Anne Brontë

Anne Brontë[1] (1820-1849) zo ur romantourez ha barzhez saoz, ar yaouankañ eus ar c'hoarezed Brontë, ha n'eo ket ken anavet hag he div c'hoar henañ, Charlotte Brontë, hag Emily Brontë. Acton Bell e oa hec'h anv-pluenn.
Ganet e oa e Thornton, e-kichen Bradford, e Yorkshire, e Bro-Saoz, hag an hini diwezhaén eus ar c'hwec'h bugel e oa. Dilojaén a reas an tiegezh da Haworth en 1821 ma oa bet anvet he zad, Patrick Brontë, da berson (anglikan). O mamm, Maria Branwell Brontë, a varvas neuze diwar ar c'hrign-bev.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Poems by Currer, Ellis and Acton Bell, e 1846
Daou romant zo deuet goude a zindan he fluenn:
- Agnes Grey (1847), zo savet diwar-benn buhez ur c'houarnerez.
- The Tenant of Wildfell Hall (1848)
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Anne Brontë, Winifred Gerin
- A Life of Anne Brontë, Edward Chitham
- The Brontës, Juliet Barker
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ distaget [ˈbrɒnti] e saozneg