Rhin-et-Moselle
Rhin-et-Moselle a oa unan eus an 13 departamant gall a voe savet gant ar Republik c'hall en Alamagn e 1798, pa voe staget lez kleiz ar stêr Roen ouzh Bro-C'hall.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ran anv an departamant eus anv div stêr, hervez ar c'hiz c'hall diazezet e 1790, ar Roen (Rhin e galleg) hag ar Moselle (stêr).
Koblenz e oa ar pennlec'h. Isprefeti a oa e Bonn hag e Simmern.
Savidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok aloubidigezh ar C'hallaoued e 1794 e oa rannet douaroù alaman ar c'hornad etre meur a zek stad vihan, holl izili eus an Impalaeriezh Santel Roman.
Evit an departamant a voe savet diwar douaroù a oa da arc'heskopti Köln arc'heskopti Trier ha Pfalz.
D'ar 5 a viz Gwengolo 1797 e voe embannet ur republik, ar République cisrhénane, met rannet e voe ar c'hornad gant an Directoire d'ar 4 a viz Du 1797 etre 4 departamant: ar Roer, ar Sarre, Rhin-et-Moselle hag ar Mont-Tonnerre. Goude e voent ebarzhet en Impalaeriezh C'hall d'an 9 a viz Meurzh 1801, ken na voe diskaret e 1814.
Arondisamantoù ha kantonioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arondisamant Koblenz : kantonioù Koblenz, Andernach, Boppard, Cochem, Kaisersesch, Lutzerath, Mayen, Münstermaifeld, Polch, Rübenach, Treis ha Zell.
- Arondisamant Bonn : kantonioù Bonn (2 cantons), Adenau, Ahrweiler, Remagen, Rheinbach, Virneburg ha Wehr.
- Arondisamant Simmern : kantonioù Simmern, Bacharach, Kastellaun, Kirchberg (Hunsrück), Kirn, Bad Kreuznach, Sankt Goar, Bad Sobernheim, Stromberg ha Trarbach.
War-lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe diskaret Napoleon e 1814, ez eas an douaroù-se gant rouantelezh Prusia.
Hiriv emañ an douaroù -se e Rheinland-Pfalz evit an hanter, e Nordrhein-Westfalen evit an hanter all.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arrêté relatif à la mise en activité de la Constitution dans les départements de la Roer, de la Sarre, de Rhin-et-Moselle et du Mont-Tonnerre
- Constitution de l'an X - 1802
- Carte des anciens départements français du Nord et de l'Est
Traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gompagnunezh asurañsoù Rhin-et-Moselle a oa bet krouet e 1881 e Strasbourg, hag a badas betek 1991. Lonket eo bet neuze gant an Assurances générales de France, AGF .