Ems-Occidental
Neuz
Ems-Occidental a oa anv un departamant gall a voe savet e 1810 en Alamagn hag en Izelvroioù en amzer an Impalaeriezh c'hall kentañ, pa voe staget Rouantelezh an Izelvroioù ouzh Bro-C'hall. E nederlandeg e oa anvet Wester Eems, hag en alamaneg West-Ems.
Dre vras e klot douaroù an departamant gant proviñsoù nederlandat Groningen ha Drenthe.
Groningen e oa ar pennlec'h.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv eus ar stêr Ems.
Arondisamantoù ha kantonioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Groningen, kantonioù: Groningen (2 ganton), Hoogezand, Leek ha Zuidhorn.
- Appingedam, kantonioù: Appingedam, Loppersum, Middelstum ha Winsum.
- Assen, kantonioù: Assen, Dalen, Hoogeveen ha Meppel.
- Winschoten, kantonioù: Jemgum, Wedde, Weener ha Winschoten.
O diskar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude faezhet Napoleon e 1814 ez eas an departamant gant Rouantelezh Unanet an Izelvroioù, war-bouez kanton Jemgum hag al lodenn vrasañ eus hini Weener, a yeas gant Rouantelezh Hannover (bremañ e Saks-Izel en Alamagn).