Mont d’an endalc’had

C'hoarezed Brontë

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Emily Brontë)
Anne, Emily ha Charlotte Brontë, livet gant o breur Branwell Brontë (war-dro 1834).

Ar c'hoarezed Brontë zo teir c'hoar saoz ha skrivagnerezed saoznek eus ar bloavezhioù 1840-50. Merc'hed e oant da b-Patrick Brontë (anavet ivez evel Brunty pe Prunty), ganet e Kontelezh Down, e Bro Iwerzhon, ur beleg anglikan anezhañ.

Bez e oant:

Trouz a voe en-dro d'o oberennoù pa voent embannet a-raok bezañ degemeret e-touez levrioù meur al lennegezh saoznek.

Buhez ar vugale Brontë

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1820 e teuas an tiegezh da chom da bresbital Haworth, e Yorkshire. Pa varvas o mamm e chomas o zad gant c'hwec'h bugel bihanik. Neuze e teuas e c'hoar-gaer, Elizabeth Branwell, d'e skoazellañ. Ur vaouez reut ha rust e oa. Un deskadurezh hep teneridigezh na flouradenn ebet a roas d'ar vugale Brontë. Rust e oa lezenn ar gêr. Da vintin e veze ret dezho debriñ ul lein dreut. Goude e rankent lavarout o fedenn. War-lerc'h o deveze ar merc'hed d'ober kempenn an ti, ha pa veze echu o labour gante, o deveze da wriat, gwiadiñ, brodañ, a-raok pedenn an noz ha lennadenn ar Bibl. Devezhioù dilevenez e oa buhez ar c'hoarezed Brontë, bemdez heñvel. Evit ankouaat ar bed-se e krouent ur bed all ganto o ijin hag awen. Ur wech evit deiz ha bloaz Branwell (paotr nemetañ ar familh) e prof Patrick dezhañ daouzek soudard e koad. Ar c'hoarezed hag o breur a gav faltazi diwar ar soudard-se. Setu ma krogont, Anne, Charlotte, Branwell, hag Emily, da grouiñ ur bed faltaziek. Lakaat a reont e pleustr e-barzh danevelloù, barzhonegoù, pennadoù kazetennerezh, pezhioù c'hoari... Adalek 1831, goude kimiad Charlotte d'ober studioù, e krouas Emily hag Anne Bro Gondal, ur vro faltaziek sturiet gant Augusta Geraldine Almeda ur vaouez krouet ganti. A-drugarez d'ar vro faltaziek-se he deus kavet Emily hec'h awen da varzhonegañ.

Cowan Bridge

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar pastor Brontë eo ar skol-lojañ, un deskadurezh reizh, hag ar Reverant Wilson en deus krouet unan e Cowan Bridge. Degemer a ra merc'hed ar pastor paour. Divizet eo : Maria hag Elizabeth a yelo da studiañ du-hont, Charlotte hag Emily a zeuio war o lerc'h. Anne, re yaouank c'hoazh, a chomo ar gêr gant he breur Branwell. E-barzh Jane Eyre e zisplego Charlotte Brontë ar skol-lojañ-se. Un hollved kañvaouüs, skornus ha na deus disheñvelder ebet eget ur toull-bac'h gant dorioù serret, kaelioù serret, kensentidigezh rust kenañ, kriz memes... E Cowan Bridge eo treut ar predoù : Un tamm bara kalet, ur werenn laezh hag echu. Ar vugale o doa naon, poanioù stomog a zihun anezho e-kreiz an noz. Ar Reverant Wilson a lavare ez eo doue, en e vadelezh hag en deus c'hoant e vefe evel-se peogwir : " Doue a c'houlenn start oberezhioù ha dioueroù evit saludiñ an ene". Neuze en ur gendelc'her evel-se e tap Maria hag Elizabeth an torzhellegezh. Terzhienn ha pasaadennoù bras a oa ganti. Ar Reverant Wilson ne rae ket van. Adalek ar mintin e oa ret dezhi en em walc'hiñ gant dour yen kenañ evel ar re all, met ar boan a gendalc'h. Mont a reont da vervel. O zad a zeu neuze da gerc'hat anezhi. Ur pennadig amzer war-lerc'h e varv Maria, d'he heul gant Elizabeth. Maria oa pemzek bloaz ha Elizabeth trizek. Emily ha Charlotte, int c'hoazh e Cowan Bridge o deus " terzhienn gorrek". O zad hag en deus komprenet petra c'hoarveze ganti a denn anezhi eus ar skol-lojañ-se. Eñvorioù Cowan Bridge a chomo e-barzh pennoù Emily ha Charlotte da viken. Un eñvorioù eus poan, aon hag anken a chomo e pennoù Emily ha Charlotte. Ar pezh a gonto Charlotte e-barzh he levr " Jane Eyre".

Charlotte he deus pemzek bloaz. Lakaet eo anezhi er skol-lojañ evit ar merc'hed e Roe Head. Roet e vez dezhi un tamm arnod d'ober evit gouzout he anaoudegezhioù skol. Un gwallreuz eo, dreist-holl e matematik. Da heul e vez roet dezhi ur follenn evit skrivañ, evel un skridaozadenn. Amañ, eo ar gelennerien souezhet mik. Ar plac'hig a skriv pajennoù ha pajennoù, buan ha mat. Laosket e vez anezhi da kendec'her. Ar mennozhioù hag an doare skrivañ a ro dezhi un donezon lennegezh. Tremen a raio e Roe Head tri bloavezh eürus, pell eus eñvor ar poan eus skol-lojañ Cowan Bridge. Distreiñ a ra Charlotte er presbital e Haworth da driwec'h bloaz. Chom a ra un tammig amzer hepken rak rener ar skol-lojañ Roe Head, he deus miret un eñvor mat eus Charlotte, hag a ginnig neuze da Charlotte laboural evel kasourez du-hont. A-du eo Charlotte. Mont a ra neuze gant Emily, hi enskrivet evel skoliadez. Met Emily, pell eus ar maez, eus he fourmenadennoù bras gant he c'hi, a gav hir he amzer er skol-lojañ. Ne blij ket dezhi bezañ klaouiniet. Mont a ra neuze kuit Emily eus ar skol-lojañ ha distreiñ a ra e Haworth. Adkavout a ra neuze e takadoù bras. Anne a zeu neuze e Roe Head e plas Emily.

Ar vuhez e prestital

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar vuhez er presbital a cheñch, Branwell a za kuit. Kavet en deus ul labour evel kelenner, hag Emily a laosk he c'hi hag he zi evit mont ivez da labourat. Kavet he deus ul labour evel gouarnerez. Un dra nevez all a c'hoarvez : Ur pastor a c'houlenn Charlotte da zimeziñ gantañ met ar respont zo negativel. Charlotte a za kuit eus he labour e Roe Head ha labour a ra evel gouarnerez e-barzh ur familh pinvidik kenañ. Met ar labour-se zo skuizhus kenañ evit Charlotte mont a ra kuit neuze da Vro V/Belgia gant he c'hoar Emily. Chom a ra Anne e Bro-saoz e-lec'h he deus kavet ul labour ha ne blij ket dezhi. Emily ha Charlotte zo resevet e ker Brusel e-barzh ur skol-lojañ, renet gant Itron Héger. An div Saozez a zesk ar galleg. Charlotte a studi al lennegezh gant Constantin Héger, gwaz Itron Héger.

Ar paourkez c'hoar-gaer (Elizabeth) a zo war he dremenvan. An div c'hoar a zistreiñ buan e Haworth. Emily na zeuio ket e Bro-Belgia ken rak e kav gwelloc'h ober pourmenadennoù war ar menezioù gouez saozon. Charlotte hi, he deus kavet ul labour evel gelennerez e Bro-Belgia, mont a ra neuze kuit eus Haworth ar galon tomm rak santout a ra un dedenn evit Constantin Héger. Merzhout a ra Itron Héger an dra-se, neuze reiñ a ra da Charlotte ar vuhez start : Mezhekadennoù, dichekadennoù.. Diviz a ra neuze Charlotte da vont kuit. Bloavezhioù war-lerc'h e konto Charlotte an abadenn-se en ur romant anvet " Villette".

Distreiñ a ra neuze Charlotte e-barzh ar Yorkshire, e-lec'h ma adkav he zad hag Emily. Anne ha Branwell a labour pell. Charlotte he deus poan. Skrivañ a ra da Aoutroù Héger met ne respont ket. Ar skritur a lak anezhi da soñjal e traoù all, skrivañ a ra " ar c'helenner".

Adkouezhañ a ra Branwell e-barzh an dramm hag an alkool. Gwashoc'h-gwashañ eo eñ.

Ur mennoz kaer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech e-barzh o c'hegin. Charlotte a wel barzhonegoù skrivet gant Emily. Kavout a ra ar barzhonegoù-se brav kenañ hag ur mennozh he deus. Perak pas embann anezho. A-du emañ Emily. Klask a ra un ti-embann, hag e kav unan. Ne reas ket berzh nemeur, peogwir ne voe gwerzhet nemet div skouerenn a-hervez. Neuze e krogjont da skrivañ pep a romant. Neuze ur pennadig diskouez a reont o levr " Wuthering heights" evit Emily "Agnès Grey" evit Anne hag " Ar c'helenner" evit Charlotte. Agrès Grey ha Wuthering heights zo degemeret met ar c'helenner zo nac'het. Charlotte na goll ket a fiziañs enni hag e krog da skrivañ Jane Eyre. E 1847, Charlotte a echu Jane Eyre, ur pennvad eo. Met ar muiañ a verzh a voe graet gant Jane Eyre, neuze evel hiriv c'hoazh.

Al levrioù-se zo bet skrivet dindan anvioù pluenn paotr : Currer (Charlotte) Ellis (Emily) hag Acton (Anne) Bell. Miret o deus o lizherenn kentañ eus o anvioù bihan hag eus o anv. Tout an dud en em soñj. Piv int ar skrivagnerien-se ? Eus pelec'h emaint o tont... ?

Strignañ ar mister

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Haworth, ar merc'hed o deus c'hoant strignañ ar mister. Diviz a reont neuze da vont betek o ti-embann e Londrez evit tiskouez o fenn. Ar rener a sell outi, hag e zesk ez eo ar breudeur Bell e wirionez ar c'hoarezed Brontë. Souezhet mik eo. Daoust hag eñ eo posupl e vefe unan eus an teir flac'h-se o seblantout dous ha fur o skrivañ ur romant ken du gant kasoni ha Wuthering Heights ? Daoust hag eñ ez eo posupl, e vefe unan eus an teir flac'h-se lentik o skrivañ ur romant diwar-benn ar marv hag ar kasoni ? Ar rener a gred dezhañ hunvreal, rak al levrioù-se a gont ur bed kriz gant feulster ha poanioù. Posupl eo e vefe merc'hed o skrivañ romantoù ken du ha-se ? Ar rener na gred ket, met ar benn ar fin, ar wirionez eo hag ar c'hoarezed Brontë zo anavezet evel skrivagnerez eus al levrioù-se.

Yec'hed fall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yec'hed Branwell a z'a war-fallaat, ar paotr yaouank zo tapet gant an torzhellerezh. An nozvezh en ur zistreiñ eus e labour, Branwell a gouezh mezv-dall war al leur. Un den a dremen hag a kas anezhañ d'ar presbital. Ober a ra ur barr diwezhañ eus delirium tremens (degaset gant an alkool) a-raok kouezhañ ur wech diwezhañ ouzhpenn. Echu eo. Emily a skriv barzhonegoù evit he breur. Diaes kenañ eo eviti asantiñ marv he breur. Emily a grog da vezañ klañv. Diaes eo eviti tennañ he anal, terzhienn he deus, skrijadennoù... Nac'hañ a ra da welout ur medisin. Mont a ra kuit, hep ma vefe un den o sell outi, hag e za da welout ar gweledva. Memes ma'z eo fall an amzer, he hunvre diwezhañ ez eo sellout outi a-raok vervel. Emily a varv. Tregont bloaz eo. Anne zo hi ivez tapet gant an torzhelerezh, gwan eo. Mont a ra kuit tamm-ha-tamm e keit ma a za maez he eil levr " Feurmer wilfell hall" . Charlotte a skriv he drivet levr "Shirley". Ur berzh eo ur wech ouzhpenn. Anne a varv. Charlotte zo trist, met en em lak a ra da labourat war he pevare levr " Villette" e eñvor da Bro-belgia ha d'an Aotroù Héger. Mont a ra maez e 1953 hag ur pennvad eo. Seiz-ha-tregont bloaz he deus pa ar Reverant Arthur Bell Nicholls a c'houlenn ganti dimeziñ gantañ. A-du eo Charlotte, memes ma n'eo ket he zad. Kalzig a amzer war-lerc'h, Charlotte a zesk emañ o c'hortoz ur babig, met e kouezh Charlotte klañ, koll a ra he babig. An 31 a viz Meurzh 1855, en em sav a ra en he gwele hag e kouezh. Mervel a ra.

Den ebet bremañ na welo ar merc'hed-se, hag Haworth en devo eñvor eus teir maouez gant un tonkadur trist hag dispar.

Met ar muiañ a verzh a voe graet gant Jane Eyre, neuze evel hiriv c'hoazh.

-->

Emily Brontë

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emily Jane Brontë (1818-1848), a oa pempvet merc'h ar pastor, a zo bet o chom e Yorkshire a-hed he buhez verr. Divrud eo bet en he bev pa vez lakaet bremañ, gant ur romant hag un dastumad barzhonegoù, e lein al lennegezh saoznek.

N'eo ket ken anavet Anne (1820-1849) hag he div c'hoar, ne oa ket ken barrek hag int, a zo bet lavaret. Koulskoude ez eus deuet daou romant a zindan he fluenn, ha meuleudi zo bet kanet dezho abalamour d'an nerzh buhezegezhel ha d'ar wirionded zo enne:

  • Agnes Grey (1847), zo savet diwar-benn buhez ur c'houarnerez.
  • The Tenant of Wildfell Hall (1848), istor ur plac'h yaouank dimezet d'ur gastaouer

Branwell Bronte

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Branwell, eñ deus divizet bevañ en ur hent disheñvel. Disheñvel eo eus e c'hoarezed. Bez en deus ur vuhez fougasusoc'h eget e c'hoarezed. Ar pezh ez eo fall rak kouezhañ a ra e-barzh an alkool hag ar dramm.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]