Ar c'hant gwellañ levr a-viskoazh
Ar c'hant gwellañ levr a-viskoazh zo ur rollad 100 levr kinniget gant 100 skrivagner eus 54 bro, aozet en 2002 gant De norske bokklubbene (Kelc'h norvegian al levrioù) . Pep skrivagner en doa 10 levr da ginnig.
N'eo ket renket an oberennoù hervez un urzh, rak hervez an aozerien emañ an holl oberennoù da lakaat war ar memes pazenn. Koulskoude, El Quijote zo diskleriet gante evel ar gwellañ oberen skrivet biskoazh.
Gant al listenn-mañ e oa bet klasket reiñ un alberz eus lennegezh ar bed, gant levrioù eus an holl vroioù, a bep sevenadur, hag a-holl-viskoazh. 11 oberenn zo skrivet gant merc'hed, 85 gant paotred, ha 4 n'ouzer ket. Kinniget eo ar roll-mañ gant anvioù ar skrivagnerien renket hervez urzh al lizherenneg .
Roll ar c'hant gwellañ levr a-viskoazh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dek oberour zo meneget meur a wech:
- 4 gwech : ar Rus Fiodor Dostoievski
- 3 gwech : an Tchek Franz Kafka, ar Saoz William Shakespeare, ar Rus Lev Tolstoy
- 2 wech : ar Stadunanad William Faulkner, ar Gall Gustave Flaubert, ar C'holombian Gabriel García Márquez, an Hellazad Homeros, an Alaman Thomas Mann hag ar Saozez Virginia Woolf.
18 bro zo meneget meur a wech:
- 15 gwech : Bro-Saoz (12 oberour)
- 12 gwech : Bro-C'hall (11 oberour)
- 10 gwech : Stadoù-Unanet (9 oberour), Rusia (5 oberour)
- 7 gwech : Italia (7 oberour)
- 5 gwech : Alamagn (4 oberour), Gres (4 oberour)
- 4 gwech : Iwerzhon (4 oberour), India (3 oberour dianv)
- 3 gwech : Republik Tchek (1 oberour)
- 2 wech : Colombia, Spagn, Irak, Iran, Island, Japan, Norvegia ha Portugal
C'hwec'h eus an oberourien meneget a oa bev e 2002 : Chinua Achebe, Gabriel García Márquez, Günter Grass, Doris Lessing, Toni Morrison ha Salman Rushdie.
Levrioù eus an XXvet kantved a gaver er roll
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp skrivagner a gaver meur a wech er roll :
- 3 gwech : an Tchek Franz Kafka
- 2 wech : ar Stadanunanad William Faulkner, ar C'holombian Gabriel García Márquez, an Alaman Thomas Mann hag ar Saozez Virginia Woolf.