Levr Job

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Levr Job (Jo) a zo unan eus lodennoù Ar Skridoù en Tanac'h.

Hervez ar vurutellerien e c'hell bezañ bet savet, war-dro ar VIvet kantved kent JK, diwar un istor eus an amzer gozh chomet en eñvor pobladoù ar reter, hag aozet e doare un drama barzhoniel gant ur barzh a-douez harluidi ar Yuzevien. [1]

Ur goulenn eo danvez al levr : perak Doue, krouer ha mestr ar bed, en deus aotreet droukskouer ar boan, ha penaos, dreist-holl, un Doue mat ha reizh a c'hell lezel da c'houzañv ar re fealañ eus e servijerien ?

Hervez furien Israel, da bep hini hervez e oberoù. Met perak neuze e vez gwelet kement a zireizhennoù, da skouer, gwallblanedenn an den santel Job ? [2]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p 216
  2. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p 215