Brezel Hêrezh Aostria

Eus Wikipedia

Brezel Hêrezh Aostria (1740-1748) zo ur brezel hag a c'hoarvezas en Europa a-enep an Impalaeriezh Santel en abeg d'ar PS sinet gant an impalaer Karl VI an Impalaeriezh Santel p'en devoa roet e stadoù d'e verc'h Maria Theresia.

Div gostezenn a oa: Prusia, Bavaria ha bro-C'hall en un tu; Aostria, Breizh-Veur, ar Proviñsoù-Unanet ha Rusia, en tu all.

E 1748 e voe kroget gant divizoù en Aachen, ha sinet ur feur-emglev d'an 18 a viz Here 1748.