Crostolo (departamant)

Departamant Crostolo a oa un departamant gall en Italia, er Republik sispadan da gentañ, er Republik sizalpin, e Republik Italia hag e Rouantelezh Italia ivez, adal 1797 betek 1815. Anvet e oa diwar-lerc'h ar stêr Crostolo, ha Reggio Emilia e oa ar pennlec'h anezhañ.
Er reter dezhañ e oa departamant ar Panaro.