Taro (departamant)

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Departamantoù gall en Italia e 1811.

An Taro a oa un departamant gall eus mare Napoleon en Italia. Savet e voe e 1808, pa voe staget Dugelezh Parma, Piacenza ha Guastalla ouzh Bro-C'hall. Parma e oa ar pennlec'h anezhañ.

E 1812 voe rannet e 3 arondisamant:

Galleg e oa ar yezh ofisiel.

Distrujet e voe pa voe faezhet Napoléon Bonaparte e 1814. E Kendalc'h Vienna e voe adsavet an dugelezh ha roet da Marie Louise Aostria, eil pried Napoleone Buonaparte

Hiriv emañ an douaroù-se e proviñsoù Parma ha Piacenza.

Kazetenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe savet an departamant e voe kemmet anv ar gazetenn Gazzetta di Parma e Giornale del Taro eus 1811 betek 1814.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-keit ma padas an departamant eo e voe ganet Giuseppe Verdi, etre an 9 hag an 10 a viz Here 1813, e kêriadenn Le Roncole, e-kichen Busseto.