Mincio (departamant)

Eus Wikipedia

Ar Mincio a oa un departamant eus ar Republik Sizalpin, eus ar Republik italian (1802-1805) goude, hag eus Rouantelezh Italia (1805-1814) goude c'hoazh, etre 1797 ha 1814. Anvet e oa bet diwar anv ar stêr Mincio, adstêr d'ar Po. Kêr Mantova e oa ar pennlec'h.