Frise (departamant)

Eus Wikipedia

Ar Frise a oa un departamant gall en Izelvroioù eus 1811 da 1814, war-lerc'h ma voe staget rouantelezh Holland ouzh Bro-C'hall d'an 9 a viz Gouhere 1810.

Savet e oa bet an departamant diwar broviñs Friesland. Leeuwarden (Ljouwerte frizeg) a oa ar pennlec'h.

Arondisamantoù ha kantonioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel an holl zepartamantoù gall e oa rannet etre arondisamantoù ha kantonioù.

Arondisamant Leeuwarden
Arondisamant Heerenveen
Arondisamant Sneek