Mont d’an endalc’had

Abdallah Iañ Jordania

Eus Wikipedia
Abdallah I Jordania
Poltred ofisiel
Roue Jordania
Ren 25 a viz Mae 1946

20 a viz Gouhere 1951

Kentad Hini ebet

Anvet da roue Jordania

Warlerc'hiad Talal I Jordania
Emir Treuzjordania
Ren 1 a viz Ebrel 1921

25 a viz Mae 1946

Kentad Hini ebet

Anvet da emir Treuzjordania

Warlerc'hiad Hini ebet

Anvet da roue Jordania

Ganedigezh Miz C'hwevrer 1882

Mekka, Impalaeriezh otoman

Marv 20 a viz Gouhere 1951

Jerusalem

Tiernac'h Hachemited
Tad Hussein ben Ali
Mamm Abdiyya bent Abdallah
Relijion Islam sunnit

Abdallah Iañ ben Hussein (عبد الله الأول بن الحسين Abd Allāh ala'oul ben al-Hussein), roue Jordania, bet ganet e Miz C'hwevrer 1882 e Mekka, Hedjaz, Impalaeriezh otoman ha marvet d'an 20 a viz Gouhere 1951 e Jerusalem, a oa eil mab Hussein ben Ali, cherif hag emir Mekka.

Studioù a reas e Kergustentin hag en Hedjaz. Kannad Mekka e voe en Impalaeriezh adalek 1911 betek 1914 ; a-du gant Kevredidi ar Brezel-bed kentañ e savas, pa chomas an Impalaeriezh a-du gant Alamagn.

Etre 1916 ha 1918, gant skoazell ar C'hembread Lawrence Arabia, e voe e penn Emsavadeg Meur an Arabed a-enep an Impalaeriezh.

E 1921 e voe anvet da Emir Treuzjordania betek krouidigezh Rouantelezh Hachemit Jordania e 1946, ma voe Roue betek e zrouklazh e 1951.

Ur perzh pouezus-kenañ a c'hoarias Abdallah ben Hussein e politikerezh hag Istor ar Reter Nesañ en hanterenn gentañ an XXvet kantved.

Yaouankiz politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok e dregontvet deiz-ha-bloaz e oa Abdallah ben Hussein ur politikour ampart, pa zeuas a-benn da gendrec'hiñ e dad d'emstrivañ da Cherif Mekka – ar pezh a voe graet, gant harp ar Rouantelezh-Unanet, a voe gounezet a-drugarez da Abdallah. E 1911 e voe dilennet Abdallah e-unan da gannad Mekka e Parlamant an Impalaeriezh otoman, ma voe hanterour etre e dad ha gouarnamant an Impalaeriezh.[1]

E 1914, pa zivizas mont a-du gant Kevredidi ar Brezel-bed kentañ, en enep d'an Impalaeriezh, ez eas dre guzh da Gaero da gejañ ouzh Maodiern ar Brezel e gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet, Lord Kitchener, evit gounit e skoazell da raktres Hussein ben Ali : sevel ur Stad arab er Reter Nesañ.[2]

A-hed ar Brezel-bed kentañ e chomas Abdallah ben Hussein e darempred gant gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet, hag e 1915 e vroudas e dad da eskemm lizheroù gant Sir Henry McMahon, a oa uhelgomiser en Egipt, diwar-benn dizalc'hiezh an Arabed diouzh an Durked.[1]

Da heul an eskemm lizheroù-se e c'hoarvezas Emsavadeg Veur an Arabed e 1916-1918, ma voe Abdallah ben Hussein e penn lu arab ar Reter, war-dro 5 000 soudard ennañ.[2]

D'an 10 a viz Mezheven 1916 e tagas ur gwarnizon otoman e Ta'if, nepell diouzh Mekka. Petra bennak ma ne oa nemet 3 000 soudard turk er gwarnizon ne c'hallas ket an Arabed e gemer, dre ziouer a armoù e-tal kanolierezh an Durked ; seziz a voe lakaet war ar gwarnizon neuze, betek ma teufe ul luad egiptat e miz Gouhere gant kanolierezh ivez, ha d'an 22 a viz Gwengolo 1916 en em zaskoras an Durked.

Goude an trec'h-se ez eas Abdallah ben Hussein gant 4 000 soudard da Vedina, a oa sezizet ivez.
E deroù 1917 e tagas un dezougadeg otoman en dezerzh hag e preizhas an holl bezhioù moneiz aour a oa da c'houbrenañ ar Vedouined evit ma chomfent feal d'ar sultan otoman.[2]

E miz Eost 1917 e labouras gant ar c'habiten gall (aljerian[3]) Mohammed Ould Ali Raho evit tarvañ an hent-houarn Hedjaz.[2]

Emirelezh Treuzjordania

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar Gwener 23 a viz Gouhere 1920 e voe taget Rouantelezh Siria gant ar C'hallaoued en ode Maisaloun, nepell diouzh ar gêr-benn Damask hag ar vevenn gant Liban. Da heul an trec'h e voe kemeret Damask ganto hag eztiriet ar roue Faisal, a oa breur da Abdallah ben Hussein. Hennezh a guitaas an Hedjaz gant e luad da vont da Amman, m'en em stalias da c'hortoz dieubiñ Damask.[1]

Keloù eus raktres Abdallah ben Hussein a erruas er Rouantelezh-Unanet ; Winston Churchill, a oa o tistreiñ da Londrez goude Kuzuliadeg Kaero, a gejas ouzh Abdallah ben Hussein e Jerusalem d'an 28 a viz Meurzh 1921 ; dont a reas a-benn d'e gendrechiñ : kreñvoc'h eget hini an Arabed e oa al lu gall, ha ne felle ket d'ar Rouantelezh-Unanet bezañ broc'het ouzh Bro-C'hall. Plegañ a reas Abdallah ben Hussein, hag en eskemm e voe krouet Emirelezh Treuzjordania.

D'an 8 a viz Meurzh 1920 e voe anvet da Roue Iraq gant Parlamant Iraq, ar pezh a nac'has ; e vreur Faisal; a oa o paouez bezañ faezhet e Siria, a asantas pignat war an tron.

Kerkent hag anvet da emir Treuzjordania d'an 11 a viz Ebrel 1923 e krogas Abdallah ben Hussein da aozañ ar Stad, a voe roet dezhi an dizalc'hiez velestradurel d'ar 25 a viz Ebrel 1923.

D'an 22 a viz Meurzh 1946 e sinas an emir ur feur-emglev diwezhañ gant an R.-U. a lakae ar Stad treuzjordanian da vezañ dizalc'h. Daou viz diwezhatoc'h, d'ar 25 a viz Mae 1946 e voe lakaet Abdallah ben Hussein da roue gant ar parlamant ha kemmet anv ar Stad (« Emirelezh Treuzjordania ») e « Rouantelezh Jordania ».

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-hed e vuhez, ha dreist-holl a-c'houde Emsavadeg Veur an Arabed ha diskar an Impalaeriezh otoman, e youlas Abdallah ben Hussein sevel ur Stad hollarab er Reter Nesañ, a anve « سوريّة الكبرى Souriya al-Kebir "Siria Veur" », a vije enni Iraq, Jordania, Liban, Palestina ha Siria hag a vije renet gant an diernac'h hachemit e Damask.

En abeg d'ar c'hraf diwezhañ e savas disfiziañs e meur a Stad arab, e soñje dezho e oa Abdallah ben Hussein o klask lemel o dizalc'hiezh diganto peogwir e oa a-dra gant o enebourien ; disfiz a savas ivez en Abdallah ben Hussein diouzh pennoù ar Stadoù arab all[4],[5],[6].

Golda Meir (1878-1978)

E 1937 e savas Abdallah ben Hussein a-du gant alioù Kengor Peel[7], a ginnige ma vije krouet ur Stad yuzev en 20% eus tiriad Palestina, ar peurrest o vont gant Treuzjordania. Pa 'z asantas ar Yuzevien, petra bennak ma kave dezho e oa gwall vihan an dachenn, ez enebas Arabed Palestina hag ar Stadoù tro-war-dro. Kazeg a reas ar c'hengor eta. Dek bloavezh diwezhatoc'h, e 1947, e voe Addallah ben Hussein ar rener arab nemetañ a savas a-du gant disentez Aozadur ar Broadoù Unanet da rannañ Palestina etre ur Stad yuzev hag unan arab, goude emvodoù kuzh gant Golda Meir (a voe Pennmaodiernez Stad Israel eus 1969 betek 1974) ma[8],[9]

D'ar 4 a viz Mae 1948, Abdallah ben Hussein, a glaske bezañ mestr war an darn vrasañ eus Palestina, a gasas soudarded al Legion Arab da dagañ trevadennoù israelat Gush Etzion, etre Jerusalem hag Al-Khalil (a zo Hevron en hebraeg) ; sizhun diwezhatoc'h, d'an 11 a viz Mae, e kejas ouzh Golda Meir adarre hag e klaskas hec'h asant d'ur broviñs yuzev er Stad hollarab a oa-eñ e-sell da staliañ, gant dilennidi yuzev er Parlamant, ar pezh a virje ouzh tarzhadenn ur brezel etre ar Yuzevien hag an Arabed er Reter Nesañ[10]. Golda Meir a zegasas d'e soñj ar pezh a oa bet kendivizet en emvod an 29 a viz Du 1947 gant Aozadur ar Broadoù Unanet : rannañ Palestina etre ur Stad yuzev hag unan arab.

Koulz ar Yuzevien ha Palestiniz a voe nec'het o welet e vije brezel ; Abdallah ben Hussein a zisklêrias e kavje gwelloc'h ur Stad yuzev amezek da Dreuzjordania eget ur Stad arab palestinat dindan beli pennadurezhioù an islam.[8]

Peogwir e oa mat a-walc'h an darempredoù etre roue Jordania, ar Stadoù kornôgel hag ar pennadurezhioù yuzev e voe dispriziet Abdallah ben Hussein gant ar pennoù arab all ; en abeg da gement-se, hag ivez peogwir e felle dezhañ astenn e diriad ha kemer Jeruzalem e savas Abdallah ben Hussein a-du gant un dagadenn hollarab a-enep Stad Israel, a voe krouet d'ar 15 a viz Mae 1948. En em lakaat da bennkomandour an nerzhioù arab a reas, hag anvet er galloud-se.[6]

Aloubet e voe Glann Gornôgel ar stêr Jordan ha Reter Jerusalem, ha lakaet o annezidi da geodedourien Jordania.

E 1949 e voe Abdallah ben Hussein o kemer perzh en emvodoù kuzh gant pennadurezhioù Israel a-benn degas ar peoc'h. Pa zeuas ar c'heloù d'ar Stadoù arab all ez asantas Abdallah ben Hussein paouez gant ar marc'hataerezh-se, gant ma asantfe ar Stadoù arab all ma vefe ar C'hlann Gornôgel e Routantelezh Hachemit Jordania.

An drouklazhadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da zerc'hent an drouklazhadenn, 19 a viz Gouhere 1951

En Amman d'ar 16 a viz Gouhere 1951 e voe drouklazhet Riad Bei al-Solh, unan eus ez-pennmaodierned Liban, rak brud a rede eus emglevioù kuzh etre Liban ha Jordania a-benn sinañ ar peoc'h gant Israel.

Pa oa e moskeenn Al-Aqsa e Jerusalem da geñver an obidoù – ha kent un emvod gant pennadurezhioù Israel – e voe drouklazhet Abdallah ben Hussein gant ur Palestinian. Unan eus ar boledoù a dizhas e vab-bihan Hussein, a voe saveteet a-drugarez d'ur vedalenn a oa bet lakaet war e vruched diwar c'houlenn e dad-kozh.[11]

A-c'houde an enklask e voe gouezet en devoa an drouklazher, ur paotr yaouank, graet e daol diwar urzh ar c'horonal Abdallah al-Tell, a oa bet gouarnour milourel Jerusalem. Kastiz ar marv a voe lakaet dezhañ ha d'e dri genwaller ; d'ar 6 a viz Gwengolo e voe krouget e genwallerien.

Mab henañ Abdallah ben Hussein, a bignas war gador-roue Jordania dindan an anv Talal Iañ Jordania ; dre ma oa klañv a spered e voe digadoriet d'an 11 a viz Eost 1952, hag e vab Hussein a voe roue d'e dro, d'an oad a 17 vloaz. E 1967 e pardonas Hussein Iañ Jordania da c'hougemenner drouklazhadenn e dad-kozh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Michael T. Thornhill, Abdallah bin Hussein (1882-1951), en Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, 2013, ISBN 978-0-19-967154-0 (en)
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 David Murphy, The Arab Revolt – 1916-1918, Osprey Publishing, 2008, ISBN 978-1-84603-339-1 (en) Google Books
  3. MémorialGenWeb (fr)
  4. Avi Shlaim, Lion of Jordan : The life of King Hussein in War in Peace, Allen Lane, 2010, ISBN 978-0-7139-9777-4 (en) (Diwar-benn Hussein I Jordania, mab ha warlerc'hiad Abdallah ben Hussein)
  5. Joshua Landis (2001), Syria and the 1948 War in Palestine (en)
  6. 6,0 ha6,1 Charles Tripp, Iraq and the 1948 War: mirror of Iraq's disorder, Cambridge University Press, 2007, ISBN 978-0-5216-9934-1 (en) Cambridge University Press
  7. Peel Commission Report (en)
  8. 8,0 ha8,1 Benny Morris, 1948: The History of the First Arab-Israeli War, Yale University Press, 2009, ISBN 978-0-300-15112-1 (en)
  9. Eugene L. Rogan & Avi Shlaim, The War for Palestine: Rewriting the History of 1948, Cambridge University Press, 2001, ISBN 978-0-521-79476-3 (en)
  10. Efraim Karsh, The Arab-Israeli Conflict : The Palestine War 1948, Osprey, 2002, ISBN 978-1-84176-372-9 (en)
  11. James Lunt, Hussein of Jordan: Searching for a Just and Lasting Peace, William Morrow & Co., 1989, ISBN 978-0-688-06498-3 (en)

Pajennoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]