Brezhoneg eeun

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar brezhoneg eeun a oa un dibab mil ger brezhonek, da zeskiñ d'ar vrezhonegerien lenn ha skrivañ o yezh da gentañ, hag aesaat deskiñ ar yezh d'ar re all. Ijinet e oa bet e 1935 gant Roparz Hemon.

Taolenn

[kemmañ] Orin

Kemeret en doa da skouer ar Simple English, pe Basic English, krouet gant Charles Kay Ogden, evit kelenn saozneg, ha kinniget el levr Basic English: A General Introduction with Rules and Grammar embannet e 1930.

Kemend-all a vo graet evit ar galleg ivez er bloavezhioù 1950 gant ar français fondamental savet evit kelenn galleg d'an estrenien ha da bobloù an impalaeriezh trevadennel c'hall a oa da vezañ gallekaet.

[kemmañ] Petra eo ?

Un doare aes da lenn ha skrivañ brezhoneg eo ar brezhoneg eeun.

E saozneg e oa ar skouer pa oa bet krouet ar roll-gerioù ha savet e oa bet ur roll eus ar brezhoneg pemdez, mil ger ennañ, gant Roparz Hemon, evit ma vefe aesoc'h al lenn d'ar re a gomañs da zeskiñ brezhoneg. Embannet e oa bet e 1935.

[kemmañ] Lennadurezh

[kemmañ] Diwar-benn ar brezhoneg eeun gant Roparz Hemon

  • Alc'hwez ar brezhoneg eeun ; La clef du breton simple, Gwalarn (83), 1935 ; adembannet e 2001 gant Mouladurioù Hor Yezh ;
  • Penaos eo bet savet roll-gerioù ar 'brezhoneg eeun' , Gwalarn (118), 1938 ;
  • Penaos eo bet savet roll gerioù-diazez ar brezhoneg, Ar bed keltiek (27), 1961.

[kemmañ] Levrioù skrivet e brezhoneg eeun

Gant Roparz Hemon

  • Alanig an tri roue (romant nedeleg, 1950) ;
  • Ar barrad-erc'h (danevell troet diwar bPouchkin, deiziad) ;
  • Diamantoù Keroulaz (romant polis, 1964) ;
  • Furnez ha faltazi (pennadoù dastumet gant Hor Yezh goude marv Roparz Hemon e 1998) ;
  • Gaovan hag an den gwer (romant an Daol-Grenn, deiziad) ;
  • Ho kervel a rin en noz (danevelloù, dastumet gant Embannadurioù Al Liamm e 1970) ;
  • Kontadennoù a vro-Skos (kontadennoù, deiziad) ;
  • Re Bennavel (danevell, deiziad) ;
  • An tenn (danevell troet diwar bPouchkin, deiziad) ;
  • An ti a drizek siminal (romant polis embannet gant Al Liamm e 1956) ;
  • Ur prenestr a oa digor (danevell, deiziad).

Embannadurioù An Here :

  • levrioù an heuliadenn Berr-ha-berr, Ali Baba, Aladdin, Sindbad ar martolod en o zouez.

[kemmañ] Liammoù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù