Listenn departamantoù gall Italia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An departamantoù gall en Italia dindan Napoleon, e 1811
An departamantoù gall en Italia dindan Napoleon, e 1811

Goude an Dispac'h Gall e 1789 ha krouidigezh an departamantoù er Rouantelezh C'hall e 1790 ez eas armeoù ar Republik C'hall da aloubiñ broioù all ; departamantoù nevez a voe krouet ganto en Izelvroioù, ha war-lerc'h gant Napoleon Bonaparte e Spagn, en Alamagn, en Italia, e Suis hag e Gres.

Goude krouidigezh departamantoù

e voe krouet 13 departamant gall all etre 1802 ha 1809, dre ma veze staget douaroù nevez eus Italia ouzh an Impalaeriezh c'hall kentañ. Setu int:


Al listenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv Pennlec'h Padelezh Bro
Apennins Chiavari 1805-1814 Italia
Arno Firenze 1808-1814 Italia
Doire Ivrea 1802-1814 Italia
Gênes Genova 1805-1814 Italia
Marengo Alessandria 1802-1814 Italia
Méditerranée Livorno 1808-1814 Italia
Montenotte Savona 1805-1814 Italia
Ombrone Siena 1808-1814 Italia
Torino 1802-1814 Italia
Rome Roma 1809-1814 Italia
Sésia Vercelli 1802-1814 Italia
Stura Cuneo 1802-1814 Italia
Tanaro Asti 1802-1805 Italia
Taro Parma 1808-1814 Italia
Trasimène Spoleto 1809-1814 Italia

Departamantoù rouantelezh Italia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar stagañ an div republik sispadan ha transpadan e voe savet ur Republik Sizalpin, anvet Republik Italia war-lerc'h, ha Rouantelezh Italia diwezhatoc'h. Distabil e oa an harzoù, ha meur a gemm a voe, met e 1812, p'edo en he brasañ, e oa 24 departamant enni:

Ul listenn all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ret eo menegiñ ouzhpenn douaroù italian a oa bet aloubet, roet dezho anvioù departamantoù gant ar C'hallaoued, hag a oa chomet gall daou anezho (re Gorsika), hag ar re a oa distro da Italia goude faezhidigezh Napoleon e 1814, hag a voe roet gant Rouantelezh Italia da Vro-C'hall e 1860 . Er rumm kentañ:

En eil rumm:

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]