Departamant ar Stura

Eus Wikipedia
An departamantoù gall en Italia dindan Napoleon, e 1811

Stura a oa anv un departamant gall en Italia e penn kentañ an XIXvet kantved, en amzer konsulvezh Napoleone Buonaparte e Bro-C'hall.

En-dro dezhañ e oa an departamantoù-mañ: an Alpes-Maritimes, Montenotte, Marengo, , Hautes-Alpes.

Krouet e voe d'an 11 a viz Gwengolo 1802, goude aloubadeg Rouantelezh Sardigna gant ar C'hallaoued. Klotañ a rae, mui pe vui, gant proviñs Cuneo bremañ. Diskaret e voe an departamant, gant an departamantoù italian all, e 1814 pa voe faezhet an impalaer gall.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv eus ar stêr Stura di Demonte

Cuneo a oa ar pennlec'h anezhañ, hag isprefetioù a oa en Alba, Mondovi, Saluzzo (Saluces e galleg) ha Savigliano.