Mont d’an endalc’had

Limbourg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Limburg)

Limbourg e galleg, Limburg en izelvroeg hag en alamaneg, zo anv meur a dra.

Limburg pe Limbourg eta zo ur rannvro lec'hiet etre kêrioù Liège (Belgia), Maastricht (Izelvroioù) hag Aachen (Alamagn).

E pep hini eus an teir Stad-se avat e roer ur ster disheñvel d'ar ger a-wechoù, dre abegoù istorel pe velestradurel, dreist-holl bremañ.

Div gêr zo anvet Limbourg pe Limburg hiziv :

Istor ar vro anvet Limbourg pe Limburg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok an Dispac'h Gall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ur Stad a voe, anvet Dugelezh Limbourg, a oa ur rann eus an Izelvroioù spagnol, a oa dalc'het gant Rouantelezh Spagn.
  • E 1581 ec'h eas an dugelezh da get pa voe disklêriet o frankiz diouzh Rouantelezh Spagn gant 17 proviñs an Izelvroioù spagnol, met adc'hounezet e voe kreisteiz ar vro gant Spagn, ha setu ma voe rannet an dugelezh etre div lodenn :
  • E 1713 e teuas Izelvroioù ar C'hreisteiz da vezañ an Izelvroioù aostrian , ha ganto kentañ Stad al Limbourg belgiat, hag un emglev politikel a voe skoulmet etre int hag ar Rouantelezh c'hall. Setu penaos e voe ganet ar c'hentañ Limbourg aostrian (er C'hornôg d'ar stêr Maas). Dizalc'h avat e chome Republik ar Proviñsoù-Unanet.
  • E 1748 e voe aloubet un darn eus an Izelvroioù aostrian gant armeoù ar roue gall Loeiz XIV, da-geñver Brezel Hêrezh Aostria. Ret e voe dezhañ lezel e zouaroù en Izelvroioù hag en Alamagn, dreist-holl reter Limbourg, al Limbourg alaman (reter Aachen), ul lodenn istorel hag a chomas gant Aostria a-raok bout kemeret diwezhatoc'h gant Prusia, adkemeret gant Bro-C'hall en amzer ar Gonsuled, kollet gant diskar an Impalaeriezh, unanet goude gant Westfalen, kevreet gant Prusia hag Impalaeriezh Aostria-Hungaria, hag Alamagn en XXvet kantved.

E-pad an Dispac'h Gall hag an Impalaeriezh c'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E 1790, war-lerc'h an Dispac'h Gall, e teuas kreisteiz an Izelvroioù aostrian da vezañ ar Stadoù Belgiat Unanet, eil Stad al Limbourg belgiat en o zouez, met kement-se ne badas ket pell : aloubet e voent adarre gant Aostria a oa e brezel ouzh ar Republik c'hall.
  • E 1794 e teuas ar jeneral gall Jean-Baptiste Jourdan (1762-1833) da aloubiñ an Izelvroioù aostrian, a voe anvet Belgique.
  • E 1795 e voe aloubet Republik ar Proviñsoù-Unanet gant ar C'hallaoued ; harpet e oa ar vro gant Bro-Saoz hag Aostria da-neuze. Ar Republikaned a-du gant ar C'hallaoued a emsavas, ha pa skampas kuit ar stathouder (gouarnour hollek) Willem V van Oranje-Nassau d'an 18 a viz Genver, e voe savet ar Republik batav.
    • Dre feuremglev Den Haag ar 16 a viz Mae 1795, ar Republik batav a roas Limbourg ar Stadoù da Vro-C'hall, da lavarout eo kêrioù Maastricht, Roermond ha Venlo.
    • D'ar 1 a viz Here e voe staget Belgia ouzh Bro-C'hall, rannet etre 9 departamant gall, ha mont a reas Limbourg d'ober ur rann eus ar Meuse-Inférieure (prefeti en Maastricht, isprefetioù e Hasselt ha Roermond).

War-lerc'h Kendalc'h Vienna e 1815

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E Kendalc'h Vienna en 1815, e voe didammet an Impalaeriezh c'hall. D'an Izelvroioù e voe roet departamant gall kozh ar Meuse-Inférieure (1795-1814) hag ar peurrest eus Belgia d'an Izelvroioù ; disrannet e voe Luskembourg avat, a zeuas da vout un Dugelezh-veur dizalc'h.
  • E 1830 en emsavas Belgia, a disklêrias he dizalc'hiezh diouzh an Izelvroioù ; da neuze e oa belgiat bro Luksembourg (war-bouez kreñvlec'h Luksembourg, a oa e dalc'h arme Prusia), evel proviñs Limbourg (pennlec'h : Hasselt, isprefeti : Roermond) war-bouez kreñvlec'h Maastricht a chomas gant an Izelvroioù a-hed ar brezel a voe etre Belgia hag an Izelvroioù (1831-1839).
  • E 1839, war-lerc'h Feur-emglev ar XXIV mennad (19 a viz Ebrel) sinet e Londrez, e voe anavezet dizalc'hiezh Rouantelezh Belgia gant Rouantelezh an Izelvroioù, nemet e voe ret da Velgia zilezel meur a diriad :
    • un tamm eus Luksembourg, voe neuze ur vro dizalc'h ivez hag anvet Dugelezh-veur Luksembourg) ;
    • un tamm eus proviñs Limbourg (hini 1815-1839), ur broviñs kozh hag a voe rannet etre an div broviñs a anavezer bremañ : Limbourg an Izelvroioù er Reter (Maastricht ar pennlec'h, Roermond an eil-pennlec'h) ; Limbourg Belgia er C'hornôg, e Flandrez, Hasselt ar pennlec'h anezhi, anvet ivez Limbourg ar C'hornôg ha Limbourg flamank abalamour d'he disheñvelout diouzh kêr Limbourg a zo er gevred d'al Limbourg flamank hag e-barzh proviñs Liège e Wallonia.
  • Al Limburg alaman eo al lodenn eus ar vro istorel a zo er reter da Aachen, a voe roet da Brusia da vare Kendalc'h Vienna, kemeret diwar an Izelvroioù aostrian kozh, hogen ne voe ket daskoret, evel ar peurrest eus Belgia, pa voe an Izelvroioù : en eskemm e voe roet un tamm eus Bavaria da Aostria, ha Venezia war ar marc'had.

Kêr Limbourg, an hini he deus roet hec'h anv d'an dugelezh hag a zo deuet da vezañ div broviñs goude, n'emañ ket en hini ebet eus ar proviñsoù-se : e proviñs Liège emañ hiziv, p'emañ ar proviñsoù izelvroat ha belgiat pelloc'h en Hanternoz.

Un anv-tiegezh eo Limbourg ivez.

  • Anv an tri breur Limbourg : Herman, Jean ha Paul, arzourien hag oberourien an Très Riches Heures du duc de Berry, genidik a Nijmegen.
  • Anv an Tiegezh Limbourg, diazezet e-kreiz an XIvet kantved gant Waleran Iañ, kont Limbourg († 1082).
  • Jean Philippe ha Robert Limbourg, genidik eus Theux, e 1726 hag e 1731, a voe mezeien brudet. An hini henañ anezho a voe marc'heget en Impalaeriezh Santel Roman alaman.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]