Appingedam
| Kumun en | |||||
|---|---|---|---|---|---|
| Appingedam | |||||
| |||||
Lec’hiadur e proviñs Groningen hag en Izelvroioù |
|||||
| Proviñs | |||||
| Kod post | 9900-9903 | ||||
| Gorread | 24,62 km² | ||||
| douar | 23,84 km² | ||||
| dour | 0,78 km2 | ||||
| Hed | 6° 52' Reter | ||||
| Led | 53° 19' Norzh | ||||
| Poblañs | 12 049 (31.05.2009) | ||||
| Piramidenn hervez an oad (01.2009) | |||||
| Stankter | 505 ann./km² | ||||
| Lec'hienn ar gumun | www.appingedam.nl/ | ||||
Appingedam (distagañ [1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñs Groningen en Izelvroioù. Ar chêrioù ha kêriadenn da-heul a ya d'ober ar gumun : Appingedam, Garreweer, Jukwerd, Laskwerd, Marsum, Oling, Opwierde, Solwerd, Tjamsweer.
Appingedam
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ouezer ket kalz tra diwar-benn orin Appingedam. Savet e voe tost ouzh kanol Delf (Damsterdiep hiziv an deiz) e-tro 1200. Dont a ra an anv eus ur stankell bet savet en Appe pe en Apt.
E 1327 e voe roet gwirioù-kêr da Appingedam gant Frized dizalc'h Upstalboom e-kichen Aurich, ur gêr e Friz ar Reter. Liammoù a oa dija etre Appingedam hag Aurich, an emglev-se a oa anvet Partnerschaft. E rannvro Fivelingo emañ Appingedam. Da vare ar Grennamzer e oa ar rannvro-se ul lodenn eus Friz. Da zibenn ar Grennamzer e oa Appingedam ur porzh a-bouez, ha kevezerezh kenwerzh a veze etrezañ ha hini Groningen. Pa voe roet ar stapelrecht da Groningen ez eas buan porzh Appingedam war ziskar.

Hiziv an deiz ez eo brudet Appingedam peogwir e kaver enni kalz savadurioù eus ar Grennamzer, evel ar c'heginoù a-istribilh a-us an Damsterdiep.
En Appingedam e oa diazezet Appingedammer Bronsmotorenfabriek, un embregerezh ma veze savet kefluskerioù bagoù.

Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| ||||||||
| Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |