Listenn ar 130 departamant gall e 1811
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Setu roll ar 130 departamant gall bet krouet a-benn ar bloavezh 1811, pa oa gorread an Impalaeriezh C'hall Kentañ en e vrasañ.
Ne vo ket kavet amañ an departamantoù
- bet krouet e-pad an Impalaeriezh goude 1811 (Listenn departamantoù gall Katalonia),
- kollet pe nullet a-raok 1811 (Listenn an departamantoù gall e Gres, Departamantoù gall en trevadennoù, Golo, Liamone, Mont-Terrible, Rhône-et-Loire, Tanaro).
Amañ e c'haller gwelet kartennoù evit departamantoù zo.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ^ Deuet da vout Alpes de Haute-Provence e 1970.
- ^ Departamant Alpoù-an-Arvor bet savet e 1793 ha nullet e 1814 a oa disheñvel eus an departamant a-vremañ adsavet e 1860 en ur zegemer Monaco ha Sanremo, hep arondisamant Grasse.
- ^ Charente-Maritime abaoe 1941.
- ^ Savet e voe departamant Korsika e 1790 gant Bastia da bennlec'h, ha rannet goude-se etre departamantoù Golo en Norzh ha Liamone er Su. An departamant adsavet e 1811 gant Aiacciu da bennlec'h a voe troc'het en-dro e 1975 etre Korsika-Uhelañ ha Su-Korsika.
- ^ Aodoù-an-Arvor abaoe 1990.
- ^ Pennlec'h al Liger zo Saint-Étienne abaoe 1855.
- ^ Liger-Atlantel abaoe 1957.
- ^ Goude 1871, lodennoù departamantoù ar Meurthe hag ar Moselle na oant ket bet adstaget da Alamagn a voe unanet er Meurthe-et-Moselle.
- ^ E 1919, e voe adsavet departamant ar Moselle gant tammoù eus departamantoù ar Meurthe hag ar Moselle bet adtapet gant Alamagn e 1871.
- ^ Evel-se e veze skrivet anv departamant an Ourte, goude ma veze skrivet Ourthe anv ar stêr.
- ^ Pireneoù-Atlantel abaoe 1969.
- ^ Adsavet e 1919 gant ouzhpenn al lodenn eus ar Vosges bet adkemeret gant Alamagn e 1871.
- ^ Adsavet e 1919 hep Tiriad Belfort.
- ^ Bet rannet e 1964 etre departamantoù Pariz, Saena-Uhelañ, Seine-Saint-Denis ha Val-de-Marne.
- ^ Seine-Maritime abaoe 1955.
- ^ Bet rannet e 1964 etre departamantoù Yvelines, Essonne ha Val-d'Oise.
Notennoù ha dave[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Departamantoù an Impalaeriezh c'hall e 1809, testenn eus an Dictionnaire géographique portatif gant Vosgien (1809)