Delfzijl
Kumun en ![]() | |
---|---|
Banniel | ![]() |
Skoed | ![]() |
Lec’hiadur Delfzijl e proviñs Groningen hag en Izelvroioù | ![]() |
Proviñs | ![]() |
Kod post | 9904-9909, 9930-9934, 9936-9937, 9945-9949 |
Maer | Emme Groot (PvdA) |
Gorread | 227,48 km² |
douar | 132,99 km² |
dour | 94,49 km2 |
Hed | 6° 55' .." Reter |
Led | 53° 20' .." Norzh |
Uhelder | .. m |
Poblañs | 26 752 (31.05.2009) |
Piramidenn hervez an oad | ![]() |
Stankter | 201 ann./km² |
Lec'hienn ar gumun | www.delfzijl.nl/ |
Delfzijl (distagañ : [1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñs Groningen en Izelvroioù. War ribl kleiz aber ar stêr Ems, tost ouzh harzoù Alamagn. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober ar gumun : Bierum, Biessum, Borgsweer, Delfzijl, Farmsum, Godlinze, Holwierde, Krewerd, Losdorp, Meedhuizen, Spijk, Termunten, Termunterzijl, Uitwierde, Wagenborgen, Weiwerd, Woldendorp.
Greanterezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-fet talvoudegezh ez eo Delfzijl pempvet porzh an Izelvroioù hag enni e kaver un embregerezh aluminiom perc'hennet gant Aluminium Delfzijl. E 2004 e voe produet 112 400 tonennad aluminioù dourennek. Kalz embregerezhioù kimiezh a gaver ivez e Delfzijl, hag eil lec'h ezporzhiañ danvezioù kimiek eo en Izelvroioù goude Rotterdam.
Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bep pemp bloaz e vez aozet Delfsail, an darvoud brasañ en Izelvroioù evit a sell ouzh ar bageal. Bep bloaz e vez aozet "Pinksterfeesten" e Delfzijl.
Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E kuzul-kêr Delfzijl ez eus 21 dileuriad :
- PvdA : 9 dileuriad
- ChristenUnie : 4 dileuriad
- CDA : 3 dileuriad
- VVD : 2 zileuriad
- Lijst Stulp : 2 zileuriad
- PvhN : 1 dileuriad
Gevellerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) Delfzijl travel guide war Wikivoyage
|
![]() |
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |