Macerata
Macerata | ||
---|---|---|
Melestradurezh | ||
Bro | ![]() | |
Rannvro | Marche | |
Proviñs | Proviñs Macerata | |
Kod ISTAT | 043023 | |
Kod post | 62100 | |
Maer Amzer gefridi | ||
Lec'hienn web | http://www.comune.macerata.it | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 43 019 ann. (31-12-2010[1]) | |
Stankter | 468 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelder | 315 m | |
Gorread | 92 km² | |
Lec'hiadur | ||
kemmañ ![]() |
Macerata zo ur gêr eus Italia e proviñs Macerata e rannvro ar Marche, e kreiz Italia. 43000 annezad zo.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emañ war un dorgenn 313 metr uhelder a-us live ar mor. Balirañ a ra a-us traoñniennoù div stêr, ar Potenza er norzh, hag ar Chienti er su. Emañ 30 km er c'hôrnog da Vor Adria ha war-dro 60 km diouzh an Apenninoù.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e oa bet Macerata en ur vodañ div gumun e 1138. Diazezet e oa he skol-veur e 1290.
Eus ar XVvet kantved eo he Iliz-veur.
E-barzh Stadoù ar Pab e oa eus 1532 betek 1860, ha goude e-barzh Italia.
Bevennet e oa ar Piazza della libertà, plasenn veur ar gêr, e 1581.
Savet e oa an opera e 1829.
Gevellet eo gant Weiden in der Oberpfalz abaoe 1963, gant Issy-les-Moulineaux abaoe 1982 ha gant Floriana abaoe 2007.
Ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sevenadur ha glad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An iliz-veur
Melesdraturezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar vaered | |||
Maread | Anv | Strollad | Perzh |
---|---|---|---|
5 a viz Ebrel 2005 – miz Ebrel 2010 | Giorgio Meschini | kreiz kleiz | |
miz Ebrel 2010 – - | Romano Carancini | kreiz kleiz | |
N'eo ket anavezet an holl fedoù c'hoazh. |
Pennkêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Acquesalate, Acquevive, Botonto San Giacomo, Botonto Sant'Isidoro, Cervare, Cimarella, Cincinelli, Collevario, Consalvi, Corneto, Helvia Recina, Isola, Madonna del Monte, Montanello, Piediripa, Sforzacosta, Valle, Vallebona, Valteia, Villa Potenza.
Kumunioù en trowardroioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Appignano, Corridonia, Montecassiano, Montelupone, Morrovalle, Pollenza, Recanati, Tolentino, Treia
Tud liammet ouzh ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tremenet e oa Michel de Montaigne dre vMacerata e-pad e veaj en Italia e 1580-1581. Setu ar pezh a skriv ar prederour diwar-benn e weladenn en e levr beaj :
- Belle ville de la grandeur de Libourne, assise sur un haut en forme aprochant du ront, & se haussant de toutes pars egalemant vers son vantre. Il n’y a pas beaucoup de bastimans beaus. J’y remercai un Palais de pierre de taille, tout taillé par le dehors en pouinte de diamans carrée ; come le Palais du Cardinal d’Este à Ferrare cete forme de constructure est plesante à la veue. L’antrée de cete ville, c’est une porte neufve, où il y a descrit : Porta Boncompaigno, en lettres d’or ; c’est de la suite des chemins que ce Pape a redressés. C’est ici le siege du Legat pour le païs de la Marque[2]
- Matteo Ricci (1552 - 1610), beleg ha misioner jezuist e Sina, a oa ganet eno
- Horace Capponi a oa he gouarnour
- Basilio Basili (1804-1895) sonaozer, a oa ganet eno
- Alessandro Serenelli (1882-1970), kapucin, a oa marvet eno
- Laura Boldrini, politikourez ha prezidantez Kambr an deputed Italia abaoe 2013, a oa ganet eno e 1961
- Camila Giorgi, c'hoarierez tennis, a oa ganet eno e 1991
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (it) Popolazione residente e bilancio demografico war lec'hiennan ISTAT.
- ↑ Lenn an destenn glok e pajenn 81 Levr beaj Montaigne en Italia embannet war lec'hienn skol-veur Chicago
|