Tibre

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Confusion colour.svgAmañ ez eus kaoz eus an departamant kozh. Evit ar stêr, gwelet amañ.

An Tibre a oa un departamant gall en Italia e mare an diktatour gall Buonaparte, anvet diwar anv gallek ar stêr Tiber, e Lazio a vremañ. Kêr Roma e oa ar pennlec'h anezhañ.

Un istor berr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ e oa un departament (dipartimento del Tevere) eus ar Republik roman, entre 1798 ha 1799.

D'ar 15 a viz Gouhere 1809 e voe krouet an departamant gall, pa voe staget Stadoù an Iliz ouzh an Impalaeriezh c'hall kentañ . Adalek ar 17 a viz C'hwevrer 1810 e oa deuet an Tibre da vezañ département de Rome.

Distrujet e voe, evel holl zeparatamantoù gall Italia, pa voe faezhet Bonaparte e 1814.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]