Mont d’an endalc’had

Bourdel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bordeaux)
Ur pennad Bourdel (disheñvelout) zo ivez.


Bourdel
En nec'h : kaeoù ar Garona ha plasenn ar Yalc'h. E kreiz : Iliz-veur Sant-Andrev hag an tramgarr ; Allées de Tourny ha Ti ar Gwin. En traoñ : palez Roc'han ; ur c'hendi eus karter Meriadeg ; ar pont mein (le pont de pierre).
En nec'h : kaeoù ar Garona ha plasenn ar Yalc'h.
E kreiz : Iliz-veur Sant-Andrev hag an tramgarr ; Allées de Tourny ha Ti ar Gwin.
En traoñ : palez Roc'han ; ur c'hendi eus karter Meriadeg ; ar pont mein (le pont de pierre).
Ardamezioù
Anv okitanek Bordèu
Anv gallek (ofisiel) Bordeaux
Bro Banniel Okitania Okitania
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Akitania-Nevez
Departamant Gironde
Arondisamant Bourdel (prefeti)
Kanton pennlec'h eizh kanton
Kod kumun 33063
Kod post 33000, 33100, 33200, 33300, 33800
Maer
Amzer gefridi
Pierre Hurmic (EELV)
2020 – 2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kêrel Bourdel (sez)
Lec'hienn web www.bordeaux.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 259 809 ann. (2020)[1]
Stankter 5 264 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
44°50′16″N 0°34′46″W
Uhelderioù bihanañ 1 m — brasañ 42 m
Gorread 49,36 km²

Unan eus kêrioù bras Mervent Frañs eo Bourdel (Bordèu en okitaneg ha distaget [burˈðɛw] en okitaneg gwaskognek, Bordeaux e galleg ha distaget [bɔʀˈdo]). Houmañ eo kêr-benn rannvro Akitania-Nevez (Aquitaine e galleg uhel, Gwaskogn e penn ar Grennamzer), bet ar Guienne e parlantoù ar bobl, degemeret evel ar Guyenne dindan ar rouantelezh gall.

Pennlec'h departamant ar Gironde eo ivez, 229 000 annezad enni ha 955 200 en he zolpad-kêrioù, anvet Kumuniezh kêrel Bourdel (KKB pe CUB e galleg). 28.3% annezidi KKB a oa o chom e kêr Bourdel e 2008, pa oa 45.3% eus ar re-mañ e 1968. Treuzet eo gant ar stêr vras Garona ha Bourdeliz a vez graet eus hec'h annezidi.

Brudet eo ar gêr er bed a-bezh abalamour d'ar gwiniegi a zo tro-war-dro dezhi. Dre ar porzh-mor, war un aber hir-meurbet (98 km etre Bourdel hag ar mor, al lanv a ya 20 km pelloc'h c'hoazh) ez eus bet ezporzhiet kementadoù divent a win abaoe m'eo bet plantet ar gwini gant ar Romaned er I kantved.

Lesanvet eo bet Bourdel "perlez Akitania", met ivez "ar gaerenn gouskedik" peogwir ne oa ket he monumantoù hag he c'hreiz-kêr lakaet da dalvezout a-walc'h. N'eo ket ken gwir bremañ rak lakaet eo bet kreiz-kêr Bourdel (Porzh al Loar) war roll Glad bedel.

Skoed Bourdel

Lilia sola regunt lunam, undas, castra, leonem, « N'eus nemet ar flourdiliz hag a ren al loar, an dour, ar c'hastell hag al leon ».
Displegadennoù :

  • Ar flourdiliz : ardamez rouaned Bro-C'hall o deus adstaliet o beli war Bourdel ha Gwaskogn e 1453 diwar goust ar Saozon;
  • Al loar : diwar kammdro ar Garona e vez graet "porzh al loar" eus porzh Bourdel;
  • An dour : ur porzh-mor hag ur porzh war ur stêr eo Bourdel;
  • Ar c'hastell : ar C'hastell-Trompilh, savet gant Vauban war urzh ar roue gall Loeiz XIV war al lec'hienn m'emañ leurgêr vras an Ilgroazioù (esplanade des Quinconces) warni hiziv;
  • Al leon : elfenn ardamez Gwaskogn (hag Akitania war an dro).

E mare ar Romaned ez eus roud eus Burdigala evel anv ar gêr, un anv a c'hellfe bezañ euskarek kozh (burdi = houarn, gala = teuziadur) ken e veze marteze govelioù eno. Dre Bordigala ha Bordale (anv euskarek) e c'hellfe bezañ aet an anv orin da Vourdel.

Evit gwir eo bet savet Bourdel en IIIe kantved gant Bituriged Vivisk ('Bituriged dilec'hiet'), ar re-se ur bobl c'halian o tont eus takad Bourges. Staliet e oa war un adstêr gleiz d'ar Garona, an Dévèze, met ne oa ket al lec'hienn eus ar c'hentañ pa veze geunioù flaerius tro-war-dro.

E Bourdel, war-dro 310 eo bet ganet Decimus Magnus Ausonius, kelenner war an helavarded hag ar yezhadur hag ur barzh latin ivez. War-dro 367 ez eas da digelenner an danvez-impalaer Gratian.

Krennamzer : ar mare saoz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas Eleanora Akitania gant Herri II, kont Anjev, hag a teuas da vezañ roue Bro-Saoz un nebeud mizioù goude. An impalaeriezh anjev az ae eus ar Pirenoù da Vro-Iwerzhon. Eus an XIIvet kantved betek an XVvet kantved e reas berzh Bourdel abalamour d'ar c'henwerzh gant Bro-Saoz. Destaget e voe ouzh Bro-C'hall e 1453 goude emgann Castillon.

Eus an XVvet betek an XVIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e oa ur Parlamant gant Bourdel e 1462. Er XVIIvet kantved e oa deuet ar gêr da vezañ ur porzh kenwerzh bras (sukr, sklaved, gwin).

Kemer a reas perzh er Fronde ha goude se e voe adstaget da vat ouzh Bro-C'hall e 1653 gant sikour armeoù ar roue gall Loeiz XIV.

Touristerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
C'hoariva meur Bourdel

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Kêrioù gevellet ha kevelerezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a gêr zo gevellet gant Bourdel[2] :

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]