Roer (departamant)
Neuz
Roer zo anv un departamant gall krouet e 1795 en Alamagn hag en Izelvroioù, pa voe aloubet ar c'horn-bro-se gant ar C'hallaoued. Savet eo anv an departamant diwar hini ar stêr Roer (pe Rur en alamaneg).
Savidigezh an departamant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e oa departamant ar Roer diwar:
- dugelezhioù Jülich ha Kleve (Clèves e galleg),
- douaroù eskopti Köln war lez kleiz ar Roen,
- kêr Aachen,
- tammoù eus dugelezh Gelder a oa bet da Brusia.
Aachen (Aix-la-Chapelle e galleg) e oa ar pennlec'h. Pevar arondisamant a oa (e 1812) :
- Aachen, kantonioù: Aachen, Burtscheid, Düren, Eschweiler, Froitzheim, Geilenkirchen, Gemünd, Heinsberg, Linnich, Monschau ha Sittard.
- Kleve, kantonioù: Kleve, Geldern, Goch, Horst, Kalkar, Kranenburg, Wankum, Wesel ha Xanten.
- Krefeld, kantonioù: Krefeld, Bracht, Erkelenz, Kempen, Moers, Neersen, Neuss, Odenkirchen, Rheinberg, Uerdingen, Viersen
- Köln, kantonioù: Köln], Bergheim, Brühl, Dormagen, Elsen, Jülich, Kerpen, Lechenich, Weiden ha Zülpich.
War-lerc'h ma voe faezhet Napoleon e 1814, e voe rannet an departamant etre Rouantelezh an Izelvroioù (lez kleiz ar stêr Meuse hag un tamm douar a-hed al lez dehoù, enni Gennep, Tegelen ha Sittard, (bremañ e Limburg en Izelvroioù), ha Rouantelezh Prusia (proviñs Jülich-Kleve-Berg, bremañ e Nordrhein-Westfalen, Alamagn).
Levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sabine Graumann, Französische Verwaltung am Niederrhein. Das Roerdepartement 1798-1814, Essen 1990