Youenn Olier

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Pennad da askridaozañ evit bezañ neptuekoc'h ha dibersoneloc'h

Youenn Olier

Youenn Olier (anv ofisiel : Yves Ollivier) a oa ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1923, hag aet d'an Anaon d'ar Merc'her 15 a viz Kerzu 2004 en ospital Gwened. War e vez e bered Kistreberzh (karrez 2C, eil renk, bez kentañ) ez eo skrivet : "Prederour kristen, skrivagner". Evit lod ez eo unan eus an dek den pouezusañ evit ar brezhoneg en XXvet kantved.

Taolenn

[kemmañ] E vugaleaj

E Gwaien ez eo bet ganet, hogen e Cambrai an hini eo e vevas e vloavezhioù kentañ. N'eo ket bet dibouez an ezvroerezh-mañ, abred en e vugaleaj, evit e c'halvadenn a stourmer brezhon. Gant e familh e teuas da Vreizh en-dro, da Roazhon e 1937 hag e chomas well-wazh stag ouzh ar gêr-se e-pad 50 vloaz, betek mont war e leve da gKistreberzh

[kemmañ] Levezon e vuhez prevez war e donkad

Adalek 1945 en em ziskouezas Youenn Olier dreist-holl war an dachenn bolitikel da gentañ, hogen da heul marv e vignon bras Yann ar Gall e rankas disterniañ, na pa ve ken evit gounid e damm kreun (meneget en e Zeizlevr). O tiazezañ un tiegezh e ouie mat ivez n'hellfe ket derc'hel kement d'an obererezh politikel. Ret e oa dibab. Da heul e zimeziñ gant Annette Couée, eus Kelc'h keltiek Roazhon, e voe savet ganto un tiegezh brezhonek niverus mat ar vugale ennañ. Eizh a voe : Mari-Annaïg, Erwan, Herve, Rozenn, Mikael, Ronan, Tangi, Steven. Un navet a zo marvet bugelig : Gwenael. Kalz diwezhatoc'h e Kistreberzh e roas bod da bevar bugel bihan dezhañ. Dimezet he doa e c'hoar Nouela gant Alan al Louarn hag e voe ivez niverus ar vugale en o zi, war leurgêr al Lisoù e Roazhon. Pouezus-dreist eo bet evit an Emsav degouezh an daou diegezh-se, liammet gant ar gerentiezh. Darempredoù stank a zo bet etrezo, ar pezh a voe un dra bouezus evit desevel ar vugale er yezh, d'ur mare ma ne veze ken savet ar vugale e brezhoneg.

Daoust d'un oberenn diaes da renabliñ o vezañ ken fonnus ha liesseurt-kenañ, e oa bresk a-walc'h yec'hed Youenn Olier. Kement-se ivez a vroudas anezhañ, war a lavar en e zeizlevr, da zilezel a-grenn an obererezh politikel (Er MOB edo oberiant e vreur Yann e kevrenn Roazhon), da sevel un oberenn lennegel a zoare. Kenskrivañ kalz a rae gant kalzik a dud, en o zouez Roparz Hemon, Gi Etienne, hogen ivez gant Pêr Denez ha Ronan Huon, gantañ pennañ adsaverion ha difennourion ar skritur unvan er rummad "yaouank". E-tro derou ar bloavezhioù '60 en em gavas klañv-bras. E Rosko ez eas da ziskuizhañ e-pad meur a viz, ar pezh en deus bet ur pouez bras-tre en e vuhez : tost e oa bet dezhañ mervel ha dinerzh en em gave, dic'houest da ober tra pe dra evit e Vro, emezañ. Er mareoù-se eo ez empennas e romant "Poanioù Spered an Tad Gwazdoue" ha dreist-holl e romant pennañ : Enez ar Vertuz, a voe moulet gantañ e-unan e teir levrenn, e 1965 ha 1966. Kalz diwezhatoc'h, hag eñ war e leve, en doa bet ur gwallzarvoud karr-tan a nammas e c'har dehou : kamm e voe a-benn neuze.

Gouest e oa da lenn ur bern yezhoù : ar yezhoù 'bras", galleg, saozneg, alamaneg, spagnoleg, hogen ivez an henyezhoù, latin ha gresianeg, hag ar yezhoù keltiek, war-bouez gouezeleg Skos. Gant Kristenion Breizh, d'an hañv e-pad ouzhpenn dek vloaz ez ae da weladenniñ ar broioù keltiek tramor, e lec'h e labouras a-zevri da gevreañ kristenion hon emsavioù. Bep bloaz ez embanne studiadennoù hir graet diwar ar beajoù-se. Ar pab Paol VI e oa aet da welout e Kêrdiz gant Marsel Klerg.

[kemmañ] E obererezh politikerezh :

Studier e voe e Roazhon war an henyezhoù klasel, ar gresianeg pergen (e aotreegezh en deus bet e 1944). Adalek 1939 e krogas da skrivañ e deizlevr, ha kement-se betek e varv : lezet en deus war e lerc'h eta 65 bloavezhiad eus e istor, a zo e gwirionez, n'eo ket hepken e istor personel met ivez istor eil hanterenn an XXvet kantved e Breizh hag er bed-holl hag hini an Emsav e-unan. Un oberenn diziouerus eta evit an neb a garfe studiañ an istor-mañ.

Gant Marsel Blanchard ha Youenn Craff e reas anaoudegezh e-pad e goñje. E-pad e goñje ivez e voe diazezet An Avel hag implij a reas paper an arme da voulañ ar gazetenn, ha, diouzh a lavarer, bizskriverez e letanant zoken! Moarvat e vo kavet tud da studiañ pizh buhez hor skrivagner : kement-se a vo aesaet a-drugarez d'e zeizlevr. Evel-se e c'heller lenn ennañ penaos e savas gant Yann Ar Gall hag e vreur Yann Olier ur gazetennig bolitikel ken abred ha miz Gwengolo 1945 : "An Avel". E 1946 e kemeras un anv all : "Avel An Trec'h", a badas betek 1948 daoust da eneberezh c'hroñs an amaezhierezh c'hall. En abeg d'e obererezh politikel ne dizhas morse dont-tre er skol-veur hag e kollas e labour dindan an Deskadurezh-Stad ha rankout a reas divroañ evit gellout labourat ha pourchas da ezhommoù e diegezh.

[kemmañ] E obererezh evel emsaver :

Gant Yann Kerlann e voe savet Emglev An Tiegezhioù e 1947, gant ar pal pennañ bodañ an nebeut-tre a familhoù brezhonek a oa d'ar mare-se. Diazezer Skol Blistin a voe sikouret mat gant Alan al Louarn, a c'helle bepred kontañ war e vreur-kaer Youenn evit reiñ buhez d'ar gevredigezh-se, a zo Imbourc'h (kelaouenn) deuet da vezañ, a-benn ar fin, an ti-embann anezhi, goude pevar bloaz. Ger-stur EAT eo lavarenn Yann-Vari Perrot "En hor yaouankiz en deus Doue fiziet amzer da zont ar vro". E Roazhon, war atiz Alan al Louarn ha Youenn Souffez-Despré e voe roet buhez evel-se d'ur gumuniezh vrezhonek vihan en-dro d'un oferenn vareadek, a zeuas da vezañ sizhuniek goude un hir a stourmadenn. Meur a hini o deus graet anaoudegezh gant Youenn Olier e-pad e amzer-studi e Roazhon dre an oferenn vrezhonek.

E-pad 65 bloaz en devo hor stourmer ranket talañ ouzh ar re a nac'has goude ar brezel kerzhout war roudoù ar re o doa diazezet emglev war ar skritur peurunvan e 1941 ha labouret kement ha ken mat evit ar yezh : Roparz Hemon, da gentañ-penn. E 1954 e voe krouet ur skritur a-dindan paeroniezh Skol-Veur Roazhon, gant ar Chaloni Falc'hun a-benn enebiñ ouzh ar spered broadelour a oa stag ouzh hini emglev 1941. Savet e voe neuze Kuzul ar Brezhoneg gant an Aotrou Klerg, person Bulien da gadoriad, en-dro dezhañ Youenn Olier, Pêr Denez ha Ronan Huon e-touez ar re yaouankañ er strollad, hogen ivez Maodez Glanndour (a oa gantañ soutanenn an Aotrou Perrot), Ivona Martin, skoazellerez feal Roparz Hemon, Pêr Le Moine. Gant ar "skolveurieg" e voe c'hoazh un tenn a stourm, ha nevez 'zo c'hoazh e save e vouezh e Kannadig Imbourc'h da geñver ar c'havailh a zo disoc'het da zivadeziñ skolaj kentañ Diwan e Brest a oa bet roet dezhañ da anv hini Diazezer Skol Walarn, Roparz Hemon.

Spletus eo lenn e bennad da heul tremenvan Armañs Keravel e Kannadig Imbourc'h. Bez e voe Youenn Olier an hini kentañ goude an eil brezel-bed o chom feal da emglev 1941 skrivadur unvan ar brezhoneg, bet divizet gant an holl skrivagnerion vrezhonek eus ar mare-se., war-bouez Taldir, François Vallée ha Meven Mordiern, a oa eus "ar rummad kozh". War c'houlenn ar Wenedourion (Langleiz, Roperzh ar Mason, Loeiz Herrieu) e oa deuet ar poent da reiñ d'ar brezhoneg un doare-skrivañ unvan a dalvezfe evit Breizh a-bezh. Keravel e-unan, hogen ivez Ar Merser, Visant Seite, Yeun Ar Gov, Yann-Vari Perrot, holl e oant a-du gant ar ZH evit mad ar brezhoneg e 1941. E-pad bloavezhioù ar brezel e voe kaset da benn ul labour dispar gant labourerion ar brezhoneg, ha pergen gant Roparz Hemon, a voe diaraoger Per Jakez Helias, o tigeriñ evit ar wech kentañ dor ar skingomz. Pennad kentañ anavezet Youenn Olier a zo bet skignet war "Roazhon-Breizh". Emaomp eta gant un hêr da Roparz Hemon ha dre e feiz kristen hag e gred broadelour, da Yann-Vari Perrot.

Diaes eo muzuliañ bremañ pegen arvarus e oa an daeadenn a reas Youenn Olier pa chomas feal d'ar ZH. Koustañ a raio ker d'e ler. Kerkent ha 1950 ne gavas mui labour ebet en Deskadurezh-Stad : koulz lavaret bep bloaz e rankas dilojañ e damm tiegezh da vont da labourat e tu pe du. Abeozen a skriv e 1957 : "Daoust d'ar vuhez tenn n'en deus ket diskroget Youenn Olier eus e labour breizhek". Hag eñ dilabour hag o spiañ bezañ gopret gant ar Bleun-Brug, o vezañ ma oa kristen da gentañ penn, ne voe ket asantet e c'houlenn gant Visant Seite. Evit kaout un alberz eus e zilojadegoù hag eus e vuhez trubuilhet eo trawalc'h sellout ouzh talbennoù levrennoù e zeizlevr.

E 1962 e voe unan eus diazezerien SADED (Strollad An deskadurezh Eil Derez). Unan eus e labourioù heverkañ er framm-se a voe moarvat e gentelioù war al lennegezh. Goude-se, e 1966, e kemeras perzh er gelaouenn Emsav (kelaouenn) (Rener kentañ ar gelaouenn bolitikel-se e voe). Pezh a c'heller lakaat diarvar avat diwar-benn ar prantad-se eus e vuhez eo ar pezh a zisklerias ez-prevez : o sevel SADED hag ESB e kave dezhañ e c'helle chom feal d'e feiz kristen don, dre ma kave dezhañ e oa kristenion gwirion an darn vrasañ eus e geneiled er stourmadenn-se. Gwall hejet e oa bet gant e zipitadenn ha gant e gleñved ivez. En em reiñ a reas neuze, da vat ha muioc'h-mui d'e c'halvadenn a skrivagner hag a brederour. Kement-se a oa diraezus evitañ ivez dre m'en doa kavet a-benn ar fin ur c'heflog padus evel levraoueger e Skol Labour-douar Roazhon.

E 1969 e savas Emsav ar Bobl Vrezhon hag Imbourc'h (kelaouenn), kelaouenn bolitikel ar strollad-se. Ur c'hwitadenn ouzhpenn e voe, da heul hini SADED-ESB. Ur wech e lavaras "Mont a reer eus un Enkadenn d'eben, hogen war-raok ez eer memestra !". Diaes e oa da zigalonekaat. Ur frouezh a zo bet evelkent da EBV : Skol an Emsav an hini eo, a oa an aozadur sevenadurel eus EBV er penn-kentañ holl, renet gant Paol Kalvez betek 1972 (kendalc'h Gwengamp).


Neuze e kemmas trumm doare Imbourc'h goude un "emzezrann" a lakaas anezhañ da stadañ ne c'helle ket lakaat pelloc'h a gostez e breder kristen war zigarez bezañ deuet mat d'an holl. Kement-se, eveljust, a zo stag ouzh darvoudoù miz Mae 1968 e Pariz, anat eo. Adalek neuze eta e stagas Imbourc'h ouzh Kristenion Breizh hag e vihanaas stumm e gelaouenn (A5). E-pad 20 vloaz e kemeras perzh bras neuze e bodadegoù miziek Kristenion Breizh e presbitalioù Breizh. E-kerzh ar bodadegoù-se e vroude an izili (Paol Kalvez, Marsel Blanchard, Gwilhom Dubourg, Ivona Martin, Youenn Souffes-Despres, Maoris Ar C'hollo, Youenn Troal a yae d'ober an izili pennañ) da skrivañ en e gelaouenn.

[kemmañ] E obererezh evel skrivagner ha prederour

Diwar-benn talvoudegezh an den evel skrivagner, n'eus ket c'hoazh a studiadenn bizh hag a-zoare diwar e benn evel m'en deus graet eñ e-unan o skrivañ e "Istor Hol Lennegezh" diwar-benn skrivagnerien Skol Walarn. Danvez forzh pegement a zo avat da sevel seurt studiadenn. E-pad 65 bloaz e teuas puilh-kenañ ar skridoù diwar zorn Youenn Olier. O menegiñ holl a zo tost dic'hallus.

Gevred hag Imbourc'h a voe savet gantañ adalek 1965. Prenet en doa moulerezioù a oa staliet en e gav straed Burloud e Roazhon. Setu aze un tamm brav eus e vuhez pemdeziek a zo ret komz diwar e benn. O vezañ ma ne gave den da embann e skridoù brezhonek, abalamour d'ar priz dreist-holl, ha d'an nebeud a werzh a vez kavet e sammas warnañ ar vicher mouler. Ur c'henlabourer puilh a-walc'h eo bet gant kelaouennoù 'zo : Al Liamm', dreist-holl, ''Barr-Heol war Feiz ha Breizh'' ivez ha Preder, dreist-holl a-raok ma voe savet Imbourc'h gantañ. Bez' e c'heller lavarout en deus skrivet an hanter eus pennadoù ar gelaouenn e-pad 35 bloaz, da lavarout eo well-wazh un 10.000 pajennad bennak !

N'eo ket skrivañ hepken en deus graet, hogen ivez merañ (klask arc'hant !), kenskrivañ gant ar goumananterien, broudañ lod da skrivañ, moulañ betek diwezhat diouzh an noz, dastum ar follennoù, o c'hrafennañ pe o fegañ d'o c'heinañ, kas ivez… Ur mell labour pemdeziek. Sikouret e voe en e zrevell pleustrek pemdeziek gant e wreg, evel-just (ha pergen evit golo levrioù 'zo, ha tresadennoù levrioù evit ar vugale), hogen ivez gant e vignon Yann-Vari Bouessel du Bourg hag gant e vugale tro-dro d'an daol da zastum ar follennoù !

A bep seurt danvezioù a ya da ober e oberenn lennegel, evel hon eus gwelet : skridvarnerezh, politikerezh (ha n'eo ket politikerezh politikel !), kontadennoù berr, romantoù, pergen daou a skiant faltazi awenet anat diwar e breder a stourmer vrezhon kristen, barzhonegoù, c'hoariva, troidigezhioù hag e oberenn veur, e zeizlevr, a leugnfe war-dro 50 levrenn ma vijent embannet holl. Hogen n'int ket : an hanter en deus graet, betek 1966. Chom a ra kemend-all da embann.

Stag ouzh ar yezh arnevez e oa chomet Youenn Olier : levezon SADED a gaver evel-just en e c'heriaoueg. Gouest e oa da ijinañ gerioù "war an tomm", da glokaat ur c'heriaoueg pinvidik-kenañ. Seblantout a ra bezañ bet lennet pep tra, betek Geriadur Vallée pajenn-ha-pajenn. Lod a rebech outañ troioù-lavar gallek en e skridoù : n'eo ket souezhus, p'en deus skrivet kement. Diouzh a lavare ur c'helenner skol-veur a gonte e-touez e vignoned : "Gwechall e oa tud a skrive brav, met n'o doa netra da lavarout. Gant Youenn Olier ez eus unan en deus traoù da lavarout (zoken ma ne vezer ket a-du, se a zo un afer all) hogen a-wechoù e c'hellfe bezañ bet skrivet bravoc'h". E skridoù "politikel", skrivet buan alies, diwar-benn meizadoù diaes a-wechoù da intent zoken e galleg ne c'heller ket o c'heñveriañ ouzh e oberennoù lennegel rik a zo bet c'hwennet mat. Ra lennor war ar yezh arnevez-se ar pezh a skriv e klozadur levrenn Galleg-Brezhoneg Imbourc'h 1996 : damvenegiñ a ra ar rebech-se hag e tiskleir da skouer n'eus ket da souezhiñ kement-se gant doare gallek lod eus ar skridoù a vez savet e brezhoneg o vezañ m'emaomp soubet e mor ur gevredigezh c'hall, a spered gall, gant kealioù gall. Stag eo dazont ar yezh arnevez ouzh diorreadur ur gevredigezh vrezhonek klok, emezañ p. 322, ha n'eo ket kement-se ouzh an niver a c'heriadurioù a vo savet hepken.

Lennerien Imbourc'h a oar mat e oa anezhañ ur prederour. Mat eo ober anv a-hend-all eus ul lizher a-berzh Goulven Pennaod bet embannet e "Notennoù" Al Liamm. Pell-bras e oa mennozhioù an daou zen, ar pezh a ro muioc'h c'hoazh a bouez da ziskleriadenn Pennaod diwar-benn Youenn Olier. El lizher-se e tisklêrie Goulven Pennaod e oa Youenn Olier ar skrivagner brezhonek nemetañ en defe ur "preder klok". Pep tra a zedenne e evezh hag e vezed sur da gaout un ali speredek digantañ.

Ur den feal-tre e oa, gorrek da fuloriñ, uvel hag habask e oa peurvuiañ Youenn Olier. A-walc'h e oa bezañ mignon d'ar brezhoneg evit bezañ deuet mat dezhañ, forzh peseurt mennozhioù ho pefe a-hend-all, rak un diforc'h krenn a rae etre an dud hag o mennozhioù, evel maz eo dleet. Seblantout a ra bezañ bet bepred war glask ar wirionez. An neb en deus tostaet outañ en devo soñj eus e fent ivez hag eus e c'hoarzh skiltrus.

[kemmañ] Lennadurezh

[kemmañ] Oberenn skridvarnouriezh

Ra lennor ar pezh a skriv Abeozen diwar e benn ken abred ha 1957 (Istor al lennegezh vrezhonek en Amzer-vremañ, e ti AL LIAMM, embannadur diviet a-bell 'zo, p. 208-210).

[kemmañ] Roll levrennoù e zeizlevr

Kregin a ra e ti Gevret e 1939 ha chomet eo diembann etre 1967 ha 2005. Setu aze an embannadurioù e ti Imbourc'h :

  • Deizlevr ur mizvezh brezel : Genver-C'hwevrer 1945
  • War-lerc'h 40 bloavezh C'hwevrer Here 1945
  • Adsav , Deizlevr here 1945 - Here 1946
  • Ur bloavezh e Konk-Kerne Here 46-Here 1947
  • Deizlevr ur miz Dulenn Gouhere-Eost 1947
  • Ur bloavezh e Kemper Eost 47-Genver 48
  • Ur bloavezh e Kemper Genver-Eost 1948
  • Ur bloavezh e Pondivi, kentañ lodenn Gwengolo-Kerzu 1948
  • Ur bloavezh e Pondivi eil lodenn Genver-Gouhere 1949
  • Ur bloavezh e Lannuon kentañ lodenn Gouhere-Kerzu 1949
  • Ur bloavezh e Lannuon, eil lodenn, deizlevr ar bloavezh 1950
  • Ur bloavezh er broioù-krec'h kentañ lodenn deizlevr 1951
  • Ur bloavezh er broioù krec'h eil lodenn, deiz Levr 1952
  • Distro e Breizh, Gwened, kentañ lodenn, deizlevr 1953
  • Distro e Breizh Ploermael, eil lodenn, deizlevr 1954
  • Distro e Roazhon, deizlevr ar bloavezh 1955
  • Distro e Roazhon, deizlevr 1956 ha 1957
  • Ur bloavezh a reuz, deizlevr ar bloavezh 1958
  • Ur brezel o kenderc'hel, deizlevr ar bloavezh 1959
  • O treuziñ ar gouelec'h, deizlevr ar bloavezh 1960
  • Gourlenn, deizlevr ar bloavezh 1961
  • Ur bloavezh oc'h echuiñ, 1962
  • Un dispac'h o c'hwitañ, 1963
  • O klask hentoù nevez, 1964
  • Amzer an emdouell, 1965
  • An Hent-Dall, 1966

[kemmañ] Levrioù all

*e ti Gevred

  • Deizlevr brezel 1939-1944 (diviet)
  • Poanioù-Spered an Tad Gwazdoue (Romant)
  • An Deiz-ha-Bloaz (danevelloù, diviet)
  • Enez Ar Vertuz (Embannadur roneoskrivet e teir levrenn 1965-66)

*e ti Al Liamm :

  • An Deiz-ha-bloaz (eil embannadur)
  • Ar Fest-Noz (danevelloù)
  • E Penn an Hent (romant)

*e ti Imbourc'h :

  • Istor hol lennegezh : Skol Walarn (tri embannadur, div levrenn) ;
  • Istor an Emsav (3 levrenn, diviet)
  • Istor Kembre (diviet)
  • Porzh an Ifern (Romant)
  • An Diskoulm Diwezhel (Reuzc'hoari)
  • Kelc'h an Amzer (Dastumad barzhonegoù)

Troidigezhioù graet gantañ :- Antigone (Sofokles, diviet)

Oberennoù all :- Geriadur Arnevez (Galleg-Brezhoneg)

  • Geriadur ar brezhoneg arnevez (Brezhoneg-galleg, diviet)
  • Lexique complémentaire, Brezhoneg-galleg ha galleg-brezhoneg (2 levrenn, a-gevret gant Jil Ewan ha Marc'h-Kleur)
  • Kenskriverezh R. Ar Pradig gant Meven Mordiern
  • Barzhonegoù Owen, diwar ar c'hembraeg
  • Meur a studiadenn war saviad ar broioù keltiek, ha pergen war ar c'herneveg.
  • Meur a oberenn wenedek aozet e brezhoneg unvan, en o zouez "Enez Ar Vertuz" an Tad Marion
  • Notennoù Politikel, bep miz war Imbourc'h ha Kannadig Imbourc'h

Pennadoù all, niverus, a zo bet embannet gant kelaouennoù an Emsav : Al Liamm, Barr-Heol, Emsav, Preder, hag all.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all