Ouagadougou
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Ouagadougou eo kêr-benn Burkina Faso, e kornôg Afrika. Kreizenn armerzhel ha kêr vrasañ ar vro eo ivez, gant 1 031 330 a annezidi e 2005.
Krennet e vez an anv alies e "Ouaga".
Savet e vije bet ar gêr en XIvet kantved, hag e-pad pell e voe ur greizenn genwerzh a bouez en impalaeriezh ar bobl Mossi. Dont a reas da vezañ pennlec’h "Volta Uhel", pa voe trevadennet ar vro gant ar C’hallaoued e 1896. Pa zeuas Volta Uhel da vezañ ur stad dizalc’h e 1960 e voe lakaet da gêr-benn ar stad nevez. Savet e oa bet ur skol-veur enni e 1974.
Gevelliñ ha kenlabourat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gevelliñ
Loudun (Bro-C'hall) abaoe 1967
San Miniato (Italia) abaoe 1997
Koweit (kêr) (Koweit) abaoe 1998
Leuze-en-Hainaut (Belgia) abaoe 1968
- Emglevioù kenlabour digreizennet
Lyon (Bro-C'hall) abaoe 1994
Kumuniezh-kêr Lyon (Bro-C'hall) abaoe 1994
Grenoble (Bro-C'hall) abaoe 1999
Kebek (kêr) (Kanada) abaoe 2000
Kumasi (Ghana) abaoe 2003
Torino (Italia) abaoe 2003
Geneva (Suis) abaoe 2003
Bourdel (Bro-C'hall) abaoe 2005
Marrakech (Maroko) abaoe 2005
Taipei (Taiwan) abaoe 2008