Mont d’an endalc’had

Ar mor el lennegezh vrezhonek

Eus Wikipedia

Gronnet eo Breizh gant ar mor, hag evel m'eo un dodenn paot e lennegezh ar bed en e gaver el lennegezh vrezhonek evel-just. An oberennoù brezhonek a zo ar gaoz war ar mor enno a zo aparchant d'al lennegezh vor pa weler ur plas bras roet d'ar mor enno.

Nebeud a skridoù brezhonek diwar-benn ar mor

Ne gaver ket kalz a oberennoù savet a-hir-amzer e brezhoneg (romantoù, danevelloù, barzhonegoù hir… ). Embannet e voe ar c'hentañ romant mor brezhonek e 1959 (Jarl Priel, An teirgwern Pembroke) ha n'eus ket bet kalz a heulidi. Un nebeud merdeerien o deus kontet traoù ar mor bevet ganto nemetken. Ha n'eus ket kalz a levrioù evit ar yaouankiz nemeur. Pa weler al levrioù mor embannet e verzer un troc'h bras pa ne oa kazi levr mor ebet e brezhoneg evit ar yaouankiz a-raok 2000. Savet eo bet roll an oberennoù lennegezh vor en ur ouzhpennañ ar pezh a c'hell c'hoarvezout war an aodoù e-touez an annezidi o chom en arvor ha levrioù o tennañ d'an aodoù pe d'ar bigi.
O sellout ouzh an hanterkantad a oberennoù brezhonek renablet ne gaver ket un niver bras a zeskrivadurioù p'emañ an daneveller, ijinet pe get, o verdeiñ warnañ evel e c'hellfed gortoz, hag ar Vrezhoned e-touez ar pobloù eus ar re voazetañ gant mont war vor a c'heller krediñ ez int.

Ar romant mor brezhonek

Ur romant mor zo ur romant m'emañ an darnvuiañ eus an traoù o c'hoarvezout war vor hag o tiskouez tud ambarket war bigi bras pe vihan. N'eus ket kalz anezho e brezhoneg ha nebeut-tre pa ne seller ket ouzh an treizhoù berr evit mont da Vreizh-veur ha da Iwerzhon. Gant Jarl Priel eo bet savet ar romant mor brezhonek kentañ[1] hag embannet e 1959 ha ne vo ket kavet unan all a-raok an hini savet gant Yann Bijer, Ar peñsead e 2023. Romant berr-tre Jakez-Erwan Mouton, Ar c'hraken (2009) ne c'hell ket bezañ lakaet war ar memes linenn, pa zo moliac'h ennañ. Gant Amiraled Kab Horn (2024), kinniget gant Herve ar Beg, ur romant hir war ar verdeadurezh gozh a zo bet ouzhpennet.

Oberennoù brezhonek savet e brezhoneg war-eeun

1870
  • J. G., « Kan ha peden ar merdead », 22 poz. E-barzh Feiz ha Breiz, niv. 270 ha 271. Kantik.
1904
1925
1931
  • Yann Gostarreun, « Aotrou Run ar Vran ». E-barzh Feiz ha Breiz, niv. 4, p. p. 143-146. Kontadenn.
1935
1943
1954
1957
1959
  • Per-Jakez Heliaz, Mojennoù ar mor. 2, skeudennou Breiz Jos Le Doaré, Emgleo Breiz-Brud Nevez.
  • Jarl Priel : An teirgwern Pembroke, Embannadurioù Al Liamm. Romant. Merdeadurezh a genwerzh kozh. Adembannet gant An Here e 2002 (ISBN 2-86843-258-1)
  •  Kan ar vartoloded, 18 poz. Kanaouennoù-pobl, teskad aozet gant Alfred Bourgeois. Kanaouenn-bobl notennet e 1893. 
1961
1963
  • Fañch al Lae, Bilzig, Emgleo Breiz-Brud-Nevez, 264 p. Romant. Buhez annezidi arvor Lokireg. Adembannadur e reizhskrivadur skolveuriek.
1978
  • Marcel Divanac’h, Le marsouin hâbleur = Ar moroc’h fougaser, Brest, Les Éditions du Vieux Meunier breton. Kontadennoù, eñvorioù ha komzoù personel, brezhoneg ha galleg tal ouzh tal. Arvor Bro-Vigoudenn.
1981
  • Yves Miossec, Dreist ar mor braz (Eil moulladur), Emgleo Breiz-Brud nevez", 158 p.
1982
  • Kristian Brisson, Ar Reder-mor, Emgleo Breiz-Brud Nevez (ha Bleun-Brug), 85 p. Danevell.
1984
1986
  • Roparzh Broudig, En ur ruilhañ bili, Mouladurioù Hor Yezh. Barzhonegoù.
1988
1990
  • Roparzh Broudig, Gwrez an Trovanoù, Hor Yezh. Romant.
1995
2001
  • Eneour Puilh-Stephan, Beaj Eneour, Plougastel, An Here, 136 p. (ISBN 2868431860). Danevell-veaj mor gant ur grennard. Levr yaouankiz.
2002
  • Jarl Priel, An teirgwern Pembroke, An Here-Al Liamm, 253 p. Romant. Merdeadurezh a genwerzh kozh. Adembannadur. (ISBN 2868432581).
2003
2006
  • Hervé Peaudecerf, Peñseoù ha peñseidi : ur peñse, un istor da gontañ : dit-te da gas an enklask da benn, tresadennoù gant Jean-François Guével, H. Peaudecerf, 56 p. (ISBN 9782952756914). Levr yaouankiz.
2007
2009
2014

Jef Gedez, En-dro d'al lenn-vor, Embannadurioù Al Liamm. Danevelloù. (ISBN 9782736800956).

2015
2018
2020
2021
  • Goulc'han Kervella, Morlaeron Karaiba, Keit vimp bev, 49 p. (ISBN 9782868243577). Levr yaouankiz.
2023
  • Yann Bijer, Ar peñsead, Embannadurioù Al Liamm, 249 p. Ur vag tapet en amzer-stourm e 1937. (ISBN 9782736801663)
2024
2025
  • Paskal Hervio, ""Skubañ ar mor, Embannadurioù Al Liamm. (ISBN 9782736801878). Danevelloù.

Oberennoù troet diwar ur yezh all

Bloavezhioù 1860

1869

Bloavezhioù 1870

1872
  • Alexandre de Lamothe, Colibri, troet gant Goulven Morvan. Embannet a-dammoù e-barzh Feiz ha Breiz etre ar 6 a viz Ebrel hag ar 6 a viz Gouere 1872, niv. 375-376-378-381-383-386-387-388. Romant merdeiñ.
1874

Bloavezhioù 1920

1926
1928
1929

Bloavezhioù 1940

1942
  • Paol Feval, Ar Pesk aour, displeget e brezhoneg gant Roparz Hemon, skeudennet gant Robert Micheau-Vernez, Roazhon, Moullerezh Kreizkêr, 164 p. Titl orin : Le Poisson d’or. Kontadenn. Levr kaer.
1944
  • Sindbad ar Martolod, lakaet e brezhoneg gant Roparz Hemon, Skridoù Breizh, 112 p. Danevell-veaj mor mojennel. Levr yaouankiz.

Bloavezhioù 1970

1971

Bloavezhioù 1980

1983
  • Gildas Bernier, "Eur c’habiten gwenedad". E-barzh Brud Nevez, niv. 69, 1983. Troidigezh lizhiri gallek skrivet er bourzh.
1984
1989
1990
  • Jules Verne, Bag ar frankiz, brezhoneg gant Meven Mordiern ha troidigezh nevesaet gant Martial Ménard, skeudennoù gant Anne Salaün, An Here, 154 p. (ISBN 2868430899). Titl orin : Les forceurs de blocus’'
  • Sindbad ar Martolod, An Here, 1990, 147 p. Dastumad Skol al Louarn. (ISBN 9782868430731). Danevell-veaj mor. Levr yaouankiz.

Bloavezhioù 1990

1994
1997
2000
  • Dan Lailler, Lestr Jakez Karter, skeudennet gant François Vincent, An Here, 32 p. (ISBN 2868430082). Titl orin : Le bateau de Jacques Cartier. Levr yaouankiz.

Bloavezhioù 2000

2001
2005
  • Beaj sant Brendan. Navigatio sancti Brendani Abbatis, troet diwar oberennoù kozh e meur a yezh gant Paskal Tabuteau, Emgleo Breiz. Merdeadurezh vojennel.
2006
2007
  • Jón Kalmas Stefansson : Baradoz hag Ifern, An Alarc’h. (ISBN 9782916835785). Troet diwar an islandeg. Titl orin : Himnaríki og helvíti. Romant. Buhez ar besketaerien islandat.

Bloavezhioù 2010

2012
2015
  • Valérie Muszynski, Morlaeron ! pinvidik-mor, tresadennoù gant Julien Bringer Deik, troet e brezhoneg gant Gwenael Dage, Beluga, 48 p. (ISBN 978-2-37133-059-7). Titl orin : Piiirates !. Evit bugale vihan.
2016
2017
2018
  • Katell Daniel, Poupette à la mer = Poupig war vord ar mor, troet e brezhoneg gant Nolwenn Riou, Marzhan, L'Avion de papier, 24 p. (ISBN 9782490370023). Galleg ha brezhoneg. Evit bugale bihan.
2020
  • Gwennaëlle, Gwerz ar mor = Gwerz de la mer, Paris : Gwennaëlle, 72 p. Brezhoneg ha galleg.

Bloavezhioù 2020

2021
2024
  • Dorian Clerbois, François-Xavier Lagey, Yann Gaonac’h, Arkeologiezh Danvorel : Splujit da zizoleiñ ar peñse Zi-24, troet diwar ar galleg gant Dorian Clerbois, Roazhon, Embannadurioù Goater. (ISBN 9782383670384). Levr yaouankiz.

Geriadurioù ha geriaouegoù o tennañ da draoù ar mor

1973
1980
1981
  • Pêr Denez, Geriadur brezhoneg Douarnenez – 3. Amzer, avel ha mor, Mouladurioù Hor Yezh
1983
  • Loeiz Andouard, Brezhoneg ar Mor, Mouladurioù Hor Yezh, 136 p. Embannadur adaozet ar pennad e-barzh Hor Yezh, niv. 95, Mezheven 1973.
1984
  • Pêr Denez, Geriadur brezhoneg Douarnenez – 4. Ar sevel-bagoù, 5. Lien, gwernioù, hernaj, ha fardaj, Mouladurioù Hor Yezh
  • E. V. Breeze Jones (skrid), Istwyn Williams (skeudennoù), Laboused an Arvor, brezhoneg gant Tudual Huon ha Padrig an Habask, Embannadurioù Al Lanv
1985
  • Pêr Denez, Geriadur brezhoneg Douarnenez – 6. Ar Beskerezh, Mouladurioù Hor Yezh
1996-1997
2004

Gab Cherel & Alan E. ar Berr, Geriadur ar verdeadurezh, Preder, 493 p. (ISBN 9782901383604)

2009
2016
  • Laetitia Étienne, Ar Morlaer, skeudennoù gant Elen Lescoat, Beluga, Dastumad Gerioù livet. (ISBN 9782371331594)
  • Marsel Modir, Mor ha bagoù = Mer et bateaux = Sea and boats : Un dibab gerioù ha termenoù hag a denn da ved ar mor = Une sélection de mots et d’expressions dédiés à l’univers marin = A selection of words and expressions about the world of the sea, Embannadurioù an Alarc'h, 95 p. (ISBN 9782916835754)
2020
  • Marsel Modir, Mor ha bagoù = Mer et bateaux = Sea and boats : Geriaoueg-vor teiryezhek : brezhoneg-galleg-saozneg e 36 dodenn = Lexique maritime trilingue : breton-français-anglais en 36 thèmes = Trilingual marine glossary : Breton-French-English in 36 items, Landeda, Embannadurioù Aber, 95 p. (ISBN 9782916845531)

Notennoù ha daveennoù

  1. Lakaet en doa embann an doare gallek, Le trois-mats Pembroke, e 1931 e Pariz.
  2. En-linenn. Kavet : 18 Ebr 24.