Tanaro

An Tanaro e Ceva.
An Tanaro zo ur stêr en hanternoz Italia, adstêr d'ar Po war e lez dehou. Gant he 276 km eo eil stêr hirañ Piemonte war-lerc'h ar Po .
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kar e vefe an anv da hini an doue galian Taranis ha d'ar stêr Tarn en Okitania.
Red ar stêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ponte di Nava, war an harzoù etre Piemonte ha Liguria
Eieniñ a ra an Tanaro e mervent Piemonte war harzoù Liguria, en Alpi Liguri. E gwirionez e c'hoarvez eus kember ar froudoù Tanarello ha Negrone war harzoù kumunioù Ormea (e Proviñs Cuneo) ha Cosio d'Arroscia (e proviñs Imperia).
Departamant gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bez ez eo bet ivez anv un departamant gall da vare aloubadeg Italia gant armeoù an impalaer gall Napoleone Buonaparte, gwelout Tanaro (departamant) .