Yves Miossec
Yves Miossec | |
---|---|
Obererezh | Daneveller, romantour |
Ganedigezh | D'an 18 a viz Mezheven 1907 e Gwiglann, ![]() |
Marv | D'an 17 a viz Eost 2001 e Gwikourvest, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Enorioù | Priz Per Roy 1995 |
kemmañ ![]() |
Yves Miossec, bet ganet d'an 18 a viz Mezheven 1907 e Gwiglann (Penn-ar-Bed) hag aet da Anaon d'ar 17 a viz Eost 2001 e Gwikourvest (Penn-ar-Bed), a oa ur skrivagner brezhonek.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da seizh vloaz e tesk galleg pa ya d'ar skol e Penzez ; mont a ra pelloc'h war e studi e kloerdi bihan Kastell-Paol ; diwezhatoc'h e ya da beurzeskiñ galleg, latin ha gresianeg e skol-veur Poitiers ; echuiñ a ra e studioù er Sorbonne e Pariz. Adalek 1933 eo anvet da gelenner war ar galleg, latin ha gregach e lise ar baotred e Brest m'edo Louis Paul Nemo o kelenn saozneg. N'en deus ket bet kalz darempredoù gant hemañ, a zo gwelloc'h anavezet dindan e anv-pluenn Roparz Hemon[1].
Anvet eo da ofiser adarme e 1935, galvet eo e miz Gouhere 1939, daou viz a-raok diskleriadur an Eil Brezel-bed. E-kerzh an drouziwezh e miz Mezheven 1940 eo tapet da brizoner ha kaset d'an ereoù en Oflag XIII-A e-kichen Nürnberg. Chom a ra eno e-pad ur bloaz ha goude-se e tremen tri bloavezh en Oflag IV-D. Prizonidi all a c'houlenn digantañ kelenn brezhoneg dezho, setu ma sav kentelioù brezhoneg evito ; hag en ur gelenn brezhoneg d'ur c'hant ofiser bennak, hep levr da gentañ, e "tesk mat a-walc'h ar brezhoneg"[2]. D'an 23 a viz Eost 1944 e kaser anezhañ da Oflag X-C e Lübeck, un Oflag evit ar "pennoù-fall, hervez an Alamaned". Dont a ra er-maez d'ar 17 a viz Mae 1945. Adkavout a ra e wreg goude pemp bloavezh hanter a zisparti.
Kelenn e ra e lise Laval betek ar bloaz 1950 a-raok distreiñ da gêr Vrest e lise an Harteloire. Kelenn a ra eno betek mont war e leve e 1967. Mervel a ra e wreg daou vloaz war-lerc'h e 1969.
Enklask evit an ALBB nevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yves Le Gallo, a oa bet skoliet gantañ, a c’houlenn digantañ skoazellañ Jean Le Dû, kelenner e KEBK Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, da enrollañ doare komz brezhonegerien a-vihanik evit en ALBB (Atlas Yezh Nevez Breizh-Izel). Un dastumad kartennoù eo hag a ziskouez penaos e kemm ar parlantoù eus an eil lec’h d'egile. Graet eo bet dre enrollañ penaos e teu, gant tud deus ar vro, doare lavar war 600 ger bennak. Da skouer evit ar ger spezad e vez klevet spezard, spezerd, spe-t, spezot, speiet, spet pe grozeiz, grozerez, hag all... Setu adalek miz Meurzh 1970 betek 1974 emañ O c’haloupat war hentoù Breizh-Izel. Enrollañ a ra tud e 75 eus an 187 lec’h a vez kavet e-barzh an atlas. Ul lodenn vras eus an enrolladennoù a c’heller selaou war ar genrouedad[3]. Embannet eo bet an Atlas Nevez e 2001 gant Jean Le Dû.
Lennegezh c'hallek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War ar memes tro e labour war dielloù Gwiglann, e barrez c'henidik, savetaet gantañ dre chañs just a-raok bezañ skarzhet. E levr kentañ, e galleg Une vieille paroisse bretonne, bizskrivet ha moulet 300 skouerenn anezhañ, a voe gwerzhet dindan div sizhunvezh[4].
Lennegezh vrezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Adalek 1978, e skriv e brezhoneg nemetken. Embannet eo e oberenn gentañ, Ur veaj e stadoù Unaned an Amerik e Studi Nn 9 gant Skol-Veur Brest e 198? hag O foetañ bro er C’hanada e Studi Nn 19 e 1989, daou levr danevelloù-beaj.
E levrioù all a zo embannet gant Emgleo Breiz : an hini kentañ eo Dreist ar mor braz e 1981. Embannet eo e romant Lorc’h, kasoni ha poan e 1983 ; kontañ a ra buhez div familh eus Bro-Leon da vare ar brezel etre ar gatoliked hag ar brotestanted. E 1987 e embanner e levr O c’haloupat war hentoù Breizh-Izel : ennañ e kont penaos en deus graet al labour enrollañ tud evit magañ an ALBB nevez. E 1991 e embanner ur danevell-beaj all Mont da Israel.
Kontañ a ra e amzer prizoner e-pad ar brezel el levr Tammoù eñvorennoù eus an amzer griz e 1994. E oberenn ziwezhañ a zo un esae war Yann-Bêr Kalloc’h.
Daoust ma oa kelenner war ar galleg, latin ha gresianeg eo bet atav ar brezhoneg a-bouez dezhañ ; ar yezh nemeti komzet gantañ e-pad e vugaleaj, kelennet pa oa prizoner ha treuzkaset dre e levrioù. Skrivañ a ra diwar ar Brezhoneg hag ar Galleg en e levr O c’haloupat war hentoù Breizh-Izel” : Ur binvidigezh eo atav ur yezh, pa ya ur Breizhad bihan d’ar skol ne deus poan ebet o teskiñ ar galleg ; hag ar galleg a zesk neuze a vez kalz gwelloc’h eget an hini a vefe desket dezhañ er gêr, rak hemañ ne vez nemet ur galleg mac’hagnet diaes-kenañ da wellaat goude. Diwezhatoc’h ma teu dezhañ rankout deskiñ ur yezh all e vo aesoc’h dezhañ rak e spered a zigoro buanoc’h.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eur veaj e Stadou-Unanet an Amerik (1976) (1978)
- O foeta bro er Hanada (1978) (1981)
- Dreist ar mor braz (1981)
- Lorh, kasoni ha poan (1983)
- O haloupad war heñchou Breiz-Izel (1987)
- Mond da Izrael (1991)
- Tammou eñvorennou euz eun amzer griz (1994), priz Per Roy Fondation Coop Breizh 1995 de l’Association des écrivains bretons[5]
E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Une vieille paroisse bretonne : Guiclan (1971, réédité en 1994)
Divyezhek brezhoneg / galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yann-Ber Kalloh (1994)
Dielloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Frañsez Favereau Lennegezh ar Brezhoneg en XXvet kantved II p. 266.
- ↑ O c'haloupat war hentoù Breizh-Izel p. 7-9
- ↑ Enroladenoù evit an ALBB
- ↑ Rakskrid adembannadur e levr, 1994.
- ↑ http://www.ecrivainsbretons.org/historique-prix-litteraires.html