Talal Iañ Jordania

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Talal Iañ Jordania
طلال بن عبد الله
Talal ben Abd Allah
Talal of Jordan.jpg
Poltred ofisiel
Roue Jordania
Ren 20 a viz Gouhere 1951
11 a viz Eost 1952
Kentad Abdallah Iañ Jordania
Warlerc'hiad Hussein Iañ Jordania
Ganedigezh 26 a viz C'hwevrer 1909
Mekka, Impalaeriezh otoman
Marv 7 a viz Gouhere 1972
Istanbul, Turkia
Tiernac'h Hachemited
Tad Abdallah Iañ Jordania
Mamm Mousban bint Nasser
Relijion Islam sunnit

Talal ben Abdallah (arabeg : طلال بن عبد الله Talal ben Abd Allah), bet ganet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1909 e Mekka, Impalaeriezh otoman ha marvet d'ar 7 a viz Gouhere 1972 en Istanbul, Turkia, a oa mab henañ Abdallah Iañ Jordania hag he wreg kentañ Mousbah bint Nasser.

Roue Jordania e voe d'e dro goude drouklazhadenn e dad d'an 20 a viz Gouhere 1951 e Jerusalem.

En abeg da gudennoù yec'hed, a voe deznaouet evel skinofreniezh[1], e voe rediet da zilezel an tron d'an 11 a viz Eost 1952.
E vab Hussein, 17 vloaz, a voe roue Jordania neuze.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti e dud e voe skoliataet Talal ben Abdallah kent mont d'ar Rouantelezh-Unanet da heuliañ ur stummadur milourel e Royal Military College Sandhurst, Berkshire[2].
E 1929 e voe diplomet, ha mont a reas da isletanant e rejimant marc'hegerezh al Legion Arab, a oa stag ouzh ur rejimant breizhveurat e Jerusalem hag ouzh ar Royal Artillery ("Kanolierezh Roueel") e Baghdad.

Un ofiser 43 bloaz e oa Talal ben Abdallah pa voe lazhet e dad e moskeenn Al-Aqsa Jerusalem ; gant e dad-kozh e oa Hussein, 15 vloaz ha mab Talal, a voe saveteet dre berzh ur vedalenn a oa war e vruched, ma tazlammas ur boled bet tennet gant an drouklazher – ur Palestinian yaouank, gougemennet gant ur c'havailhad ne felle dezhañ e vije peoc'h etre Jordania hag Israel.

Petra bennak ma voe berr e ren e tegasas Talal Iañ Jordania araokadennoù bras er rouantelezh : ur vonreizh nevez a voe kaougantet d'ar 1 a viz Genver 1952, a lakae ar gouarnamant en e bezh da vezañ atebek a-stroll dirak Parlamant ar rouantelezh, pep ezel anezhañ o vezañ atebek en un doare hiniennel ivez.
A-hed e ren e klaskas Talal Iañ Jordania habaskaat an darempredoù etre Jordania hag ar Stadoù arab amezek – Arabia Saoudat hag Egipt pergen, a oa bet brouzet ouzh e dad Abdallah Iañ Jordania en abeg d'e strivoù da gavout peoc'h gant Israel.

En Istanbul e varvas Talal Iañ Jordania d'an oad a 63 bloaz, ha beziet e voe e Mozoleon Roueel Amman.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Pajennoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]