Juan Rulfo

Eus Wikipedia
Juan Rulfo

Juan Rulfo (Juan Nepomuceno Carlos Pérez Rulfo Vizcaíno) a zo ur skrivagner mec'hikan ganet e Sayula (pe Apulco), ur gêriadenn e stad Jalisco d'ar 16 a viz Mae 1917 ha marvet e kêr Mec'hiko d'an 8 a viz Genver 1986. Laosket en deus war e lerc'h luc'hskeudennoù brudet bras eus buhez ar bevrien er vro m'en deus bevet.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen a reas e vugaleaj, goude ma voe lazhet e dad (ha kerent all dezhañ) e 1923, en un ti-emzivaded e kêr Guadalajara.

Brezelioù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1925 e voe divizet gant ar prezidant Plutarco Elias Calles, diwar Mammlezenn 1917, lakaat ar relijion dindan ar stad ha serriñ an ilizoù. Neuze e savas an darn vrasañ eus ar bobl, e stadoù-kreiz ar vro, a-enep ar gouarnamant kevredadel da ren ur brezel enebiñ a vez graet brezel ar c’h-cristeros anezhañ, un anv roet gant arme ar stad kevredadel d’an emsavidi tolpet en iliz ar Guadalupe, e kêr Guadalajara, a stourme gant youc’hadennoù evel « Viva el Cristo-Rey ». En em ledañ a reas an dispac’h-se dre ar vro a-bezh hag e-pad pevar bloaz, betek 1929 eta, e voe emgannoù taer ha kriz, ha lazhadeg euzhus en daou du. Savet eo oberenn Juan Rulfo diwar al lazhadeg-se, gant an dud diwar ar maez, tud deol ha trelatet gant ar relijion anezhe alies, o vont dispont da vrezeliñ ouzh arme ar prezidant : kouerien diarc’hen, gant armoù eus an 19-vet kantved a-wechoù, met kontilli pe vouc’hili gante nemetken alies, o talañ ouzh un arme a vicher, enni soudarded a ouie c’hoari gant fuzuilhoù-tennata, kanolioù ha kirri-nij. Nemet 11 vloaz ne oa Juan Rulfo pa grogas ar brezel-se. E stad Jalisco, e kornad San Gabriel dreist-holl, e c’hoarvezas fuzuilhadegoù, prizonidi krouget ouzh ar gwez e balioù ar c’heriadennoù, dialoù kuzh, tad Rulfo lazhet e 1924, e dad-kozh lazhet gant forbanned ha drailhet e veudoù outañ. Mouchet e veze e zaoulagad ouzh ar paotrig gant e vamm pa dremene bagadoù cristeros o kas o frizonidi gante d’al lec’h ma oant da vezañ fuzuilhet.

E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1953 e voe embannet e zastumad danevelloù « El llano en llamas », kaoz ennañ eus buhez kouerien kornad Jalisco, war un douar kraz ha diaes da labourat. Gant al levrig-se nemet ken eo deuet da vezañ unan eus brudetañ skrivagnerien Vec'hiko.

E 1955, e teuas e romant nemetañ « Pedro Páramo » a zindan ar wask, kaoz ennañ eus kej-mej bedoù aar re varv hag ar re vev. Brudet e vo al levr dre Amerika ar c'hreisteiz ha dre ar bed spagnolek penn-da-benn, dre ar skeudenn a ro eus an teoget e vez ar Vec'hikaned gant ar marv.

Goude an daou levr-se e paouezas da skrivañ a-nebeudoù hag e stagas da labourat evit ar skinwel. Da ziwezh e vuhez-labour e oa rener an Instituto Indigenista de México, a ra war-dro aferioù indianed ar vro.

E levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Macario (1946),
  • La Cuesta de las Comadres (1948)
  • Talpa (1950)
  • ¡Diles que no me maten! (1951), danevell
  • El llano en llamas (1954), dastumad e holl zanevelloù
  • Pedro Páramo (1955), romant
  • El día del derrumbre, danevell

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skridoù diwar e benn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Janney, Frank (Ed.) (1984). Inframundo: The Mexico of Juan Rulfo. New York:Persea Books.
  • Asombro por Juan Rulfo - Gabriel García Márquez da-geñver 50vet deiz-ha-bloaz El llano en llamas, 18 a viz Gwengolo 2002.