Golo (departamant)
Neuz
Golo a oa un departamant gall e Korsika, eus 1793 betek 1811, lakaet dezhañ anv ar stêr Golo, a red e hanternoz an enezenn hag en em daol e Mor Tirrenia.
Bastia e oa ar gêr-benn.
Krouet e voe diwar departamant Korsika e 1793, rannet etre Golo, en hanternoz, ha Liamone, er c'hreisteiz. Adsavet e voe departamant Korsika e 1811, dre adunaniñ an daou zepartamant Liamone ha Golo, hag un departamant unvan e chomas betek ar 1añ a viz Genver 1976. Neuze e voe rannet adarre ha krouet daou zepartamant, hini Corse-du-Sud ha hini Haute-Corse a glot tre-ha-tre gant ar Golo kozh, gant korn-bro Niolu, e-kreiz an enezenn, ouzhpenn, tra ma oa e Liamone gwechall.