Amman
| Anv ofisiel | عمان |
|---|---|
| Anv er yezh a orin | عَمَّان |
| Anvet diwar | Ammonites |
| Yezh ofisiel | arabeg |
| Stad | Jordania |
| Kêr-benn eus | Jordania, Amman Governorate, Emirelezh Treuzjordania |
| E tiriad | Amman Governorate |
| Gwerzhid-eur | Eastern European Time |
| Daveennoù douaroniel | 31°57′0″N 35°56′0″E |
| Penn an aotrouniezh | Yousef Shawarbeh |
| Erlec'hiañ a ra | Rabba, Philadelphia |
| Kod-post | 11110–17198 |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.ammancity.gov.jo |
| Banniel (deskrivadur) | flag of Amman |
| Istor | history of Amman, timeline of Amman history |
| Ekonomiezh an danvez | economy of Amman |
| Kod pellgomz an takad | 6 |
| Category for the view of the item | Category:Views of Amman |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Amman |


Amman (عمان ʿAmmān en arabeg) eo kêr-benn rouantelezh Jordania. War-dro 2 125 400 a annezidi a oa enni e 2005 ; ha kêr vrasañ Jordania eo.
Ober a reer anv eus Amman er Bibl, gant an anv "Rhabbat Ammon". Aspadennoù eus an Henamzer gresian ha roman zo eno hiziv c'hoazh : brudet eo c'hoariva roman kreiz kêr da skouer. Da vare ar Romaned e veze graet "Philadelphia" anezhi.
Goude mare an Impalaeriezh roman e teuas Amman da vezañ ur gêr hep kalz a bouez. Goude ar Brezel-bed kentañ, pa oa Jordania dindan beli ar Rouantelezh Unanet, e teuas da vezañ ur gêr vras en-dro. Hag e 1946 e teuas da vezañ kêr-benn ar stad dizalc'h nevez.
Kreskiñ a reas kalz an niver a dud en Amman, goude ar brezelioù etre Israel hag ar broioù arab e 1948, 1967, ha 1973, gant an niver bras a repuidi palestinat a erruas e kêr. E 1970 e voe emgannoù er straedoù etre ar repuidi-se ha nerzhioù polis hag arme Jordania.
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Amman gant :
|