Meuse-Inférieure
Neuz
Ar Meuse-Inférieure zo anv un departamant gall, krouet e 1795 er broioù aloubet gant ar Republik C'hall e Belgia hag an Izelvroioù, ha diskaret e 1814 pa voe distroadet an diktatour gall Napoléon Bonaparte.
Maastricht (Maestricht en amzer-hont) e oa ar pennlec'h, ha daou ispennlec'h a voe adalek 1800 : Hasselt ha Roermond (Ruremond).
Rannet e oa an departamant e tri arondisamant :
- Maastricht, kantonioù: Bilzen, Gulpen, Heerlen, Maasmechelen, Maastricht, Meerssen, Oirsbeek, Rolduc (bremañ Kerkrade ha Herzogenrath) ha Tongeren.
- Hasselt, kantonioù: Beringen, Borgloon, Hasselt, Herk-de-Stad, Peer ha Sint-Truiden.
- Roermond, kantonioù: Achel, Bree, Maaseik, Niederkrüchten, Roermond, Venlo ha Weert.
Hiziv emañ an douaroù-se dre vras e proviñsoù Limburg Belgia ha Limburg an Izelvroioù.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv eus hini ar stêr Meuse, anv gallek ar stêr a zo Maas e nederlandeg.