Golda Meir

Eus Wikipedia
Golda Meir

Golda Meir (גולדה מאיר en hebraeg, جولدا مائير en arabeg) a oa Kentañ Ministr Israel etre 1969 ha 1974.

Ganet e voe d'an 3 a viz Mae 1898 e Kiev, a oa en Impalaeriezh Rusia d'an ampoent. Anvet e oa Golda Mabovitch neuze (Голда Мабович en ukraineg). Merc'h e oa da Blume Naidich ha Moshe Mabovitch, ur c'halvez. Mont a reas ar familh da vevañ da v-Milwaukee, e Wisconsin, er Stadoù Unanet. He zad a gavas labour eno, evel kalvez, hag he mamm a zalc'he ur stal ispisiri[1]. Yaouank-kenañ e krogas da labourat, da sikour he mamm. Kuitaat a reas ti he zud a felle dezho gwelet anezhi o timeziñ ha mont a reas da vevañ gant he c'hoar henañ a oa o vevañ e Denver, e Colorado. Ganto e klevas komz eus mennozhioù nevez, ar sionouriezh, gwirioù ar merc'hed, al lennegezh, ar sindikadoù... E Denver ivez e reas anaoudegezh gant Morris Meyerson, a zeuas da vezañ he gwaz pa voe 19 vloaz.

E 1921 e tivizas Golda hag he gwaz Morris Meyerson, sionourien o-daou, mont da vevañ da Balestina. Eno e rejont o annez e Tel Aviv da gentañ a-raok labourat en ur c'hibboutz e hanternoz ar vro e-pad pevar bloaz, distreiñ da Del-Aviv ha mont da Jeruzalem a-benn ar fin. E 1928 e krogas Golda da labourat eno evit ar sindikad Histadrout. Kuitaat a reas he gwaz ha mont da vevañ gant he bugale da Del-Aviv. Er bloavezhioù 1930 e voe dilennet da zileuriadez Strollad al Labour e bodad-ren ar sindikad.

Goude krouidigezh stad Israel, e 1948, e teuas Golda Meyerson da vezañ kannadourez e Moskva (1949-1956) ha ministrez evit an aferioù estren goude (1956-1966). E 1956 e tivizas hebraekaat he anv hag ober gant ar stumm Golda Meir. E 1966 e teuas da vezañ e penn Strollad al Labour (Mapai). Goude marv ar c'hentañ ministr Levi Eshkol e kemeras he lec'h e penn ar gouarnamant.

D'ar 17 a viz Meurzh 1969 e teuas da vezañ Kentañ Ministr Israel. Ar wech kentañ e oa (hag ar wech nemeti ivez) ma oa ur vaouez e penn ar vro. Chom a reas en he fost betek an 3 a viz Mezheven 1974, pa roas he dilez. E-pad an amzer ma voe er galloud e voe lesanvet ar "Vaouez Houarn", abalamour d'he fennegezh, bloavezhioù a-raok ma voe roet al lesanv-se da Margaret Thatcher, Kentañ Ministr Breizh-Veur[2] E-pad ar mare ma oa e penn ar vro e c'hoarvezas meur a dra a bouez evit Israel : muntret e voe unnek sportour israelat er C'hoarioù Olimpek, e München, e 1972 ; hag e miz Here 1973 e c'hoarvezas Brezel Yom Kippour, etre Israel hag ar broioù arab tro-dro. Abalamour ma voe kavet abeg en doare ma oa bet renet ar brezel-se, e roas Golda Meir he dilez e miz Mezheven 1974, daoust ma oa aet ar maout gant he strollad e dilennadeg kannaded Kerzu 1973.[3]. Yitzhak Rabin eo a zeuas da vezañ kentañ ministr war he lerc’h, e Mezheven 1974.

E 1975 e voe roet Priz Israel dezhi, evel garedon evit ar servij he doa rentet d’ar stad[4].

Mervel a reas d’an 8 a viz Kerzu 1978, e Jeruzalem, d’an oad a 80 vloaz. Beziet e voe e Menez Herzl e Jeruzalem d’an 12 a viz Kerzu 1978.

Bez Golda Meir e Menez Herzl

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Golda Meir's American Roots
  2. Golda Meir, a BBC News profile. (en)
  3. Biography of Golda Meir Zionism and Israel
  4. Golda Meir Virtual Jerusalem