Mont d’an endalc’had

Embannaduriou Emgleo Breiz

Eus Wikipedia

Embannadurioù Emgleo Breiz[1], kroget o labour e 1955 ha serret e 2015, a oa an ti-embann diabarzh savet gant Emgleo Breiz hag en deus embannet an niver brasañ a levrioù ha levrigoù brezhonek biskoazh[2]. Peurvuiañ e veze ouzhpennet d'e embannadennoù al label Brud Nevez, anv e gelaouenn lennegel krouet gant titl Brud e 1957, pa ne voe morse un ti-embann gant an anv-se[3], e-pad an tri-ugent bloavezh ma voe Emgleo Breiz oc'h embann levrioù. Anvioù all a voe implijet ivez : Ar Helenner, Ar skol vrezoneg hag ar Bleun-Brug ivez.

Emgleo Breiz o krog gant an embann levrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet divizet e grouidigezh e 1950 gant un nebeut aozadurioù sevenadurel e krogas ar gevread da vont en-dro e 1953 hag e lakaas da embann levrigoù brezhonek e 1955. Staliet e voe e Brest pa veze kemennet e voe B. P. 17 Brest merk ar chomlec'h evit kas lizhiri.

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. An droienn Embannadurioù Emgleo Breiz a veze kavet er bruderezh ingal. War niverenn gentañ Brud ha da heul, da skouer.
  2. War-dro 700 hervez Fañch Broudig e 2015.
  3. Krouet e voe ur c'hevarzhe Brud Nevez evit embann ar gelaouenn nemet war-dro 2010.