Mont d’an endalc’had

Tanaro (departamant)

Eus Wikipedia
Ar galleg eo yezh ofisiel ar republik c'hall, ha departamant an Tanaro a oa unan eus he departamantoù italian.

An Tanaro a oa un departamant gall en Italia etre 1801 ha 1805. Dont a rae an anv eus ar stêr Tanaro, hervez ar c'hiz c'hall.

Krouet e voe d'ar 24 a viz Ebrel 1801 e Piemonte war-lerc'h aloubidigezh ar Republik subalpin gant Bro-C'hall. Lakaet e voe da dalvezout d'an 11 a viz Gwengolo 1802 pa voe staget ar Republik sizalpin ouzh Bro-C'hall ivez.

Asti a oa ar pennlec'h, tri arondisamant a oa. D'ar 6 a viz Mezheven 1805 e voe staget Republik Liguria ouzh Bro-C'hall ivez, ha diskaret e voe an departamant, ha rannet etre tri departamant all, Marengo, Montenotte ha Stura.

Listenn departamantoù gall Italia