Mont d’an endalc’had

Turkia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Republik Turkia)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Türkiye Cumhuriyeti
Banniel Ardamezioù

Kan broadel
İstiklâl Marşı
"Ton-bale an Dizalc'hidigezh"

Gouel broadel
29 a viz Here
Klik dehoù war-du Google Maps
Melestradur
Dizalc'hidigezh 29 Here 1923
Bonreizh nevesañ 9 Du 1982

Kêr-benn Ankara
Gouarnamant Republik vonreizhel
Prezidant Recep Tayyip Erdoğan
(28 Eost 2014 )

Yezh ofisiel Turkeg

Moneiz Lira (₺) (TRY)
Gwerzhid-eur UTC+3
Kod pellgomz +90
Kod ISO 3166 TR
Douaroniezh
Gorread 783 356 km²
Poblañs 83 614 362
(31/12/2020)[n 1]
Stankter 107

Internet .tr

  1. (tr) Türkiye Istatistik Kurumu

Republik Turkia (turkeg : Türkiye Cumhuriyeti), Turkia ent-berr, « Turki » hervez an anv istorel e brezhoneg[1], zo ur riez daougevandirel, he lodenn vrasañ en Azia-Vihanañ ha 3% anezhi e takad ar Balkanoù en Europa. En em ledañ a ra a bep tu d'ul lec'h strategel-kenañ, strizh-mor ar Bosfor, etre Mor Egea hag ar Mor Du, da lavarout eo gevred Europa ha mervent Azia. E ledenez Anatolia emañ an darn vrasañ eus he douaroù eta.

Ur c'hroashent etre hentoù meur Europa hag Azia eo Turkia, hentoù war zouar ha war vor, ken eo bet un annez evit meur a sevenadur, ul lec'h evit meur a emgann hag ur greizenn genwerzhel eus ar re bouezusañ. Eizh riez a vez kavet tro-dro dezhi : Bro-C'hres ha Bulgaria er Gwalarn, Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan (ezklozadur Nac'hitchevan) er Biz hag Iraq ha Siria er Gevred. En Henamzer eo bet tiriad Turkia ha tiriadoù tro-war-dro annez un impalaeriezh vras, hini Bizantion, he c'hêr-benn Kergustentin diazezet war riblennoù strizh-mor ar Bosfor.

Republik Turkia a zo he sistem politikel hini ur republik demokratel, laik ha bonreizhel hag a zo bet staliet e 1923. Ezel eus an ABU, an AFNA, an AESD, ar C'hengor muzulman ha Kuzul Europa eo. E 2005 he deus kroget kenvreutaerezhioù evit dont da vezañ ezel eus Unaniezh Europa. En Ankara (anv kozh gresianek : Ankira, Ἄγκυρα) emañ he c'hêr-benn.

Evit mareadoù kent d'ar republik, sell ouzh : Azia-Vihanañ, Hittited, Troia, Lidia, Frijia, Karia, Kilikia, Pergam, Rouantelezh ar Pontos, Galated, Impalaeriezh roman ar Reter, Impalaeriezh otoman

Republik Turkia a zo bet staliet d'an 29 a viz Here 1923 war lodenn greiz an Impalaeriezh otoman a oa bet trec'het er Brezel-bed kentañ ha kollet meur a diriad ganti. Orin Turkia, e-keñver he yezh hag he relijion vuzulman, a vez gwelet adalek donedigezh an Durked e Anatolia an XIvet kantved. Ur bobl war varc'h renet gant ar Seljoukourien, anv o friñsed, e oa. Rummad-roueed an Otomaned a renas anezho e diwezh an XIIIvet kantved hag e kreskjont an impalaeriezh otoman diwar goust hini Kêrgustentin e 1453. E 1929 e krogas Mustafa Kemal Atatürk gant brezel an Dizalc'h betek embann ar republik e 1923. Ur milour ha penn al luskad politikel, an Durked yaouank, e oa Mustafa Kemal (lesanvet Atatürk) gant ur mennozh sklaer : modernaat e vro ha lakaat anezhi da vezañ kevatal d'ar broioù diorroet a wele en Europa.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Turki eo anv ar vro, deuet eus ar galleg, e kanaouennoù brezhonek pobl, hag en anvioù evel ed-Turki.