Mont d’an endalc’had

Haut-Adige

Eus Wikipedia
  • ██ Departamant gall an Haut-Adige
  • An Département du Haut-Adige, Departement Oberetsch en alamaneg ha dipartimento dell'Alto Adige en italianeg, a oa un departamant e Rouantelezh Italia etre 1810 ha 1814, anvet war batrom departamantoù gall (Haute-Loire ha Haut-Rhin), meneg ennañ eus ar stêr Adige.
    Trento e oa ar pennlec'h.

    An italianeg e oa yezh ar velestradurezh met en toleadoù alamanek e veze embannoù melestradurel divyezhek, hag alamaneg a veze implijet e melestradurezh ar c'humunioù.

    Krouet e voe an departamant e Rouantelezh Italia, ma oa roue an impalaer gall Napoleon Iañ.
    Alto Adige, an anv italianek, zo bet implijet diwezhatoc'h gant Ettore Tolomei da reiñ un anv italianek d'ar Sutirol, al lodenn eus Tirol staget ouzh Italia e 1919. Un anv ofisiel e teuas da vezañ dindan renad faskour Benito Mussolini adalek 1923.