 vloaz.


En e varzhonegoù ez eus kaoz eus aloubadeg Breizh-Veur gant ar Saozon. Ganto e vije bet awenet diouganoù Gwenc'hlan e Barzaz Breiz.

[kemmañ] Barzhonegoù Llywarch Hen

En IXvet kantved eo bet skrivet ar barzhonegoù Canu Llywarch Hen, ha Canu Heledd . N'ouzer ket gant piv int bet skrivet. Meneg a zo graet gant ar barzh eus anv an daou zen-se: unan a anezhe a veve er VIvet kantved, egile er VIIvet.

E Canu Heledd ez eus kaoz eus rouaned Pengwern , eus Geraint, eus emgann Llongborth, a vez lakaet war e anv.

Disheñvel avat e varzhonegoù diouzh re Taliesin hag Aneirin en e raok dre ma tispak enne e drivliadoù personel en ur zerc'hel d'an hengoun harozel.

Barzhonegoù istorel int en un doare eta, ha kaoz enne eus ar stourm enep ar Saozon, eus 24 mab Llywarch hag eus Cynddylan, breur Heledd, bet lazhet en emgann.

[kemmañ] Un darn

Stafell Gynddylan ys tywyll heno

Heb dan, heb deulu

Hidl fy neigr men yd gynnu.

Teval eo kambr Kenzelan henozh / Hep tan, hep tiegezh / ... ma daeroù...

[kemmañ] Levrioù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all