Adda (departamant)

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Adda zo ivez.
Departamantoù Italia

Adda a oa un departamant en amzer e Rouantelezh Italia , krouet gant Napoleone Buonaparte, impalaer ar C'hallaoued e 1804, ha Roue Italia e 1805. Anvet e oa diwar ar stêr Adda, ha Sondrio a oa ar pennlec'h anezhañ.

Klotañ a rae gant ar Valteline ha kontelezhioù Chiavenna ha Bormio.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un departamant « Adda » a oa bet krouet d'an 9 a viz Gouhere 1797 er Republik Sizalpin, ha dezhañ daou bennlec'h, Lodi ha Crema, a bep eil bep daou vloaz.

D'ar 5 a viz Du 1797 e voe krouet an departamant « Adda-et-Oglio », dezhañ Morbegno da bennlec'h, evit reiñ bod d'ar Valtelina ha da gontelezhioù Chiavenna ha Bormio, tennet digant ar Grisons d'an 19 a viz Mezheven 1797 ha staget ouzh ar Republik Sizalpin d'an 22 a viz Here goude. D'an 3 a viz Kerzu 1797 e voe kaset ar pennlec'h da Sondrio.




Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]