Ho kervel a rin en noz ha marvailhoù all

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ golo al levr.

Ho kervel a rin en noz ha marvailhoù all zo titl ul levr bet embannet gant Al Liamm e 1970, ennañ pemp danevell ha tregont savet e brezhoneg eeun gant Roparz Hemon (1900-1978).

Evel m'hen displege Hemon er Raklavar e c'hell Yann Lenner kavout danevelloù bet skrivet gant ar skrivagner abaoe ma oa deuet e-maez Kleier Eured (e 1943). Darn anezhe a oa bet embannet e-barzh er c'helaouennoù Arvor hag Ar Bed Keltiek kent.

Adembannadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adembannet e oa bet al levr e 1979 gant an hevelep ti-embann.

An danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ho kervel a rin en noz, un istor tasmant a c'hoarvez e Konk-Leon.
  • Ar mell binniget,
  • Ar saveteer,
  • Ar bizaoued,
  • Ul lizher giz nevez,
  • Plad-nij Marijan, un istor skiant-faltazi a c'hoarvez en ardremez Plabenneg.
  • An amprevan na c'halled ket lazhañ,
  • Ar marc'hig du,
  • Ar mouezhioù burzhudus,
  • Un endervezh hir,
  • Pladoù-saladenn,
  • Ar voest du,
  • Ar vaouez re fall da vont d'an ifern,
  • Tamm ar paour,
  • Ar c'harr-nezañ,
  • Un tamm lien du,
  • Ur gentel da vamm-gozh,
  • Al lizher,
  • Kambr ar rideozioù ruz,
  • Franken,
  • Sac'h an Tad Nedeleg,
  • An arnodenn,
  • An tri spes,
  • Ar c'hi bihan,
  • Luduenn,
  • Al laer,
  • Ar pemp prezeger,
  • An div glañvdiourez,
  • Ar Vamm Nedeleg,
  • Tartez an ognon,
  • An irvinenn argollus,
  • Ar bajenn 100,
  • Peoc'h ar Sul,
  • An daou dagnouz,
  • Tonton Ernest an huñvreer.